Monson

Ar monson a zo ur reizhiad avelioù mareadek a gaver war ribloù Meurvor Indez ha e Su Azia.

Kinniget eo bet ar ger arabeg mausim (mare-bloaz) evit orin ar ger. Evit gwir e vez implijet monson evit ar mare-bloaz pa zeu an avel da c'hwezhañ kreñv e Su Indez ha tro-war-dro dezho hag ivez evit ar glaveier puilh-kenañ a gouezh asambles gant an avel e-pad an hañv. Er goañv e c'hwezh an avel en tu all gant nebeutoc'h a c'hlaveier. Setu perak ez eus monson an hañv ha monson ar goañv.

Monson
Glaveier ar monson e Mumbai e Eost 2005.

Implijet e vez ar ger monson evit kornôg Meurvor Indez pa 'z eus ur c'hemm gant roudoù-avel ma'z a an avel a-hed : 6 miz da Vervent ha 6 da Viz.

Pa'z a an douar da dommañ muioc'h eget ar mor ez a an aer dommoc'h d'al laez ken e teu un aerwask izel a sach an avel diwar ar mor. Pa'z a an tolzennoù aer c'hleb a vez war ar mor da zilestrañ e kouezh glaveier diwar ar glizhennadur a zeu diwar ar menezioù freskoc'h.

Er c'hontrol e teu an douar da vezañ freskoc'h er goañv eget er mor ken e vez krouet un aerwask izel war ar mor hag un avel war e du. Ne vez ket avel ar monson goañv ken dalc'hus eget hini an hañv.

Tags:

ArabegAvelAziaGlavGoañvHañvIndezMeurvor IndezRibl

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Hans BaurKervaria-SularAnimeYokeg18661990Santa Maria del FioreMor BreizhTeba (Egipt)GlasEl Niño1629HTMLOblast TyoumenRepublik IwerzhonWessexOne Man Went To MowAnne Breizh-VeurKib vell-droad ar bed 2006JorjiaKastell-PaolPin-upItaliaRouantelezh Bro-SaozChatGPTDivaskell BreizhDispac'h ar JenoflJohann Nepomuk GeigerReiñ bronnGrândola, Vila MorenaMor ArabiaLimbourg (Belgia)Sav-bronnoùYouTubeKemperJohannes Vermeerhom42Franklin Delano RooseveltAmpechL'Entraide française (1945)KomunouriezhBlogDouaroniezhArabia SaoudatKenrouedadZeca AfonsoKerorgen1676PaskVeneziaWikeriadurKrampouezhChatalISO 86011996YezhNovritschPablo PicassoAvranchesUTCLienenn-gourzhCatherine LatourWiki2009GwrezverkNoricum9 a viz Ebrel🡆 More