Kama Soutra

Lodenn vrudetañ an dastumadeg anvet Kama Chastra (कामशास्त्र Kāmaśāstra) eo Kama Soutra (sañskriteg : कामसूत्र Kāmasūtra, Pennlavaroù ar Garantez), un dastumad indian skrivet etre ar IVe kantved hag ar VIIvet kantved gant Vâtsyâyana war a greder.

Kama Soutra
Kama Soutra
oberenn lennegel
Titlकामसूत्र Kemmañ
Danvez pennañhuman sexual behavior Kemmañ
Tachennnonfiction Kemmañ
EmbannadurKamasutra Kemmañ
AozerVātsyāyana Kemmañ
Bro orinImpalaeriezh Gupta Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvClassical Sanskrit, sañskriteg Kemmañ
Full work available at URLhttps://gutenberg.org/ebooks/27827 Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Savet eo an anv "Kama Soutra" diwar Kâma, doue ar garantez peuzpar da Eros ha Kupido, ha diwar sûtra pe shâstra, "pennlavaroù".

Kâma a zegas ar blijadur a c'hall an dud reiñ an eil d'egile gant o femp skiant, o spered hag o ene. Ouzhpenn darempredoù revel a gaver e Kâma Sûtra : anv zo eus doareoù-bevañ a rank un den sevenet anavezout, eus boued, frond ha sonerezh.

Ul levr klasel eus ar relijion hindou eo Kâma Sûtra. Kaoz zo ennañ eus eil live ar vuhez, Kama, live ar garantez.

Skeudennet-kaer e vez peurvuiañ, gant livadurioùigoù. Kuzulioù diwar-benn an doare da hoalañ ha da reiñ plijadur, d'ar wreg pe d'ar gwaz, a gaver e-barzh, dreist-holl dre lakaat ar c'horf a-zoare.

Ul levr evit an noblañsed indian e oa mennet da vezañ. Talvoudus-bras eo evit anaout ar vuhez en Indez a-wechall. Ul levr addisplegoù, ar Jayamangala, zo bet savet diwarnañ gant Yashodhara.

Da gentañ e oa graet al levr evit ar baotred hag o serc'hed : deskrivañ a ra an embarañ hag an darempred etre gwaz ha maouez hervez ar pezh a zleont ober hag a c'hallont gortoz digant egile.

Kuzulioù evit ar maouezed zo ennañ koulskoude. Diskouez a ra ivez n'eo ket a-walc'h d'ar gwaz kas an ober reizhel da benn : pokat, flourañ, dantañ, krafignat a rank gouzout ober ivez. Deskrivet ez eus un ugent emzalc'h-korf bennak, hag aliet eo an dud da lezel o faltazi d'o ren.

Bernioù addisplegoù zo bet savet diwar-benn al levr, oberennoù a-leizh zo bet skrivet diwar-benn arz ar garantez, pe an erotegezh, war lerc'h Kâma Sûtra. Darn zoken o deus adkemeret an anv. Pell int a gaout hevelep talvoudegezh.


Levrlennadur

  • (fr) Les Kâma-sûtra de Vatsyayana, suivis de l'Anangaranga de Kalyanamalla, Zulma, 2009 (ISBN 978-2-84304-493-9)

Tags:

IVe kantvedIndezSañskritegVIIvet kantved

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

30 DuSindbad ar martolod hag e seizh beajThe Pirate BayEuropa (kevandir)Arabia SaoudatJerzenezSorserLevr skeudennetArc'hantVillalba de los AlcoresKiFunkNobody Knows You When You're Down and OutBeauceAr MañsKorf hag Ene (stirad skinwel)SquillaceBreizh-VeurAerouantZombie StrippersTourako FischerHeskenneg brasISBNWikiarroudIkenedDial2024Taylor Swift13 EostChBrezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-UnanetHansa2005Cascading Style SheetsCharlez II (Bro-Saoz)LevraouegAleksei NavalnyDiada de Sant JordiC++Meurvor AtlantelMoudennDaoubikAvankSkibidennMarie-Antoinette AostriaCommission internationale permanente pour l'épreuve des armes à feu portativesPrusiaBreizhGresianegOuigouregWikimediaLionel MessiJapanHouad (evn)KmeregUttar PradeshBarN♯brezhoneg (kelaouenn)Commerzbank TowerKanton PlouhaLesley-Ann BrandtSpagnRevrfouzherezhKanton GraubündenDouarouriezhBeate SturmLos Angeles Times🡆 More