Eros

Eros (henc'hresianeg : Ἔρως, c'hoant revel, karantez revel) a zo un doue henc'hresian hag a arouezie unan eus an nerzhioù a ren ar bed a-raok ganedigezh an doueed divarvel ha donedigezh mab-den war an Douar : doue an nerzh-desachañ a gevanstag an Hollved hag a vroud ar spesadoù da ouennañ e oa Eros.

Eros
Eros gant e saezh (H. Baldung, 1530

Heñvelekaat

Eros 
Plac'h yaouank oc'h en em zifenn diouzh Eros. Taolenn gant William-Adolphe Bouguereau (1825-1905)

Peurvuiañ e vez heñvelekaet, evel ma'z eo bet graet e Roma gozh ha gant an arzourien dre vras, Eros Henc'hres ha Kupidon ar Romaned.

Disheñvelekaat

E gwirionez n’emañ ket da vezañ tostaet ouzh an doue roman Kupidon, na gant ar Garantez, daoust ma’z eo bet lakaet Eros da harp d’ar garantez, a zo mab da Ares hag Afrodite, daoust ma’z eo bet skeudennet a-wechoù evel ur paotrig askellek, o skeiñ saezhioù gant kalonoù an dud, pe o c’hwezhañ an tan en o c'halonoù.

Un dra difetis eo Eros da gentañ-penn : ar c’hoant a dosta hag a c’han ar bedoù. Evel-se eo e vez gwelet er bredelfennerezh freudian, hag enebet ouzh Thanatos a zo doue ar Marv.

Gerioù

Diwar anv Eros (un anv roet d'ar baotred e Gres hag en Italia), eo bet savet ar gerioù "erotek" hag "erotegezh".

Anv-tud

  • Eros Poli, marc'hhouarner
  • Eros Ramazzotti (ganet e 1963), kaner italian.

Anvioù all

E brezhoneg e vez, pe e veze, graet anvioù all c'hoazh anezhañ :



Eros 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Protogenoi

C'haosAitherGaiaOuranosHemeraC'hronosErosErebosNyks • Ofion • Tartaros

Tags:

Eros HeñvelekaatEros DisheñvelekaatEros GerioùEros Anv-tudEros Anvioù allErosDouar (planedenn)DoueHenc'hresHenc'hresianegHollvedMab-DenMaenPlantSpesad

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

CollinesPornografiezhAlamanKiwi MantellEthGabonFilipinezKazh-mor (bronneg)GallegMilizag-GwiproñvelBeg Penn HirKensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhietRoll bannieloù BreizhMahomedMaria-Amélia de BragançaHigh Heel HomicideDenis MarionToullañ goloenn an elligPiemonteAostraliaLannuonJapanToyotaMarkdownWikimediaEil brezel ar VoerenTaylor SwiftVulnerant omnes, ultima necatYukonPlant bloaziekBrennidennHolloueziadurAaron PhypersLesley-Ann BrandtC++1493KawanGlock (pistolenn)EostC'hoari ar misionerBarrennig-stagañRepublik1997Iliz OrtodoksƐ12 GouereArc'hantina1945HungariaFrancisco FrancoPastor (kristen)IndoneziaAnatol ar BrazUnited States Army RangersThe Running Man (film 1987)Gewehr 98Kristin ChenowethZeusAmzerHamilton (Bermuda)RoumaniaJakez RiouCrunchyrollKensonenn dent dre dostaatTogo🡆 More