Himalaya

An Himalaya zo un aradennad-venezioù en Azia, a zisparti India diouzh Tibet.

Eno e kaver menezioù uhelañ an Douar.

Himalaya
Aradennad-venezioù an Himalaya, gwelet eus an oabl. A-gleiz hag en traoñ emañ India.

Chadennoù uhel all zo en Azia: Hindu Kush, Pamir, ha Karakoram. Gwelet e vez alies Karakoram evel ul lodenn eus Himalaya gant an alpaerion.

En em astenn a ra ar menezioù e stumm ur wareg vras, a-hed 2 600 km eus ar reter d’ar c’hornôg ha war-dro 350 km a ledander eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz.

Dont a ra an anv eus ar sañskriteg : हिमालय, distaget jimalaia, zo daou c’her ennañ, jima, « erc’h » hag alaia, « lec’h ».

An uhelañ aradennad-venezioù a zo er bed eo an Himalaya, gant pevarzek menez a dap en tu-hont da 8 000 metr uhelder, evel ar menez Everest, an hini uhelañ (8 848 m.), ar menez K2 (8 611 m.) hag ar menez Kangchenjunga (8 598 m.). Ar menez uhelañ er bed, e-maez an Himalaya, eo ar menez Aconcagua en Andoù, gantañ 6 962 m uhelder. En Himalaya avat ez eus kant menez en tu-hont da 7 200 metr uhelder!

En em astenn a ra an Himalaya war pemp stad : war du an Hanternoz Republik Pobl Sina, war du ar C'hreisteiz en ur vont eus ar Reter betek ar C'hornôg: Bhoutan, Nepal, India, Pakistan.

Eno e kaver eienennoù niverus, en o zouez darn eus stêrioù brasañ ar bed: an Indus, ar Ganga, ar Brahmapoutra hag ar Yangtze.

Pikernioù uhelañ

En Himalaya e kaver ar pevarzek menez nemeto a dap en tu-hont da 8 000 metr uhelder:

  • K2 pe "Chogori" 8 611m, war ar vevenn etre Pakistan ha Sina, e tachennad Karakoram. Hervez India n'emañ ket menez K2 e Pakistan: en India emañ.
  • Dhaulagiri 8 167 m
  • Manaslu 8 163 m
  • Nanga Parbat 8 125 m, e tachennad Karakoram.
  • Annapurna 8 091 m
  • Hidden Peak pe Gasherbrum I 8 068 m, e tachennad Karakoram.
  • Broad Peak 8 047 m, e tachennad Karakoram.
  • Shisha Pangma 8 046 m
  • Gasherbrum II 8 035 m, e tachennad Karakoram.

Kavet e vez ivez kalz a venezioù uheloc'h eget 7 000 metrad. Da skouer:

  • Nanda Devi 7 817 m

Menezioù all a zo brudet-tre dre ma'z int stummet brav:

  • Machapuchare 6 993 m, e tachennad Annapurna (Nepal)
  • Ama Dablam 6 856 m, e tachennad Everest (Nepal)


Un nebeud krimperien brudet

  • Heinrich Harrer (1912 - 2006), eus Aostria, aozer al levr brudet Seizh Vloaz e Tibet.
  • Tenzing Norgay (1914 - 1986) Sherpa eus Nepal, bleiner Edmund Hillary, aet gantañ betek beg ar menez Qomolangma (Everest).
  • Edmund Hillary (1919 - 2008), eus Zeland Nevez, an hini kentañ o tizhout beg uhelañ ar menez Everest gant Tenzing Norgay.
  • Maurice Herzog (ganet e 1919), eus Bro-C'hall, an hini kentañ o tizhout beg an Annapurna.
  • Reinhold Messner (ganet e 1944), eus Italia, an hini kentañ zo deuet a-benn da grimpañ war pep hini eus ar 14 menez a dap en tu-hont da 8 000 metr uhelder.

Da welet

  • War an uhel, ur film savet gant Tangi hag Erwan Kermarrec, priz ar gwellañ film e brezhoneg, Prizioù France 3, 2008 (produet gant Label production ha France 3 Ouest).

Tags:

AziaDouarIndiaTibet

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

GlasBreizhProviñs PordenoneISO 8601WikiYezhoù romanekMorlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaAdolf Hitler16 a viz KerzuVincent van GoghKatalanegSkej846i2ta8HenamzerKarabiner 98kAljebrDagestanTouche pas à mon poste !BadalonaGalizaFrañsez Iañ (Bro-C'hall)Kervaria-SularGwern-valouinRepublik IwerzhonGres (bro)Europa (kevandir)Damh the BardMenez AreSevenadur1671NovritschSivetCatherine LatourSkol-veur AberystwythYa d'ar brezhonegRené BarjavelFeskennEl NiñoTalierouriezhArvorigVeneziaMediaWikiDispac'h ar JenoflKarantezRouantelezhioù ar FrankedHoratio NelsonMilanoBrazilDidonHans BaurColucheHohenzollern (1901-1914)John Churchill, 1añ Dug MarlboroughNapoleon IañuslimestraBrezel diabarzh SinaSpagnGoogle ChromeDegemerRusiaNikotinWorld Wide Web ConsortiumKergrist-MoeloùMoskva (stêr)SaezhTimbroù AdenCynewulf WessexDonald Trump🡆 More