Haiku (japaneg : 俳句 haikeu) a zo ur ger bet krouet gant ar barzh Masaoka Shiki (1827-1902).
Un doare barzhoniezh reolennet strizh a orin japanat eo.
Lavarout a reer ez eo ar barzh Bashō Matsuo (1644-1694) tad an haiku a anavezer bremañ. Kavout a ra an haiku e orin tanka (pe waka) a 31 more (un doare da droc'hañ ar sonioù resisoc'h eget ar silabennoù) graet gant un hokku a 17 more hag ur werzad 14 more. Bashō Matsuo a rannas ar stumm-se evit mirout al lodenn a 17 more a oa anvet hokku pe haikai. Ne ganer ket haiku pa ganer ar waka (pe tanka).
Ouzhpenn reolennoù diazez an haiku (ar seitek silabenn,an troc'h merket, ar ger mare-bloaz)e tispleg Malo Bouëssel du Bourg en e studiadenn (niverenn 412 Al Liamm) ez eus pevar ferzh e spered an haiku :
Skrivet eo bet an anvioù en doare kornogat (anv bihan, anv-familh). Dre vras e vez anvet a vistri vrasañ dre o anv bihan nemetken (anv gwir pe anv-pluenn).
Menegiñ a ra Malo Bouëssel du Bourg e-touez ar varzhed o deus savet haiku e brezhoneg : Paol Keineg, Youenn Brusk, Fañch Peru, Mai-Ewen, Fanny Chauffin, Annaig Kervella, Bernez Tangi (Sioulder ur mintinvezh goañv/ar filip war tavañjer ar puñs/ Ma buhez e klemm ar sailh Al Liamm niv 412). Ouzhpenn Malo e-unan e c'heller menegiñ ivez : Patrick Drean, Olöf Pétursdottir, Stefan Carpentier, Kirill, Mari-Soaz ar C'hozh.... Diaes e vefe menegiñ roll diniver a re a gemer perzh e kenstrivadegoù koulz e brezhoneg hag e gallaoueg pe c'halleg e Breizh, kalz a vugale hag a grennarded en o-zouez. Evit Fanny Chauffin ez eo an haiku "ur varzhoniezh poblek, pemdeziek..." (Al Liamm niv 412).
(br) Koroll an haïku, troet gant A. Kervern ha Fañch Peru, Skol Vreizh, 1999, ISBN 978-2-911447-33-9
Savet en deus Ronan Hirrien ur film a-zivout an haiku e Breizh : Haiku en un tenn-alan ar bed. Skignet eo bet e-kerzh an abadenn Bali Breizh d'an 8 a viz Du 2015 da 10.55.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Haiku, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.