Gladdalc'helezh

Ar c'hladdalc'helezh — pe feodelezh — zo ur reizhad politikel ma'z eo gwan ar galloud uhelañ, hini ar roue da skouer, ha kreñvoc'h galloud an aotrouien, konted pe baroned, a zalc'h ar glad, pe an douar, hag a zo dindan ar roue.

Gladdalc'helezh
sistem politikel
Iskevrennad euslanded property Kemmañ
Anvet diwaraotrouniezhoù Kemmañ
Heuliet gantRenad Kozh, neo-feudalism Kemmañ
PrantadKrennamzer Kemmañ
Abeg kentizhaotrouniezhoù Kemmañ
Gladdalc'helezh
Oratores (tud ar gloer), Bellatores (tud a vrezel) ha Laboratores (labourerien). Tri urzh ar gevredigezh er Grenn-amzer.
Gladdalc'helezh
Yann II, roue gall, e lid ar marc'hegiñ, aourlivadur eus ar XIVvet kantved, Levraoueg Vroadel Bro-C'hall

Ar c'hladdalc'helezh zo ur meiziad hag ur ger savet gant an dud desket er XVIIvet kantved. Dont a ra eus ar ger dalc'h. Dindan stumm latin ar ger, fevum, an hini ofisiel nemetañ neuze, ez eo anavezet an dalc'hoù abaoe an Xvet kantved. Ar reizhiad deskrivet gant ar ger gladdalc'helezh avat ne oa ket gwelet evel ur reizhiad politikel splann evit an dud a oa o vevañ er Grennamzer.

Hervez e dermenadur klasel gant François-Louis Ganshof (1944), ar c'hladdalc'helezh a oa un hollad ensavadurioù a groue hag a vere dleadoù ha servijoù, er brezel dreist-holl, a-berzh un den dieub, anvet "gwaz", en eskemm ouzh madoù peurliesañ, anvet un "dalc'h", roet gant an aotrou.

Gladdalc'helezh
Aozadur gladdalc'hel ar gevredigezh er Grennamzer

Aozadur e tri urzh ar gevredigezh a oa bet kroget en IXvet kantved gant an Iliz a-benn reizhekaat doareoù bevañ an noblañs da geñver ar re munut, ha da geñver ar brezeligoù dibaouez etre an aotrouien.

An Iliz hag ar feodelezh

Adal an IXvet kantved e oa kroget an Iliz da glask reizhekaat al liammoù dalc'h a oa er gevredigezh. An oatrouien a oa aet gant hent ar feulster dibaouez etrezo o chom a-benn neuze hep ober o lod deverioù da geñver poblañsoù o domanioù. Kevredigezh an dalc'h a oa deuet da vezañ unan feuls ha droul dreist-holl da geñver an dud munut.

Unan eus ar prederourien pouezhusañ d'ar mennozh reizhekadur ret d'ar gevredigezh gladdalc'hel a voe Adalbéron de Laon, brudet eo chomet e destenn skrivet da Robert II an Deol o tisplegañ dezhañ penaos e oa ret adaozañ ar gevredigezh e tri urzh gant liammoù sklaer dleadoù ha servijoù ret pep ezel d'ar gevredigezh:

« la cité de Dieu que l’on croit une est donc divisée en trois : certain prient, d’autres combattent et d’autre, enfin, travaillent. Ces trois ordres qui coexistent ne souffriraient pas d’être séparés ; les services rendus par l’un permettent les travaux des deux autres, chacun à son tour se charge de soulager l’ensemble. Tant que cette loi a pu triompher, le monde à joui de la paix. Aujourd’hui les lois s’affaiblissent et déjà toute paix à disparu. Les mœurs des hommes changent comme change aussi la division de la société. »

Kaoz a vez ul luskad ar Pax et treuga Dei hag a gemenne sklaer e oa ret paouezh gant ar brezelioù dibaouez hag izelaat ar feulster deuet adal gwanded ar c'hladdalc'helezh.

Notennoù

Tags:

KontUnpenniezh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

MakakOmanCarles PuigdemontBrezhonegEmyr LlydawMec'hikoPrederouriezhIsabel Sofía PicónFegeriegEmgann an Alre (1364)KintinSlovakiaPerseüsEil Republik Polonia20121451FuerteventuraTristan (haroz)Lizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegTwrch TrwythBella HadidGhettoLinuxGuidobaldo II Della RovereBreizh-IzelJapanKanton Dunkerque-2Kanton PlouhaTurkiaLizherenneg etrebroadel AFNALa semaine sanglanteWiki-niPariz1974MilanoAostriaҚ (lizherenn)Sivet1173Aozadur ar Feur-emglev Norzh-AtlantelMoskovHilionBrandenburg (disheñvelout)Bro-C'hallKanton LumbresKren-douarLenn Garda15 DuYezhOablKouign-amannDolly PartonDegemerOrinokoFaeroegLyonesseTimbr-lidañOkitanegKistenidSant-VranStrollad Komunour BreizhMarc'heien an Daol Grenn🡆 More