Force India

Ur skipailh Formulenn 1 eo Force India, pe Sahara Force India Formula One Team.

Force India
Force India
Adrian Sutil e 2013.
Bro India India
Renerien ha blenierien
Prezidant Force India Vijay Mallya
Rener Force India Andy Green
Blenierien 27 Force India Nico Hülkenberg
11 Force India Sergio Pérez
Blenierien esaeoù Force India James Rossiter
Arouezennoù teknikel
Kastell-karr Force India VJM07
Keflusker Force India Mercedes-Benz V8
Bandennoù-rod Force India Pirelli
Disoc'hoù
Bloavezhioù o redek Abaoe 2008
Priz Bras kentañ Banniel Aostralia Aostralia 2008
Niverenn ar Prizioù Bras 93
Trec'hioù 0
Plasoù pol 1
Podiomoù 1
Troioù gwellañ 2
Titloù ar saverien N'eus ket
Titloù ar vlenierien N'eus ket

Krouet e 2008 gant an den afer Vijay Mallya, en doa adprenet Spyker F1 Team ha Michiel Mol evit 90 milion €, e red gant un aotre indianat er c'hevezadeg 201 gant ar vlenierien Paul di Resta hag Adrian Sutil. Emañ o chom e Silverstone e Bro-Saoz hag un diskennad Jordan Grand Prix eo.

Merket a oa bet poentoù kentañ e Belgia e 2009 gant ur podium graet gant Giancarlo Fisichella, goude ur plas pol graet an deiz a-raok. Echu eo ar redadeg evit Fisichella 2l a-dreñv Kimi Räikkönen. Abaoe ar redadeg-se a verk alies Force India poentoù hag ur skipailh bras eo evit ar re a zo e-kreiz ar gael.

Istor ar skipailh

Orin

Force India 
Karr diwezhañ Jordan Grand Prix gant Narain Karthikeyan.

Jordan

Orin Force India emañ er skipailh iwerzhonat Jordan Grand Prix, krouet e 1991 gant Eddie Jordan. Savet e oa bet gantañ ar savadurioù e Silverstone e lerc'h emañ Force India bremañ. Berzh en doa graet Jordan, gant pevar trec'h, ha graet en doa 3 plas ar c'hevezadeg 1999. Koulskoude en doa ar skipailh kudennoù gant an arc'hant ar pezh en doa taolet war kasadennoù ar skipailh. Gwerzhet e oa bet e 2005 da vMidland Group.

Midland F1 ha Spyker

Adprenet gant Alex Schnaider, cheñchet a oa ar skipailh d'ur skipailh rusat Midland F1 Racing. Tremenet en doa ar bloavezh 2006 a-dreñv ar kael a-raok bezañ adwerzhet da Spyker Cars el lodenn diwezhañ ar bloavezh. Spyker F1 Team en doa merket ur poent e 2007 ha memes a oa e penn Priz Bras Europa gant an deraouer Markus Winkelhock. Koulskoude en doa c'hoazh kudennoù arc'hant e-pad ar bloavezh. Gwerzhet e oa ar skipailh d'an den afer Vijay Mallya penn United Breweries Group ha Kingfisher Airlines ha da Michiel Mol, rener Spyker.

2008 : krog kentañ gant ar c'heflusker Ferrari

Force India 
Giancarlo Fisichella a-dreñv Rubens Barrichello e Belgia.

Dibab a ra ar skipailh mirout Adrian Sutil, en doa graet ur bloavezh mat e Spyker, a-benn 2008. Evit dibab an eil blenier a renk ar skipailh esaeoù e-pad tri devezh. Perzh o deus ar vlenierien Ralf Schumacher, Frank Montagny, met Giancarlo Fisichella zo bet lakaet ofisiel evel blenier ar skipailh d'ar 10 a viz Genver 2008, eus Renault. Dibabet eo Vitantonio Liuzzi evel en trede blenier. Ar c'harr VJM01 n'eo nemet emdroadur ar Spyker F8-VIIB gant keflusker Ferrari. Goude ur kinnig en India a grog an esaeoù goañv. Meur a spi en deus ar skipailh en abeg d'ur budjed kresket hag ur c'hwezherezh nevez feurmet gant EADS, ar eo ar skipailh japanat Super Aguri en doa graet ur bloavezh 2007 mat awalc'h.

En Aostralia emañ ar redadeg kentañ ha rankout a ra kirri Force India dilezel e troioù kentañ met gwelloc'h eo Priz Bras Malaysia gant 12vet plas Giancarlo Fisichella. Tost eo Adrian Sutil da verkañ poentoù kentañ ar skipailh e Monaco met rankout a ra dilezel en abeg d'ur gwallzarvoud gant Kimi Räikkönen en doa kollet kontroll e garr. Daoust kasadennoù gwelloc'h gwellañ a grog Force India ar redadegoù a-dreñv ar gael goude dilez Super Aguri eus ar Formulenn 1. Echu eo gant diorroadurioù goude Priz Bras Europa peogwir en deus dibabet Vijay Mallya en em soñjal war ar bloavezh 2009 goude en doa komprenet en doa gwanaet an izelpostiñ ha cheñchamantoù perc'henned ar skipailh. Daoust mar e oa kasadennoù mat er fin ar bloavezh, da skouer en Italia e-lerc'h en deus titret Fisichella 12vet pe e Singapour pe Brazil e-lerc'h kudennoù sportel ha teknikel o deus lakaat ar blenier italianat da zilezel, poent ebet ne oa bet merket gant Fisichella hag Sutil. Echu a ra Force India 2008 gant an 10vet plas ar c'hevezadeg.

2009 : berzhioù kentañ gant Mercedes

Force India 
Giancarlo Fisichella e Turkia.

Kendalc'h a ra ar skipailh gant ar memes blenierien, Giancarlo Fisichella hag Adrian Sutil. E Bro-Sina, e-pad ur Priz Bras redet dindan ar c'hlav, eo tost Sutil da verkañ poentoù kentañ ar skipailh gant ar 6vet plas, dirak Lewis Hamilton, met ur gwallzarvoud a c'hoarvez. N'eo ket gouest ar blenier alaman da echu ar redadeg. Ober a ra Sutil en Alamagn e ditriñ gwellañ gant ur 7vet plas, met skoet eo bet gant Kimi Räikkönen, ar pezh a lakaat anezhañ da echuiñ 15vet.

Gant Giancarlo Fisichella eo bet graet plas pol kentañ Force India, e Belgia war an droienn Spa-Francorchamps. Disul e teu Fisichella da echuiñ 2l a-dreñv Kimi Räikkönen, met gant poentoù ha podium kentañ ar skipailh. Posupl e oa gounit an trec'h ma en dije bet ar c'harr ar sistem KERS, a oa gant ar Ferrari, hag a ro muioc'h tizh d'ar c'harr.

Kuit a ya Giancarlo Fisichella eus Force India, abalamour d'ar gwallzarvoud en deus c'hoarvezet da Felipe Massa, blenier Ferrari, a lak ar skipailh italian da c'houlenn servijoù ur blenier-all. Dibabet eo bet Fisichella ha neuze e rank ar skipailh indian kavout ur blenier-all da lakaat en e lec'h. Vitantonio Liuzzi zo ar blenier-se.

Ar Pris Bras goude, e Monza en Italia a zo mat ivez. Eil e titr Adrian Sutil pa ditr Vitantonio Liuzzi 7vet. En ur ober an tro gwellañ e echu Sutil 4 d'ar redadeg, met dilezel e rank Liuzz abalamour d'ur gudenn gant e c'harr. Echu a ra Force India 9vet d'ar c'hevezadeg dirak Toro Rosso, gant 13 poent. Un araokadenn mat en deus graet ar skipailh er mare-se ar pezh a ro spioù nevez evit ar bloavezh goude.

2010 : ur bloaz evit konfirmiñ

Force India 
Vitantonio Liuzzi e Bahrain e 2010

Kemennet eo bet d'ar 27 a viz Du 2009 eo bet miret Adrian Sutil ha Vitantonio Liuzzi e-barzh ar skipailh a-benn 2010. Ouzhpenn eo bet testet daou vlenier yaouank e Jerez, Paul di Resta, a vlein e DTM, ha J.R. Hildebrand. Di Resta a ziskouez dezhañ buanoc'h awalc'h, neuze eo bet dibabet ar blenier skos evel blenier test e-pad ar mare 2010. Redek a ra ar skipailh gant ur c'hastell-karr nevez, ar VJM3.

Vitantonio Liuzzi a verk poentoù evit ar Priz Bras kentañ e Bahrein pa c'hoarvez ur gwallzarvoud da Adrian Sutil, titret 10vet, gant Robert Kubica, echuiñ a ra 12vet memestra. Evit an eil Briz Pras e titr Sutil e-barzh an top 10 pa titr Liuzzi 13vet, a echu ar redadeg 7vet, pa zilezel Sutil. Gwelloc'h eo ar Malaysia evit Sutil a echu 5vet, o verkañ 10 poent. Liuzzi a zilezel ar redadeg. Goude-se ez eus ur bern redadegoù e-kreiz ar bolotennad, er-maez an darvoudoù meur, met gant poentoù e Bro-Spagn. Ur redadeg vat a oa Monaco, gant an daou garr e-barzh ar poentoù d'ar wech kentañ, o virout anezho eus ar gwallzarvoudoù, en ur echuiñ 8vet ha 9vet. Tremen a ra mat ar redadeg evit Sutil e Turkia o verkañ 2 boent pa echu Liuzzi 13vet. Echuiñ a ra c'hoazh an daou garr e-barzh ar poentoù e Kanada gant Vitantonio Liuzzi 9vet ha Adrian Sutil 10vet. Echuiñ a ra ar skipailh 7vet ar c'hevezadeg gant 69 poent pa ya kuit un nebeud tud a-bouez evit Force India, ar rener teknikel James Key da skouer.

2011 : galloudegezh o sevel

Force India 
Di Resta e Kanada

Ar blenier esae skos Paul di Resta zo bet dibabet evit erlec'hiañ Vitantonio Liuzzi d'ar 26 a viz Genver 2011 evit bezañ e-kostez Adrian Sutil. Krouet gant ar rener teknikel nevez Andrew Green oc'h implijañ danvez McLaren Applied Technologies eo bet diskouezet karr nevez Force India, ar VJM4 a redo e 2011.

Un disoc'h mat a ra Force India gant e zaou vlenier, e Priz Bras Aostralia, 9vet ha 10vet goude diberzh ar Sauber gant abegoù teknikel. Ober a ra ar blenier skos ur c'hrog mat gant e vloavezh a-raok rankout dilezel e Turkia. Dont a ra Sutil da vezañ gwelloc'h goude-se, ispisial e Monaco e-lec'h eo echu 7vet. E-barzh ar poentoù a oa di Resta e Breizh-Veur pa en deus c'hoarvezet dezhañ ur gwallzarvoud gant Sebastien Buemi. En Alamagn a echu Sutil 6vet dirak kirri Mercedes. Ober a ra di Resta disoc'hoù mat en Hungaria, 7vet, en Italia, 8vet hag an hini gwellañ e Singapour, 6vet pa en deus graet Sutil 7vet e Belgia hag 8vet e Singapour. Ur poent a verk ar blenier skos e Korea ha Adrian Sutil a verk 2 boent en India. Er redadeg ziwezhañ e Brazil a echu Sutil 6vet pa echu di Resta 8vet, o sikour ar skipailh echuiñ 6vet ar c'hevezadeg, 4 foent a-dreñv Lotus Renault.

2012 : Palioù nevez

Cheñch a ra Force India unan eus e vlenierien, Adrian Sutil, erlec'hiet gant Nico Hülkenberg evit 2012 pa gendalc'h Paul di Resta gantañ. Dibabet eo bet Jules Bianchi evit bezañ an trede blenier diwezhatoc'h. Ar c'harr 2012 a zo ar VJM05.

Roll loreidi

Disoc'hoù e kevezadeg bed ar Formulenn 1

Bloavezh Kastell-karr Keflusker Bandennoù-rod Blenierien Niver a Brizioù Bras Plasennoù pol Trec'hioù Poentoù Renkadur
2008 VJM01 Ferrari V8 Bridgestone Force India  Giancarlo Fisichella
Force India  Adrian Sutil
18 0 0 0 10vet
2009 VJM02 Mercedes V8 Bridgestone Force India  Giancarlo Fisichella
Force India  Adrian Sutil
Force India  Vitantonio Liuzzi
17 1 0 13 9vet
2010 VJM03 Mercedes V8 Bridgestone Force India  Adrian Sutil
Force India  Vitantonio Liuzzi
19 0 0 68 7vet
2011 VJM04 Mercedes V8 Pirelli Force India  Adrian Sutil
Force India  Paul di Resta
19 0 0 69 6vet
2012 VJM05 Mercedes V8 Pirelli Force India  Paul di Resta
Force India  Nico Hülkenberg
1 0 0 1 7vet

Roll loreidi ar vlenierien

Blenierien Prizioù bras Trec'hioù Podiumoù Poentoù Troioù gwellañ Troioù er penn Renkadur
gwellañ
Force India  Adrian Sutil 73 0 0 94 1 0 4vet
Force India  Giancarlo Fisichella 30 0 1 8 0 4 2
Force India  Vitantonio Liuzzi 24 0 0 21 0 0 6vet
Force India  Paul di Resta 20 0 0 28 0 0 6vet
Force India  Nico Hülkenberg 1 0 0 0 0 0 -

Notennoù ha daveoù

Da welout


Force India 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Liammoù diavaez

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 e 2023
Red Bull Ferrari Mercedes Alpine McLaren Alfa Romeo Aston Martin Haas AlphaTauri Williams
33 Verstappen
11 Pérez
55 Sainz
16 Leclerc
44 Hamilton
63 Russell
10 Gasly
31 Ocon
4 Norris
81 Piastri
77 Bottas
24 Zhou
14 Alonso
18 Stroll
27 Hülkenberg
20 Magnussen
22 Tsunoda
21 de Vries
23 Albon
2 Sargeant
Force India  Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1

Tags:

Force India Istor ar skipailhForce India Roll loreidiForce India Notennoù ha daveoùForce India Da weloutForce India Liammoù diavaezForce India2008Adrian SutilBro-SaozFormulenn 1IndiaJordan Grand PrixKevezadeg bed ar Formulenn 1 2013Paul di Resta

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Lineg ruzFührerbunkerBukkakeToullgorferezhLos Angeles (Kalifornia)Kleopatra VIIRevrfouzherezhBaltimoreSivetArtePreñvMerdeerAloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022SinaiKensonenn kevig a-gostez dre dostaatDe Bello GallicoIwerzhonegJohn Ronald Reuel TolkienReinhard HeydrichRuzenn gostez staon divouezhOadvezh an aremGRamayana8Brazil1547Kib vell-droad ar bed 1986Kensonenn staon a-gostez dre dostaatKurdistan IrakꙖ (lizherenn)Gwennili-siminalHaitiKoad FelgerWikiBloazMenez Mikael ar MorMell-droadGuamFriedrich Wilhelm Prinz von PreußenAljerJehan LagadeucSul (deiz)DMarcus Tullius CiceroSkylla (euzhvil)1447Grell voutinKensonenn huged dre strakalKensonenn gweuz-dent dre dostaatRomántica MilongueraXIXvet kantvedGiulia BeneniDeilPoliegTarzanGouezeledPlanedennArdamezeg familhoù BreizhSyracusiaAR-152005AnjevDu2Pater nosterKlorISO1963Impalaeriezh santel roman germanRomantelezh6🡆 More