Rouantelezh-Unanet Charlez Iii

Charles, Roue ar Rouantelezh-Unanet (Charles Philip Arthur George, ganet d'ar 14 a viz Du 1948 e palez Buckingham, Londrez) a zo roue ar Rouantelezh-Unanet ha 14 rouantelezh all eus ar C'hommonwealth.

Rouantelezh-Unanet Charlez Iii
Charlez III (Rouantelezh-Unanet)
Charlez III, pa oa Priñs Kembre e 2021
Roue ar Rouantelezh-Unanet
Ren 8 a viz Gwengolo 2022
A-raok Elesbed II
Buhez
Ganet Charles Arthur George
14 a viz Du 1948 (73 vloaz)
Buckingham Palace, Londrez, Rouantelezh-Unanet

Tiegezh Windsor
Tad Priñs Philip, Dug Dinedin
Mamm Elesbed II
Priedoù Diana Spencer
(1981, torret e 1996, marvet e 1997)
Camilla Parker Bowles
(2005)
Diskennidi William, Priñs Kembre
Harry, Dug Sussex
Relijion Iliz anglikan

Eñ eo mab henañ Elesbed II ha Philip, Dug Dinedin. Priñs hêr Breizh-Veur ha priñs Kembre e oa etre 1958 ha 2022, an hini en doa douget an titl ar pellañ ha koshañ roue ar Rouantelezh-Unanet, da 73 vloaz, pa'z eas da roue d'an 8 a viz Gwengolo 2022 goude marv e vamm.

Ganet e oa da vare e dad-kozh ar roue Jorj VI, a varvas pa oa tri bloaz. Mamm Charlez az eas da rouanez hag eñ az eas da pennhêr ar rouantelezh adalek ar mare-se. Krouet e voe Priñs Kembre e 1958 ha kadoret e 1969 e Kembre, en ul lid a voe skignet dre ar skinwel hag e-lec'h ma tistagas lodennoù eus e brezegenn e kembraeg. E skol e oa bet e Cheam ga Gordonstoun, e-lec'h ma oa bet e dad, a-raok ober ur bloaz e Geelong Grammar School en Aostralia. Goude e studiadennoù e Skol-Veur Cambridge e voe soudard en Aerlu hag er Morlu etre 1971 ha 1976.

Dimezet e oa bet gant Diana Spencer e 1981 ha daou vab o devoe, William hag Harry. Dispartiañ a reas ar c'houblad e 1992 ha torret e voe o dimeziñ e 1996 goude ma oant aet pep hini eus e du war-zu darempredoù maez-dimeziñ. Mervel a reas Diana e 1997 en ur gwallzarvoud oto. Dimeziñ a reas Charlez gant Camilla Parker Bowles, e garantez abaoe pell, e 2005.

Evel Priñs Kembre e kemeras Charlez perzh e darvoudoù ofisiel en anv Elesbed II. Krouiñ a reas e 1976 un aozadur karitez evit ar yaouankiz, The Prince's Trust hag e penn 400 aozadur karitez e oa bet en holl. Breutaet en doa evit ma vije miret savadurioù istorel ha diwar-benn pouezusted an tisavouriezh e sevenadurioù. Gant e soñjoù war an tisavouriezh en doa krouet kêrig arnodel Poundbury. Ken-skrivagner e oa bet evit ouzhpenn 20 levr. Emskiant en doa diskouezet diwar-benn an endro, hag harpet en doa al labour-douar biologel kenkoulz ha kaozeet diwar-benn tommadur an hin pa oa e penn domani dugelezh Kernev-Veur. Kavet e voe abeg avat en e souten evit medisinerezhioù alternativel evel an homeopatiezh tra m'emañ unan eus e aozadurioù karitez dindan enklask ar polis evit bezañ bet eskemmet enorioù ouzh arc'hant.

Bugaleaj, familh ha deskadurezh

Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Badeziant Charlez e 1948 (eus an tu kleiz betek an tu dehoù) :e dad-kozh ar roue Jorj VI, e vamm ar Briñsez Elizabeth, Charlez ganti, e dad Philip hag e vamm-gozh, Rouanez Elizabeth.

Ganet e voe Charlez da 21:14 (Amzer Greenwich) d'ar 14 a viz Du 1948, pa oa e dad-kozh eus perzh e vamm, Jorj VI o ren. Kentañ bugel Priñsez Elizabeth, Dugez Dinedin (Elesbed II diwezhatoc'h) ha Philip, Dug Dinedin. Tri bugel all a voe ganet er familh, Anne (ganet e 1950), Andrew (ganet e 1960) hag Edward (ganet e 1964). Badezet e voe d'ar 15 a viz Kerzu 1948, da bevar sizhun, er Sal Muzik e Buckingham Palace gant Arc'heskop Canterbury, Geoffrey Fisher.

E miz C'hwevrer 1952 ez eas Charlez da hêr tostañ pa oa marvet e dad-kozh, ar roue Jorj VI ha pa aet e vamm da Rouanez Elesbed II. Hervez ur garta gent Edouarzh III sinet e 1337, dre ma oa mab henañ ar monark, e kemeras end-eeun titloù ar Dug Kernev-Veur, hag evit lodenn skosat e ditloù, e kemeras an titloù da heul : Dug Rothesay, Earl Carrick, Baron Renfrew, Aotrou an Inizi ha Priñs ha Melestrour Uhel Bro-Skos. D'an 2 a viz Even 1952 ez eas Charlez da welet kurunennadur e vamm en Abati Westminster.

Da bemp bloaz e voe tutaet ur gouarnez, Catherine Peebles, d'ober war-dro e zeskadurezh e Buckingham Palace. D'ar 7 a viz Du 1956 e komañsas Charlez da vont d'ar skol e Hill House School e kornôg Londrez. An hêr tostañ kentañ a voe ne oa ket bet skoliataet gant kelennerien prevez. Ne voe ket tretet gwelloc'h eget ar skolidi all gant ar rener, Stuart Townend, a alias ar Rouanez da lakaat anv Charlez er mell-droad kar ne veze james ar baotred re zoujus ouzh den ebet war an dachenn. Charlez az eas da ziv skol bet darempreded gant e dad da c'houde, Cheam Preparatory School e Bro-Saoz adalek 1958 ha da c'houde da c'hGordonstoun e Bro-Skos adalek miz Ebrel 1962.

E skrid-buhez Charlez, bet embannet gant e aotre e 1994, e taolennas ar skrivagner Jonathan Dimbleby un Elesbed II hag ur Philip a chome pell, ez-fizikel hag ez-frommoù, eus o bugale, o tamall dreist-holl ouzh Philip e zispriz ouzh personelezh tener Charlez kenkoulz ha bezañ rediet anezhañ da vezañ skoliataet e Gordonstoun e-lec'h ma voe harellet. Embannet e voe en doa taolennet Charlez e skol, brudet evit he c'hentelioù taer, evel "[Kastell] Colditz gant kiltoù", met meuliñ a reas ar skol e prezegennoù publik diwezatoc'h, o kontañ en doa desket "kalzig diwar va fenn hag ar pezh a c'hellen ober hag ar pezh ne c'hellen ket. Desket 'meus degemer an daeoù ha kemer intrudu." En un atersadenn e 1975 e embannas e oa "laouen" da vezañ bet er skol-se hag ez ae "re bell an dud" gant "taerded al lec'h." Daou brantad e tremenas e 1966 e kampus Timberton e Geelong Grammar School en Aostralia. Taolennet e voe gant Charlez evel lodenn blijusañ e zeskadurezh. Pa zistroas da c'hGordonstoun e reas evel e dad o vont da brefed a-raok kuitaat ar skol gant c'hwec'h O-level ha daou A-level e Galleg hag en Istor e 1967. Diwar-benn e zeskadurezh kentañ e lavaras Charlez : "Ne blije ket ar skol din kement hag em bije gellet ober, met an dra-se zo peogwir e vezan an eürusañ er gêr e-keñver n'eus forzh pe lec'h all."

Un eil hengoun a dorras pa'z eas diouzhtu war-zu ar skol-veur goude e A-level e-lec'h mont gant Armeoù Breizh-Veur. Degemeret e voe e Trinity College, Cambridge e miz Here 1967, e-lec'h ma studias arkeologiezh hag antropologiezh e-pad lodenn gentañ an tripos a-raok cheñch evit an istor evit an eil lodenn. E-kerzh e eil bloaz ez eas da studial kembraeg hag istor Kembre e Skol-veur Aberystwyth e-pad ur prantad. Diplomet e voe eus Skol-Veur Cambridge gant ur Bachelor in Arts d'an 23 a viz Even 1970, an hêr tostañ brezihveuriat kentañ o tapout diplomoù skol-veur neuze. D'an 2 a viz Eost 1975 e voe deroet ur Master of Arts dezhañ gant Cambridge, ar pezh a zo ur renk akademik ha n'eo ket un diplom.

Priñs Kembre

Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Charlez, Priñs Kembre, gant Richard Nixon, Prezidant ar Stadoù-Unanet e 1970

Yn wir, rwy'n bwriadu cysylltu fy hun o ddifrif mewn gair a gweithred a chymaint o fywyd y Dywysogaeth - a'r fath Dywysogaeth ydy hi! - ag a fydd yn bosibl.
Va intent eo, da vat, d'en em lakaat a-gevred gant ar gerioù hag an oberoù gant ar muiañ eus buhez ar Priñselezh-se - ha pebezh Priñselezh !

— Patrom:If empty, Patrom:If empty, Patrom:If empty


Krouet e voe Charlez Priñs Kembre (Tywysog Cumry) hag Earl Chester d'ar 26 a viz Gouere 1958, goude ma ne voe ket kadoriet a-raok ar 1 a viz Gouere 1969 pa voe kurunennet gant e vamm e-kerzh ul lid e Kastell Caernarfon. Kemer a reas e blas e Ti al Lorded e 1970, oc'h ober e brezegenn gentañ e miz Even 1974, pa voe ezel kentañ o prezegenniñ eno abaoe ar Priñs Edouarzh e 1884. Komañs a reas Charlez da enoriñ muioc'h a zarvoudoù publik, o krouiñ The Prince's Trust e 1976 da skouer, hag o veajiñ d'ar Stadoù-Unanet e 1981. E-kreiz ar bloavezhioù 1970 e voe intereset Charlez da vont da c'houarnour-hollek Aostralia, diwar goulenn Ministr kentañ ar vro Malcolm Fraser, met dre ma ne seblante ket bezañ an Aostralianed entanet gant an dra-se ne'z eas ket gwall belloc'h. Charlez a zisklerias : "Neuze, petra oc'h sañset soñjal p'en em brebarit d'ober un dra bennak da sikour hag e lavarer deoc'h ne'z eus ket ezhomm eus ouzhoc'h ?"

Deskadurezh ha red-vicher en arme

Er Royal Air Force e servijas Charlez ha da c'houde er Royal Navy, da heul e dad, tad-kozh ha daou eus e dadoù-kuñv. Goulenn a reas e-pad e eil bloavezh e Cambridge bezañ gourdonet evit mont d'ar RAF, o teskiñ nijal an aerlestr Chipmunk gant bagad-aer Skol-Veur Cambridge. Deskiñ a reas nijal gant aerlistri-jet e 1971. Goude dibunadeg al loreidi e miz Gwengolo ez eas war-zu ar Morlu da heuliañ ur stummadur c'hwec'h sizhun e Royal Naval College Dartmouth. Amzer a reas war al lestr-distrujer HMS Norfolk (1971-1972), ar fourgadennoù HMS Minerva (1972-1973) hag HMS Jupiter (1974). E 1974 e voe titlet evel levier viñsaskelloù en RNAS Yeovilton a-raok mont gant an 845vet Bagad Mor-Aer, oberiant gant an HMS Hermes. Paouez a reas da nijal goude ur gwallzarvoud gant ur BA 146 en Islay e 1994, ur gwallzarvoud c'hoarvezet abalamour da wallegezh ar skipailh hervez ur c'huzul-enklask.

D'an 9 a viz C'hwevrer 1976 e voe Charlez komandant ar chaseer-minoù-aod HMS Bronington e-pad e zek miz diwezhañ a servij oberiant er Morlu.

Darempredoù ha euredoù

Buhez dizimez

Pa oa yaouank e voe liammet Charlez ouzh un nebeud merc'hed. Reiñ a reas e eontr-kozh, Lord Mountbatten alioù dezhañ :

    En un degouezh evel hoc'h hini, an nen a rankje hadañ e gerc'h gouez ha kaout kement a zarempredoù hag a c'hell a-raok en em staliañ, met evel gwreg e rankje choaz ur plac'h a-zoare, koant ha dous he spered a-raok m'he dije kejet ouzh unan all he dije graet choaz outañ... Direnkus eo evit ar merc'hed m'o devez skiant-prenet ma rankont chom war ur mas ur wezh dimezet hag euredet.

Mignonezed Charlez a voe Giorgiana Russel, merc'h kannad Breizh-Veur da Spagn Sir John Russel, Lady Jane Wellesley, merc'h 8vet Dug Wellington, Davina Sheffield,, Lady Sarah Spencer, ha Camilla Shand a voe e eil pried da c'houde.

Abred e 1974 e eskemmas Lord Mountbatten lizhiri gant Charlez diwar-benn un eured gant Amanda Knatchbull, unan eus e verc'hed-bihan, met dre ma oa re yaouank d'ar mare-se hag abalamour da zrouglazhañ Mountbatten hag izili all eus he familh, ar pezh a bellaas ar plac'h yaouank eus ar familh real, ne'z eas ket pelloc'h an traoù.

Euredoù

Eured gant Lady Diana Spencer
Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Charlez ha Diana en Aostralia e 1983

Ober a reas Charlez anaoudegezh gant Lady Diana Spencer e 1977 pa oa en he zi en Althorp. Mignon e oa d'he c'hoar Sarah. Ne soñjas ket enni evel un danvez-gwreg a-raok 1980 avat. En em gavet a rejont adarre e ti mignoned boutin pa lavaras-hi e seblante dezhi kaout ezhomm da gaout unan bennak d'ober war e dro p'he doa gwelet anezhañ e-unan e-pad obidoù Lord Mountbatten. Hervez skridbuhezour Charlez, Jonathan Dimbleby, e komañsas neuze da soñjal enni evel ur pried, hep re a sañtimantoù avat, hag e voe pedet da vont gantañ da Gastell Balmoral ha da Sandringham House. Kontet e voe gant kenderv Charlez, Norton Knatchbull, hag e wreg penaos e seblante Diana bezañ bamet dirak Charlez tra ma ne seblante ket hennezh kaout sañtimantoù eviti. Sachañ a reas an danvez-koublad evezh ar c'hazetennoù hag ar paparazzi. Priñs Philip a lavaras da Charlez neuze e vije torret brud ar plac'h yaouank ma ne gemerje ket hennezh un diviz buan a-walc'h, hag o soñjal e oa un danvez-pried a-feson, diouzh alioù Lord Mountbatten, e komprenas Charlez e felle d'e dad ez aje da c'houlenn ganti dimeziñ dizale.

Ober a reas e ginnig e miz C'hwevrer 1981 hag asantiñ a reas Diana. Dimezet hag euredet e voent en Iliz-Veur Sant Paol d'an 29 a viz Gouere 1981. Pa zimezas e tigreskas Charlez e dailhoù a-youl vat a baee evit gounidoù Dugelezh Kernev-Veur eus 50% da 25%. Bevañ a reas ar c'houblad e Palez Kensington hag e Highgrove House, nepell eus Tetbury, ha daou vugel a voe ganet : Priñsed William (g. e 1982) hag Harry (g. 1984). Charlez a voe ezel kentañ eus paotred ar familh real a oa gant e wreg pa oa ganet o mibien.

Dindan pemp bloaz e erruas trubuilh er c'houblad dre ma oa pell personelezh an eil diouzh egile ha dre an diferañs a oad (13 vloaz). A-raok miz Du 1986 en doa adkemeret Charlez e istor gant Camilla Parker Bowles (ganet Shand). Eus he zu e seblant Diana bezañ bet istorioù gant paotred eus hec'h en-dro adalek ar bloaz-se. Ar boan a ziskoueze Charlez ha Diana pa vezent asambles a lakaas ar gazetennerien da lesenvel anezho The Glums, diwar ur sketch kozh. Embann a reas Diana istor Charlez gant Camilla en ul levr anvet Diana, Her True Story skrivet gant Andrew Morton, tra ma voe embannet añrejistramantoù a ziskoueze he doa bet darempredoù er-maez eus hec'h eured ivez. Ur gaozeadenn eus 1989, leun a basion, etre Charlez ha Camilla a voe embannet gant ar c'hazetennoù e 1992.

Disparti ha torr-dimeziñ

E miz Kerzu 1992 e voe embannet dirak ar Parlamant gant ar Ministr Pennañ John Major e oa dispartiet ar c'houblad diouzh lezenn. Charlez a glaskas bezañ komprenet gant an dud : respont a reas d'un atersadenn evit ar film Charles: The Private Man, the Public Role gant Jonathan Dimbleby a voe skignet d'an 29 a viz Even 1994. Anzaviñ a reas e zarempred gant Camilla, oc'h embann groñs n'o doa adkroget d'en em welet nemet adalek 1986, pa oa torret e zarempred gant Diana "da vat." Heuliet e voe gant Diana a anzavas an trubuilhoù er c'houblad en un atersadenn en abadenn BBC Panorama d'an 20 a viz Du 1995. Ober a reas anv eus darempred Charlez ha Camilla, o lavaret "Ma, tri ac'hanomp a oa en eured-se, neuze e oa un tamm re a dud." Douetañs a ziskouezas en atersadenn-se diwar-benn hag-eñ e oa gouest Charlez da vezañ roue.

Torret e voe dimeziñ Charlez ha Diana d'an 28 a viz Eost 1996, pa vo aliet d'ar c'houblad gant ar Rouanez echuiñ an eured e miz Kerzu 1995. Lazhet e voe Diana en ur gwallzarvoud-hent e Pariz d'ar 31 a viz Eost 1997 ha Charlez az eas gant c'hoarezed Diana da gas he c'horf da Vreizh-Veur en-dro.

Eured gant Camilla Parker Bowles
Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Charlez, Priñs Kembre d'ar mare-se, ha Camilla, Dugez Kernev-Veur e 2019

Kendelc'her a reas Charlez da zaremprediñ Camilla ha d'an 10 a viz C'hwevrer 2005 e voe embannet o dimeziñ. Charlez en doa profet dezhi ur walenn-zimeziñ a oa bet hini e vamm-gozh. Enrollet e voe asant ar Rouanez (hollret abaoe Akta 1772 war an eured real) evit an eured en ur C'huzul Prevez d'an 2 a viz Meurzh. Kevrenn ar Justis e Kanada a embannas ne oa ket goulennet gant Kuzul Prevez ar Rouanez e Kanada da reiñ e soñj kar ne vije bugel ebet diwar an eured-se ha ne vije cheñchamant ebet e-keñver Kurunenn Kanada.

Choaz a reas ar c'houblad kaout un eured sivil kentoc'h eget un eured-iliz. Dielloù eus ar gouarnamant skrivet e bloavezhioù 1950 ha 1960 a voe embannet gant ar BBC kar diskouez a rajent e vije un eured a-seurt-se er-maez diouzh al lezenn, met mouezh-aotreet Charlez a nac'has e vije un efed, tra ma embannas ar gouarnamant ne dalveze ket al lezennoù-se ken.

Raktreset e oa an eured gant ul lid sivil e Kastell Windsor, a-raok ur bennozh relijiel e Chapel St George, met cheñchet e oa bet lec'h d'ur sal publik e Windsor kar aozañ an eured er c'hastell a dalvezje e vije digor d'an holl a garje dimeziñ eno. Daleet e voe pevar devezh a-raok an deiziad raktreset, an 8 a viz Ebrel, evit leuskel Charlez da vont da obidoù Yan-Baol II e Roma.

Ne voe ket tud Charlez d'al lid sivil, marteze abalamour da roll ar Rouanez evel Dreistgouarnour Iliz Bro-Saoz. Mont a reas ar Rouanez ha dug Dinedin d'ar bennozh relijiel avat ha delc'her a rejont ur fest e Kastell Windsor. Ar bennozh, kaset gant arc'heskob Canterbury Rowan Williams, a voe skignet gant ar skinwel.

Endalc'hioù ofisiel

E 2008 e voe taolennet Charlez evel "ezel ar familh real a laboure ar muiañ" gant The Daily Telegraph. Mont a reas da 560 darvoud e 2008, 499 e 2010, hag ouzhpenn 600 e 2011.

Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Priñs Kembre e digoradur ar Senedd e 2006.

Pa voe Priñs Kembre e voe endalc'het Charlez da zarvoudoù ofisiel en anv ar Rouanez. Endalc'het e voe evit kadoriadurioù hag obidoù ofisiel. Alies ez ae Charlez da Gembre, da nebeutañ evit ur sizhuniad darvoudoù ofisiel bep hañv, evel digoradur ar Senedd, e-lec'h ma veze kustum da lavaret boemoù kembraek. E 2000 e voe adlañset gant Charlez ar c'hiz evit ur Priñs Kembre da gaout un telennour ofisiel, da galonekaat an arz-se, hini benveg-sonerezh ar vro. D'ar 7 a viz Meurzh 2019 e voe dalc'het gant ar Rouanez ul lid e Buckingham Palace e koun 50 vloaz kadoridigezh Charlez evel Priñs Kembre. Pedet e voe dukez Kernev-Veur, duk ha dukez Cambridge, ar vinistrez bennañ Theresa May ha kentañ ministr Kembre Mark Drakeford.

Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Prezegenn Charlez e Bridgetown pa oa aet Barbaos da republik

E 1970 ez eas Charlez da vBermuda da lidañ 350vet bloaz Parlamant ar vro. En e brezegenn dirak ar Vodadeg, en ur soñjal e-barzh oberoù ar roue Charlez I, e lavaras : "O telc'her soñj ez on ar Charlez kentañ en deus tra da welet gant ur Parlamant abaoe 350 vloaz em bije gellet treiñ da fall ha divodañ ac'hanoc'h." Mont a reas Charlez en anv ar Rouanez da lidoù dizalc'hidigezh Fidji e 1970, e Bahamas e 1973, e Zimbabwe e 1980 hag e Brunei e 1984. E 1995 e voe Charlez ezel kentañ ar familh real o weladenniñ Republik Iwerzhon evit darvoudoù ofisiel. Mont a reas da Hong Kong en anv ar Rouanez e 1997 evit lid an distro da Sina e-lec'h ma lennas ur gemennadenn skrivet ganti a lavare : "Breizh-veur zo perzh eus istor Hong Kong hag Hong Kong zo perzh eus istor Breizh-Veur. Pep hini zo perzh eus amzer da zont an eil hag egile." E miz Du 2021 e voe Charlez el lidoù tremen Barbados eus ur vonarkiezh d'ur republik, a skrape statud ar Rouanez evel penn-Stad. Pedet e oa bet gant ar vinistrerez bennañ Mia Mottley evel penn da zont ar C'hommonwealth, hag ar wezh kentañ a voe unan eus ar familh real e lidoù tremen unan eus o rouantelezhioù d'ur republik.

Charlez hag e bried Camilla a reas o gweladenn gentañ asambles e Republik Iwerzhon e 2015, en ur veaj a voe taolennet evel ur bazenn bouezus war hent ar peoc'h hag ar pardoniñ gant Kannati Breizh-Veur er vro. E Galliv, e-pad e veaj, e stardas Charlez dorn Gerry Adams, e penn ar strollad Sinn Féin, hag a oa bet ezel eus an IRA, ur strollad a oa kiriek eus marv tud eus ar familh real. Darvoud Galliv a voe taolennet gant ar c'hazetennoù evel unan "istorel" hag ur "prantad a-bouez evit an darempredoù etre ar Saozon hag an Iwerzhoniz." A-raok ar weladenn e voe harzet daou zisivouder republikan a voe tammallet dezho bezañ raktreset ur gwalldaol gant ur vombezenn. Da Guba ez eas Charlez asambles gant Camilla e miz Meurzh 2019 diwar goulenn gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet, evit un droiad ofisiel a voe an hini kentañ gant un ezel eus ar familh real er vro-se. Gwelet e voe evel ur striv da tostaat an div vro.

Dre ma oa perzh eus Armeoù Kanada e veze kelaouet diwar-benn oberoù ar soudarded, ar pezh a leuskas anezhañ da weladenniñ anezho e Kanada peotramant en tu all d'ar mor, pe da gemer perzh e lidoù zo. E 2001 e tegasas ur gurunenn-blant savet diwar plant a gaver war talbennoù ar Brezel Bed Kentañ da lakaat war bez Soudard dianav Kanada ha mont a reas da batron Mirdi Kanada an Aerlistri Brezel e 1981. E 2010 ez eas Charlez en anv ar Rouanez da lid-digeriñ C'hoarioù ar C'hommonwealth e Delhi, India. Mont a reas da zarvoudoù ofisiel er Rouantelezh-Unanet aozet evit broioù ar C'hommonwealth, evel al lid relijiel en Abati Westminster e 2011 e koun krenn-douar Christchurch e Zeland Nevez, da skouer. E miz Du 2013 ez eas evit ar wezh kentañ en anv ar Rouanez da emvod pennoù ar C'hommonwealth e Colombo, Sri Lanka. E 2018 e tivizas pennoù-Stad ar C'hommonwealth lakaat Charlez da vezañ e penn an aozadur da c'houde Elesbed II. Penn ar C'hommonwealth zo choazet, ne zeu ket diwar hêrezh.

Ne voe ket diarvar ar vuhez-se avat. E 1983 e tec'has Christopher John Lewis, an den en doa klasket drouglazhañ ar Rouanez e 1981, kuit eus e bredospital evit ober kement all gant Charlez pa oa e Zeland-Nevez gant Diana hag o mab William. Pa oa Charlez en Aostralia e miz Genver 1994 e voe tennet div wezh outañ gant David Kang a glaske sevel a-enep an doare ma veze tretet klaskerien bod eus a Gambodja, a oa dalc'het e kampoù. Skañvoc'h e voe an dañjer e Latvia e 2001 pa voe skoet gant bleunioù ruz gant ar grennardez Alina Lebedva.

Ne voe ket didrubuilh tout e zarvoudoù ofisiel kennebeut. Pa oa en obidoù ar pab Yann-Baol II e 2005 e oa bet savet reuz p'en doa stardet dorn Robert Mugabe, prezidant Zimbabwe, a oa azezet en e gichen. Ranket en doa burev Charlez embann ur gemennadenn a lavare n'en doa ket gallet ober mod all dre ma oa Mugabe ken tost outañ, hag o klask degas soñj en-dro e oa nec'het bras Charlez gant renad Zimbabwe d'ar mare-se, o sikour kevredigezhioù a laboure a-enep Mugabe hag en doa kejet gant enebourien ar renad, evel Pius Ncube.

Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Gant ar Rouanez ha Camilla, pried roue e 2013

Arc'hant en doa roet Charlez a-hed e vuhez evit sikour tud touchet gant meur a zarvoud. E 2013 e roas ur sammad ne voe ket disklêriet d'an aozadurioù breizhveuriat a sikoure an dud tapet gant ar brezel, sivil e Siria. Ar gazetenn The Guardian a embannas en doa divizet reiñ e leve d'un aozadur a sikoure an dud deuet kozh. E 2014 e aozas kasadenn pemp milion muzuliad brec'hiad ruzell ha rubeol d'ar Filipinez pa oa ar c'hleñvedoù-se o redek e Gevred Azia. Hervez Clarence House e oa bet fromet Charlez gant tremen an tifon Yolanda e 2013 a oa bet kaoz d'ar red-se. International Health Partners, un aozadur a oa bet roet arc'hant dezhañ gantañ abaoe 2004, a oa bet e karg da gas ar brec'hiadoù-se, a greder o doa gwarezet tro-dro da 5 milion a vugale dindan 5 bloaz diouzh ar ruzell. E miz Genver 2020 e voe Charlez patron breizhveuriat kentañ International Rescue Committee, un aozadur a sikour ar repuidi diblaset gant ar brezelioù, an heskinnerezh pe an darvoudoù naturel. E 2021, pa savas trumm sifroù an dud klañv gant ar C'hovid-19 en India, e embannas Charlez ur galv da gas kreizennerezhioù oksijen da ospitalioù India, anvet Oxygen for India dre ar British Asian Trust.

Lakaet diaes e voe Charlez pa voe klasket gant ar gazetenn The Guardian lakaat lizhiri bet kaset gantañ d'ar Ministrerezhioù breizhveuriat etre 2004 ha 2005 — lesanvet ar memoioù-kevnid du — dindan Akt Frankiz ar C'helaouiñ bet votet e 2000. E miz Meurzh 2015 e voe divizet gant Lez-Varn Uhel ar Rouantelezh-Unanet lakaat al lihziri-se da vezañ embannet. Embannet e voent gant servijoù ar Ministr pennañ d'an 13 a viz Mae 2015. A-benn ar fin e voe damantus a-walc'h selloù ar c'hazetennoù war Charlez, gant nebeut a vurutelladennoù. Taolennet e voe ar memo evel "dipitus" ha "dizañjer" hag e oa c'hoariet o embann "a-enep ar re a glaske gourdrouziñ anezhañ", tra ma chome ar publik a-du gant Charlez. Lakaet e voe war wel memestra en doa gwelet Charlez paperioù gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet o dije ranket chom koachet. E miz Here 2020 e voe embannet e-touez un dastumad dielloù diwar-benn enkadenn bonreizh Aostralia 1975 lizhiri bet skrivet gant Charlez d'ar gouarnour-hollek John Kerr goude ma oa bet skarzhet ar c'hentañ ministr Gough Whitlam. Diskouez a ra Charlez en e lizher harpañ diviz Kerr o skrivañ e oa "reizh ar pezh [en doa] graet warlene hag e oa un dra kalonek d'ober – hag ar brasañ eus an Aostralianed a seblant souten [e ziviz] pa voe kemeret", o lavaret ouzhpenn n'en doa ket da vezañ nec'het gant "manifestadegoù ha sotonioù" graet da c'houde.

Alies e weladennas Charlez Arabia Saoudit, beajoù a servije ivez da vrudañ armoù embregerezhioù evel BAE Systems. E 2013, 2014, hag e 2015 e kejas gant komanant gwarded roue Arabia Saoudit, Mutaib bin Abdullah. Kemer a reas perzh e 2014 en un dañs hengounel gant klezeioù asambles gant izili ar familh real saoudit evit gouel Janariyah e Riyadh tra ma voe enoret an embregerezh breizhveuriat BAE Systems gant ar Priñs Salman bin Abdulaziz. Klasket e voe faot gant Charlez gant an deputeez skosat Margaret Ferrier e 2016 e-keñver e berzh e gwerzh aerlistri-brezel Typhoon da Arabia Saoudit. Hervez skridbuhezourez Charlez, ha kazetennerez evit Time, Catherine Mayer, a lavar he doa savet ar goulenn gant meur a zen nes ouzh Charlez, ne "blij ket dezhañ bezañ implijet da werzhañ armoù" d'an Arabi saoudit pe da vroioù all ar rannvro. N'en doa diskouezet e nec'hamant dirak nebeut a dud nemetken avat.

Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Charlez o tistagañ prezegenn ar Rouanez evit e vamm e Mae 2022.

D'ar 25 a viz Meurzh 2020 e voe embannet e oa bet testet Charlez pozitivel d'ar C'hovid-19 e-kerzh ar bedreuziad. Mont a reas en distro gant e wreg, a voe testet negativel, e o zi e Birkhall. Embannet e voe gant Clarence House e tiskoueze azonoù krenn met yac'h e chome. Displegañ a rejont ne c'helled ket gouzout e pelec'h en doa tapet ar c'hleñved abalamour d'an niver uhel a endalc'hioù en doa enoret. Lakaet e voe ar biz gant un nebeud kazetennoù war ar fed ma oa bet testet buan ar c'houblad tra ma ne c'helled ket ober kement-all evit ar vedisined, ar glañviourien hag ar re glañv. D'an 30 a viz Meurzh 2020 e lavaras Clarence House e oa pareet Charlez eus ar c'hleñved ha ne chome ket en distro ken, goude bezañ kemeret ali e vedisin. Disklêriañ a reas daou zevezh diwezhatoc'h, en ur video, e kendalc'hje da lakaat ar pellaat sokial e pleustr. D'an 10 a viz C'hwevrer 2022 e voe embannet e oa bet testet Charlez pozitivel d'ar C'hovid-19 un eil gwezh, hag e chome en distro e-unan. E wreg a dapas ar c'hleñved da c'houde, heuliet gant ar Rouanez dek devezh war-lerc'h. Brec'hiet e oa bet ar c'houblad e miz C'hwevrer 2021.

E miz Mae 2022 ez eas Charlez da Zigoradur Stad ar Parlamant da lenn prezegenn ar Rouanez evit e vamm evel kuzulier-Stad, evit ar wezh kentañ. E miz Even e voe danevellet gant The Times e oa bet taolennet raktres gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet da skarzhañ tud kuit da Rwanda evel "spontus" hag e vije graet teñvalijenn war emvod pennoù gouarnamant ar C'hommonwealth e Rwanda e-lec'h ma oa sañset Charlez mont e plas ar Rouanez. Embannet e voe da c'houde e oa bet roet da Charlez da c'houzout en doa da chom hep ober evezhiadennoù war politikerezh ar gouarnamant, gant aon e savje un enkadenn bonreizh ma kendalc'hje da ziskouez e soñjoù ur wezh aet da roue.

Ren

Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Charlez III e-barzh ambrougadeg-kañv Elesbed II war-zu Westminster Hall d'ar 14 a viz Gwengolo 2022.

D'an 8 a viz Gwengolo 2022 ez eas Charlez da roue, da c'houde marv e vamm Elesbed II. An hêr en doa gortozet ar pellañ en istor monarkiezh Breizh-Veur an hini eo, dirak Edouarzh VII en doa tremenet d'an 10 a viz Ebrel 2011. Mont a reas da roue da 73 vloaz, an den koshañ o vont da roue abaoe Gwilhaom IV a oa aet da roue da 64 vloaz e 1830.

Goulennoù a oa bet savet a-raok ma'z eas da roue e-keñver an anv a gemerje. E 2005 e voe lavaret en dije choazet ren dindan an anv Jorj VIII en enor e dad-kozh Jorj VI, un doare da bellaat diouzh ar rouaned all anvet Charlez ivez. Met dislavaret e voe d'ar mare-se gant burev Charlez, oc'h embann ne oa bet kemeret diviz ebet. Pa oa marvet Elesbed II e voe embannet gant Clarence House e vije anvet ar roue nevez "Charlez III".

E brezegenn gentañ d'ar vro a zistagas Charlez d'an 9 a viz Gwengolo da 7 eur noz (amzer Breizh), o tougen kañv evit e vamm, o tegas soñj eus he oberoù, hag o lakaat e vab William da Briñs Kembre.

D'an 10 a viz Gwengolo e voe proklamet Charlez da roue da c'houde ul lid-publik hag un emvod gant Kuzul an Dont. Skignet e voe al lid gant ar skinwel evit ar wezh kentañ. Gwelet e voe ar Priñs William, ar rouanez Camilla, ar vinistrez bennañ Liz Truss, a zo izili eus ar C'huzul, ministrez gentañ Bro-Skos Nicola Sturgeon a resevas le ar roue da wareziñ iliz Bro-Skos, hag ar vinistred bennañ bet John Major, Tony Blair, Gordon Brown, David Cameron, Theresa May ha Boris Johnson.

Raktresoù a oa bet savet evit kurunennadur Charlez abaoe bloavezhioù, dindan an anv-kod Oberenn Orb Alaouret. Lavaret e voe a-raok ma'z eas da roue e vije simploc'h hag eeunoc'h kurunennadur Charlez eget hini e vamm e 1953, gant ul lid berroc'h, pas ken ker, hag a ziskouezje livioù ar feizoù ha kumuniezhioù Breizh-Veur modern. Evel da gustum e voe raktreset ul lid kaset gant Iliz Bro-Saoz gant le ar gurunennadur, roadenn an orb hag ar gadoriadur. Embannet e voe e vije dalc'het kurunennadur Charlez III ha Camilla d'ar 6 a viz Mae 2023 en Abati Westminster.

Diskennidi

Anv Ganedigezh Eured Bugale
Deiziad Pried
William, Priñs Kembre 21 a viz Even 1982 (40 vloaz) 29 a viz Ebrel 2011 Catherine Middleton Priñs George Kembre
Priñsez Charlotte Kembre
Priñs Louis Kembre
Harry, Dug Sussex 15 a viz Gwengolo 1984 (38 vloaz) 19 a viz Mae 2018 Meghan Markle Archie Mountbatten-Windsor
Lilibet Mountbatten-Windsor

Titloù, enorioù ha skoedoù

Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Monogram Charlez III, gant kurunenn Bro-Skos, krouet e miz Gwengolo 2022.

Titloù

  • 1948–1952 : His Royal Highness Prince Charles of Edinburgh (E Veurded Real Priñs Charles Dindedin)
  • 1952–2022 : His Royal Highness The Duke of Cornwall (E Veurded Real Dug Kernev-Veur)
    • e Bro-Skos: 1952–2022: His Royal Highness The Duke of Rothesay (E Veurded Real Dug Rothesay)
  • 1958–2022 : His Royal Highness The Prince of Wales (E Veurded Real Priñs Kembre)
  • 2022– bremañ : His Majesty The King (E Veurded ar Roue)

Pa gaozeer gant ar Roue e c'houlenn ar protokol da envel anezhañ Ho Meurded da gentañ, ha da c'houde Sir.

Enorioù ha renkoù en arme

Renkoù disheñvel en doa bet Charlez e broioù disheñvel abaoe ma voe anvet letanant-nih er Royal Air Force e 1972. Kentañ renk-enor a oa bet deroet da Charlez a voe Penn-kolonel e Rejimant Real Kembre e 1969 hag abaoe e voe staliet Penn-kolonel, Kolonel, Komodor Aer a Enor, Penn-komodor Aer, Bez-penn-kolonel, Kolonel Real a enor, Kolonel Real ha Komodor a Enor e 32 arme er C'hommonwealth. Penn-kolonel ar Parachute Regiment e oa.

Ezel eus seizh urzh eo Charlez, hag eizh enor eus ar C'hommonwealth en doa resevet ouzhpenn da 20 enor eus broioù estren ha nav diplom a enor e skolioù-meur eus ar Rouantelezh-Unanet, Zeland-Nevez hag Aostralia.

Skoedoù

Pa oa marvet e vamm ez eas Charlez da roue hag heritañ a reas skoed real ar Rouantelezh-Unanet ha skoed Kanada.

Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Skoed evel Priñs Kembre (1958–2022) Skoed real ar Rouantelezh-Unanet Skoed real ar Rouantelezh-Unanet da implijout e Bro-Skos

Bannieloù

Evel roue

Ar Banniel Real a vez implijet da aroueziañ ar Roue er Rouantelezh-Unanet ha tramor pa ra gweladennoù ofisiel. Ar skoed real e stumm ur banniel eo, implijet gant rouaned Breizh-Veur abaoe 1702.

Evel Priñs Kembre

Ar bannieloù implijet gant Charlez pa oa Priñs Kembre a cheñche diouzh al lec'h. E vanniel personel a oa Banniel Real ar Rouantelezh-Unanet, kemmet gant e skoed gant ul liketenn a dri foent arc'hant ha skoedig Priñselezh Kembre e kreiz. Implijet e vez er-maez eus Kembre, Bro-Skos, Kernev-Veur ha Kanada, ha dre ar Rouantelezh-Unanet a-bezh pa veze ar priñs e servij ofisiel evit arme ar vro.

Ar banniel personel implijet e Kembre a oa diazezet wat Bazhedenn Real Kembre (skoed istorel Rouantelezh Gwynedd), troc'het e pevar c'harrez, an hini kentañ hag ar pevare gant ul leon ruz en ur park alaouret, an eil hag an trede gant ul leon alaouret war ur park ruz. E-kreiz ez eus ur skoedig gwer gant kurunnenig Priñs Kembre.

E Bro-Skos e oa diazezet ar banniel personel implijet abaoe 1974 diwar tri zitl skosat kozh : Dug Rothesay (hêr Roue Bro-Skos), Melestrour Uhel Bro-Skos hag Aotroù an Inizi. Rannet eo ar banniel e pevar c'harrez evel skoed penn Klann Stewart a Appin]] : ar c'hentañ hag ar pevare a ziskouez ur park alaouret gant ur vandennad tablezennet glas ha arc'hant, an eil hag an trede a ziskouez ur galion du war ur park arc'hant. Disheñvelaet eo an armoù-se diouzh reoù Appin en ur lakaat ur skoedig gant leon rampant Bro-Skos ha tri fik azur da ziskouer an hêr.

E Kernev-Veur e oa skoed Duk Kernev-Veur: "Traezh 15 bezant Alamouret", ur park du neuze gant 15 pezh alaouret.

Notennoù


Daveoù

Da welet


Rouantelezh-Unanet Charlez Iii 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Liammoù diabarzh

Liammoù diavaez

Charlez III
Tiegezh Windsor
Ganet d'ar 14 a viz Du 1948
Titloù
A-raok :
Elesbed II
Roue ar Rouantelezh-Unanet,
Antigua ha Barbuda,
Aostralia,
Bahamas,
Belize,
Kanada,
Grenada,
Jamaika,
Zeland-Nevez,
Papoua Ginea-Nevez,
Saint Kitts ha Nevis,
Santez-Lusia,
Sant Visant hag an Inizi Granadinas,
Inizi Solomon,
Tuvalu

8 a viz Gwengolo 2002 – bremañ
War e anv
Hêr tostañ
Priñs Kembre
Titloù a enor
A-raok :
Elesbed II
E penn ar C'hommonwealth
8 a viz Gwengolo 2022 – bremañ
War e anv
Titloù real
A-raok :
Den ebet
Dalc'het gant
Edouarzh VIII
en diwezhañ
Priñs Kembre
26 a viz Gouere 1958 – 8 a viz Gwengolo 2022
Dug Kernev-Veur
Dug Rothesay
6 a viz C'hwevrer 1952 – 8 a viz Gwengolo 2022
Priñs William
Par ar Rouantelezh-Unanet
A-raok :
Priñs Philip
Dug Dinedin
9 a viz Ebrel 2021 – 8 a viz Gwengolo 2022
Kendeuzet gant ar Gurunenn

Tags:

Rouantelezh-Unanet Charlez Iii Bugaleaj, familh ha deskadurezhRouantelezh-Unanet Charlez Iii Priñs KembreRouantelezh-Unanet Charlez Iii DiskennidiRouantelezh-Unanet Charlez Iii Titloù, enorioù ha skoedoùRouantelezh-Unanet Charlez Iii NotennoùRouantelezh-Unanet Charlez Iii DaveoùRouantelezh-Unanet Charlez Iii Da weletRouantelezh-Unanet Charlez IiiCommonwealthElesbed IILondrezPalez BuckinghamRouantelezh-Unanet

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Riley EvansGlasSkramm strinkennoù liñvelRouantelezh-UnanetKeith HaringPerroz-GiregTaoiseachAtarrabiaBro Gwiniegi NaonedAmalie Sophie von WallmodenPornografiezhMarcosGalizegGwrezverk1977World Wide Web ConsortiumKib vell-droad ar bed 2006Ouzbekistan1990George IIIBrazilC'hoari ar misionerHong KongSandra BullockSvedenToullañ beg ar vronnPantaleoneKêriadenn1794KazakstanMao ZedongJohn Churchill, 1añ Dug MarlboroughDugelezh BreizhSant-PetersbourgSiriegRepublik IwerzhonEuropa (kevandir)Der ZauberlehrlingItaliaPrusiaSpagnDaouzek labour AsteriksAziaRoll Faraoned EgiptYuzev-ChirazegGwern-valouinDek Gourc'hemennThe Parting GlassSpongeBob SquarePantsYokegStrollad politikelYuzev-portugalegKevin CostnerSimon HarrisCynwidionVladimir PoutinKerzuKevezadeg bed ar Formulenn 1 2020MelGeorge R. R. MartinTurkiaAnimeBilhed-bankC++1509🡆 More