Brezel Viêt Nam

Brezel Viêt Nam, e vietnameg Chiến tranh Việt Nam, pe Eil brezel Indez-Sina, pe c'hoazh Brezel da dalañ ouzh Amerika (e vietnameg Kháng chiến chống Mỹ) a vez graet eus ar brezel a reas e reuz e-pad prantad ar Brezel Yen, e broioù Viêt Nam, Laos ha Kambodia, etre ar 1añ a viz Du 1955 ha kouezhadenn Saigon d'an 30 a viz Ebrel 1975.

Brezel a zo bet etre Republik Demokratel Viêt Nam, en norzh (harpet gant an URSS, Sina hag he c'hevredidi komunour) ha Republik Viêt Nam er su (harpet gant ar Stadoù-Unanet hag o c'hevredidi enepkomunour). Heuliañ a ra Kentañ brezel Indez-Sina (1946-1954) kollet gant ar C'hallaoued en Dien Bien Phu. Padout a reas hogos 20 vloaz, hag ar Stadoù-Unanet a gemeras perzh ennañ betek 1973. Astenn a reas ar brezel er broioù amezek, o lakaat ar brezel diabarzh e Laos d'ober e reuz gwashoc'h c'hoazh. E fin ar brezel e 1975 e oa aet an teir bro da Stadoù komunour.

Brezel Vietnam
Tamm eus Brezelioù Indez-Sina hag ar Brezel Yen
Brezel Viêt Nam
Maread 1añ a viz Du 1955 - 30 a viz Ebrel 1975
(19 vloaz, 5 miz ha 29 devezh)
Lec'h Viêt Nam
Disoc'h Trec'h peurglok ar Viet Cong ha Norzh Viêt Nam
Emgannerien
Brezel Viêt Nam Norzh Viêt Nam
Brezel Viêt Nam Viet Cong
Brezel Viêt NamPathet Lao

Brezel Viêt Nam Khmer Ruz
Brezel Viêt Nam GRUNK

Brezel Viêt Nam Republik Pobl Sina
Brezel Viêt Nam Unaniezh soviedel
Brezel Viêt Nam Norzhkorea
Brezel Viêt Nam Su Viêt Nam
Brezel Viêt Nam USA
Brezel Viêt Nam Sukorea
Brezel Viêt Nam Aostralia
Brezel Viêt Nam Zeland-Nevez
Brezel Viêt Nam Rouantelezh al Laos
Brezel Viêt Nam Kambodja
Brezel Viêt Nam Republik Khmer
Brezel Viêt Nam Thailand
Pennoù-brezel
Brezel Viêt Nam Văn Tiến Dũng
Brezel Viêt Nam Trần Văn Trà
Brezel Viêt Nam Hoàng Cầm
Brezel Viêt Nam Le Duc Anh
Brezel Viêt Nam Dinh Duc Thien
Brezel Viêt Nam Vu Lang
Brezel Viêt Nam Nguyễn Hữu An
Brezel Viêt Nam Phạm Văn Đồng
Brezel Viêt Nam Nguyễn Văn Toàn
Brezel Viêt Nam Nguyen Hop Doan
Niver a emgannerien
Brezel Viêt Nam Norzh Viêt Nam : 650 000 e 1975
Brezel Viêt Nam Viet Cong :
300 000 d'ar muiañ e 1968
Brezel Viêt Nam Su Viêt Nam : 650 000 e 1975
Brezel Viêt Nam 543 482,
d'ar muiañ d'an 30 a viz Ebrel 1969
Kolloù
Brezel Viêt Nam Norzh Viêt Nam : 1 100 000 soudard,
65 000 sivil lazhet
Brezel Viêt Nam Su Viêt Nam : 223 748 soudard,
420 000 sivil lazhet
Brezel Viêt Nam Stadoù-Unanet : 58 209 den lazhet,
47 378 lazhet en emgannoù

Anvioù brezel Vietnam

Hir ha don ez eo bet brezel Vietnam setu ma z'eo ganet kalz a c'heriaoueg liammet kren gant ar brezel 'se. Dre ma z'eus bet un toullad a vrezelioù en Indez-Sina e vez kavet anvioù kendeuzet gant ar re a gemeras perzh eni da simplaat ar gompren d'eus peseurt brezel a vez kaoz.

Evit ar Vietnamiz ez eo "Chiến tranh Việt Nam" (Brezel ar Viêt Nam) pe "Kháng chiến chống Mỹ" (Brezel talañ ouzh Amerika).

E-kostez an Amerikaned e vezo adkavet an anvioù "Brezel Viêt Nam" (Vietnam War) pe "Eil brezel Indez-Sina" (Second Indochina War ) pe "Vietnam Conflict" pe c'hoazh evit an ez-soudarded "The Nam".

Geriaoueg Brezel Vietnam

Un hir a vrezel ez eo bet gant anvioù spis-tre : gwelet ar pennad Geriaoueg Brezel Vietnam.

Istor brezel Vietnam

Brezel Viêt Nam 
Soudarded amerikan o pignat en ur viñsaskell UH-1D "Huey" (bloavezh 1966)

Evit talañ ouzh oberiantoù-kuzh ar Viet Cong e voe kaset da benn an oberiadur brezel Ranch Hand oc'h implijout ar c'hontammer Orañjez un arm kimiek. Ne ra forzh ar goust al lu Amerikan a fell dezhi bezañ trec'h.

A-feur ma voe dipitet hag enebet pobl Amerika ouzh brezel Vietnam e krogas mare vietnamizadur ar brezel gant engouestl troadegiezh lu Amerika o vont war vihanaat ha leuskel lu su Vietnam da genderc'hel gant ar stourm enep-komunour e-unanig. Memes ma'z eo bet sinet skrid-emglev peoc'h Pariz gant an holl duioù engouestlet er brezel d'ar 27 a viz Genver 1973 e kendalc'has ar brezel dizehan.

Ar Stadoù-Unanet o kuitaat brezel Vietnam (1973-1975)

Dre nerzh al lusk enebet da brezel Vietnam er Stadoù-unanet ha peurest bed ar C'hornôg, o welet enepsevenadur ar bloavezhioù 1960 o vont war fonusaat, e baouezhas an engouestl eeun soudardel Amerikan. D'ar 15 a viz eost 1973 e vez votet Case–Church Amendment gant Kendalc'h Ar Stadoù-Unanet. Difenn a ra d'al lu Amerikan da genderc'hel gant brezeliañ er Vietnam, Laos ha Kambodia paneveken aotre Kendalc'h ar Stadoù-Unanet d'ar Brezidant.

Ne baouezh ket ar Brezel evit ar Stadoù-Unanet memestra ha kenderc'hel a ra da reiñ harp da Vietnam ar su dre an arc'hantaouiñ ha reiñ dafar brezel (betek ar c'hontammer Orañjez).

Brezel Viêt Nam 
Vietnam, 1975, oberiantiz brezel Eagle Pull & Frequent Wind (terc'hadeg Saigon)

Dibenn brezel Vietnam

Aet e oa an trec'h gant an norzh, ha kuitaet e voe Indez-Sina gant an Amerikaned dindan ur stumm feukus ha stroñs evit pobl Amerika o welet skeudennoù tec'hadenn an Amerikaned ha lod Vietnamianiz d'eus kannadur ar Stadoù-Unanet e Saigon. D'an 30 a viz ebrel 1975 da 3 eur hanter diouzh an abardaez ez eo echu gant Vietnam ar su gant kouezhadenn Saigon. Embannet e voe ur gouarnamant komunour e su ar vro ha staget ouzh norzh d'an 2 a viz gouere 1976 d'ober Republik Sokialour Viêt Nam.

Milionoù a boat-people a glask terc'hout ar vro e-pad an dek vloaz war-lerc'h 250 000 anezho a zo aet da anaon war vor hervez Komiserdi meur ar vroadoù-unanet d'ar repuidi.

Feukus da vat ez eo bet brezel Vietnam d'ar bobl amerikan ha peurrest ar bed ha kemet-mañ dre meur a abeg:

  • Kollet ez eo bet ar brezel ar pezh a chom hiziv a deiz c'hoazh ur glizenn en Istor stadunanat.
  • 58 177 soudarded marvet, 153 303 mac'hagnet don kolloù ramzel, ar re uhelañ gant lu Amerika abaoe an Eil brezel-bed.
  • 7,08 milion a donennoù bombezennoù a zo bet stlapet e-pad ar brezel (da geñveriañ gant an 3,4 milion a donennoù bet stlapet gant an holl Gevredidi war holl tachennoù emgann an Eil brezel-bed) dindan un doare dizehan ha dall o lazhañ siviled nemetken evit ul lod bras.
  • Implij armoù-spont evel an Napalm, bombezadegoù ramzel ar c'hirri-nij B52, implij ar c'hontammer Orañjez.
  • Lazhadegoù-sivil ha muntroù-brezel e-leizh ha gant an holl tuioù engouestlet er brezel.
  • Ar wech kentañ e vefe ken taolennet ur brezel gant ar gelaouennerien, dreist-holl a-fed poltriji ha filmoù kelaouiñ skrijus o tiskouezh gwirvoud ar brezel.
Brezel Viêt Nam 
Biñsaskell Amerikan Bell UH-1 Huey distrujet

Ar sinema ha brezel Vietnam

Diaes ez eo bet gant ar sinema da vont etrezek brezel Vietnam. An nebeut a filmoù betek ar bloavezhioù 1970 a oa reoù propaganda arc'hantouet gant al lu amerikan. Adal ar bloavezhioù 1970 e grogo saverien filmoù kalonek da vont etrezek ur sell gwirion war ar brezel 'se met hep harp arc'hant ha prest dafar brezel an arme stadunanat (The Deer Hunter, Apocalypse Now). Er bloavezhioù 1980 e grogo ul lod film da vont etrezek brezel Vietnam gant ur sell broadelour-tre ar re 'se a vezo sikouret kalz gant al lu amerikan (Rambo II, We were soldiers).

Ur stirad skinwel a zo bet war brezel Vietnam :

  • Tour of Duty gant L. Travis Clark Steve Duncan, 1987-1990

C'hoarioù video ha Brezel Vietnam

C'hoarioù e-leizh o d'eus kroget da vezañ awenet gant Brezel Vietnam fin ar bloavezhioù 1990 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 araok e seblante bezañ diaes da lakaat aergelc'h ar brezel 'se da vezañ c'hoariet evel ma oa gant ar sinema da daolenniñ ar brezel 'se.

Liammoù diavaez


Brezel Viêt Nam 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Brezel Viêt Nam Anvioù brezel VietnamBrezel Viêt Nam Geriaoueg Brezel VietnamBrezel Viêt Nam Istor brezel VietnamBrezel Viêt Nam Ar Stadoù-Unanet o kuitaat brezel Vietnam (1973-1975)Brezel Viêt Nam Dibenn brezel VietnamBrezel Viêt Nam Ar sinema ha brezel VietnamBrezel Viêt Nam Choarioù video ha Brezel VietnamBrezel Viêt Nam Liammoù diavaezBrezel Viêt Nam195519751añ a viz Du30 a viz EbrelBrezel YenEmgann Điện Biên PhủKambodiaKentañ brezel Indez-SinaKouezhadenn SaigonLaosRepublik Demokratel Viêt NamRepublik Viêt NamSinaStadoù-Unanet AmerikaURSSVietnamegViêt Nam

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1993Wiki FoundationReinhard Heydrich21 GouereEgiptFilipinezGwenanMoudennHilionCaerllionDolly PartonStadoù-Unanet AmerikaVikram SamvatMarc'heien an Daol GrennAdolf Hitler9 MaeRoll ar filmoù diazezet war mojenn ar Roue ArzhurGeorge IIDarempred revKubaElektronekIsaac NewtonFloridaKali YugaEnergiezhQMonc'hwezLizherenneg fonetek etrebroadelIndonezegLanselodSwahilegChomlec’h IPTeknologiezhMoskovBrazilHannah ArendtKanton Dunkerque-2Unaniezh EuropaKourzhSivetMakaoRoll an oberennoù a denn d'ar roue ArzhurDegemerEil Republik PoloniaGallegBrezelMickey MouseGoulTagadenn Crocus City HallVerbBeugnyCarne (film, 1968)MilanoTimbr-lidañOablSpoletoKiGeorgiayogaGuidobaldo II Della Rovere22 C'hwevrerBrennidennCaradoc Freichfras🡆 More