Emgann Điện Biên Phủ

Emgann Diên Biên Phu pe Chiến dịch Điện Biên Phủ e vietnameg a oa bet un emgann hag ur sez hir e-pad Kentañ brezel Indez-Sina.

An emgann a badas etre an 13 a viz Meurzh 1954 betek ar 7 a viz Mae 1954 oc'h enebiñ nerzhioù lu an Unvaniezh C'hall ha re ar Việt Minh, en Tonkin, proviñs Dien Biên e norzh ar Viet Nam a-vremañ. Pal nerzhioù an Unvaniezh C'hall a oa troc'hañ linennoù pourveziñ ar Việt Minh ha rediañ o nerzhioù lu da zont e Dien Bien Phu evit ma vefe un emgann gwir, dre ma soñje ar C'hallaoued e oa an tu nemetañ da drec'hiñ kadoniezhoù brezel ar Brezel kuzh dre un harp-tan kalz fonnusoc'h.

Emgann Điện Biên Phủ
Tamm eus Kentañ brezel Indez-Sina
Kartenn an emgann
Kartenn an emgann

Plan an emgann
Maread 13 a viz Meurzh 1954 - 7 a viz Mae 1954

(1 miz, 3 sizhun ha 3 devezh)

Lec'h Ðiện Biên Phủ
Disoc'h Koll strategiel gant an Unvaniezh C'hall. Trec'h meur gant ar Viet Minh.
Emgannerien
Emgann Điện Biên Phủ An Unvaniezh C'hall:
Emgann Điện Biên Phủ Bro-C'hall
Emgann Điện Biên Phủ Stad Viet Nam
Emgann Điện Biên PhủViet Minh
Pennoù-brezel
Emgann Điện Biên PhủChristian de Castries
Emgann Điện Biên Phủ Pierre Langlais
Emgann Điện Biên Phủ Võ Nguyên Giáp
Niver a emgannerien
Emgann Điện Biên Phủ
  • Nerzh diazez
    10 800 soudard
  • 7 Mae 14 014 den (servijoù kempenn ha dafariñ)
Emgann Điện Biên Phủ
  • Nerzh diazez
    48 000 soudard
    15 000 den (servijoù kempenn ha dafariñ)
  • 7 Mae 80 000 soudard ha den servijoù kempenn ha dafariñ
  • Kolloù
    2 293 lazhet
    5 195 gloazet
    11 721 prizoniet (gant 3 290 dreistbever ha 7 801 marvet pe steuziet)
    - Hervez ar Viet Minh
    4 020 lazhet
    9 118 gloazet
    792 steuziet
    - Hervez Bro-Chall
    8 000 lazhet
    15 000 gloazet

    Ar Viet Minh a zeuas a-benn da zezougen kalz kanolioù (e-leizh a ganolioù enep kirri-nij). Fiñvet o devoa an armoù ponner-se dre tachennoù diaes betek penn ar menezioù a enkelc'hie an dachenn emgann. ur wech lakaet e-plas ar c'hanolioù evit ul lod e mougevioù e oa stanket ar c'hallaoued gant tennoù kanolierezh, ar c'hirri-nij tennet warno hag ouzhpenn-se un diaester spontus d'un enep tenn d'ar c'hanolioù enebour.

    Sez ar gwarnizon a badas 57 devezh, adal an 13 a viz Meurzh 1954 da 5eur 30 goude merenn betek ar 7 a viz Mae 1954 da 5 eur 30 goude merenn. Al lec'h difenn su "Camp Isabelle" a gendalc'has ar stourm goude an arsav-brezel betek 01:00 mintin. Kroget e oa dija an emvod meur arsav-brezel e Geneva gant Stadoù-Unanet Amerika, ar Rouantelezh Unanet, an Unvaniezh C'hall hag an URSS d'ar 26 a viz Ebrel 1954.

    An emgann a voe pouezusoc'h e zisoc'h pelloc'h evit douaroù traoniennoù Điện Biên Phủ. Trec'h Giáp a roas lamm d'an dalc'hidigezh C'hall en Indez-Sina hag a voe orin an troc'h etre Su ha Norzh Viet Nam dibabet gant Feur-emglevioù Geneva.

    Emgann Điện Biên Phủ
    Trec'h e-pad Emgann Dien Bien Phu (7 a viz Mae 1954) soudarded ar Việt Minh o hejañ o banniel.

    Liammoù diavaez

    Lec'hiennoù ofisiel

    Poltriji ha dezrevelloù eus an emgann

    Tags:

    13 a viz Meurzh19547 a viz MaeGuerillaKentañ brezel Indez-SinaTonkinViet NamViệt Minh

    🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

    Hans BaurFrancisco FrancoCharlez II (Bro-Saoz)Kevredigezh Vroadel BreizhPantaleoneAmber HeardVincent van GoghKerzu1665Colt AnacondaTurkiaNikki FritzIwerzhonRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùPrusiaGeorge IIITaboulinKontelezh EssexBro-SaozAndhun SussexOuzbekistanWikeriadurKerorgenTver2009AmpechRoz-kiMarcosC'hoari ar misionerReizhiad korvoiñDer ZauberlehrlingNoazhdedHohenzollern (1901-1914)Marc'hDamh the Bard1676Kergrist-MoeloùPlaza de soberaníaGwareg (arm)MilanoEuropa (kevandir)SistrHong KongKastell-PaolGoodnight, IreneMoskovRobert SchumanMediaThe Jungle Book (film, 1967)18 GwengoloTiTomXVIIvet kantvedKemperBukkakeMenez AreMoudennLondrezSeziz LeningradJakez II (Bro-Saoz)KerbêrFrañsez Iañ (Bro-C'hall)NaonedWorld Wide Web8001794🡆 More