Ar yod a zo ur meuz graet diwar poazhañ bleud, bleud gwinizh pe kerc'h peurvuiañ, e-barzh dour pe laezh, ma komzer eus yod dre laezh pe dre zour.
Met gant heiz, riz, ed-Turki ha greun all e vez graet yod ivez hervez ar broioù, ha neuze e vez anvioù a bep seurt evel polenta hag all.
A-wechoù e vez graet gant greun hanter valet e-lec'h bleud.
Gant legumaj poazhet dre laezh ha friket e c'haller aozañ yod ivez. Yod avaloù-douar (pe yod patatez) eo an hini brudetañ. Bez' ez eus ivez yod karotez, ach, asperjez, potiron, potimaron hag all.
Yod frouezh zo ivez, teuzet dre boazhañ, gant sukr ouzhpennet a-wechoù : avaloù, bananez, kistin, pechez hag all.
"Yodenn", "flastrenn" (pa vez al legumaj hanter-flastret pe ar frouezh hanter-deuzet hepken) ha "kaotigell" (pa vez ar frouezh poazhet mat) zo gêrioù all implijet evit komz eus aozadennoù tost en o doare da vezañ fardet.
Ar yod zo unan eus an doareoù koshañ en istor da zebriñ greun, kalz a-raok ar bara a zo anavezet abaoe ur 4 000 bloaz bennak.
Yod a oa ur meuz ordinal gwechall war ar maez e Breizh-Izel. Roet e veze dreist-holl d'ar vugale ha d'a re gozh dizant. Meneget eo e-barzh ur bochad sonennoù.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Yod, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.