N'eo ket homañ ho pajenn bersonel. Arabat he c'hemmañ.
M'eo dibabet ganit an anv-implijer/ez "Machin" e c'helli implijout ar pajennoù-mañ da heul ez egor personel:
Ret eo kompren da gentañ-penn n'eo ket da bajenn bersonel dit-te e gwirionez met ur rann eus ar Wiki Brezhoneg. Talvezout a ra neuze an hevelep reolennoù evit ar pajennoù personel hag evit an holl bennadoù all.
Setu un nebeud kinnigoù evit embann war da bajenn bersonel - sirius pe fentus evel ma kerez - en ur c'hoût n'eo ket dav skrivañ netra warni mar ne fell ket dit evel-just:
War da bajenn bersonel an hini eo ivez ma c'hello implijerion/ezed all plijet bras gant al labour kaset da benn ganit lakaat galoñsoù dit.
Ret eo chom seven ha doujañ da bajennoù personel an implijerion/ezed all atav. Kentoc'h evit kemmañ o fajennoù war-eeun, ne vern an abeg, kae kentoc'h da reiñ dezhe da c'hoût da soñj dre implijout ar bajenn gaozeal stag oute.
Erbedet e vez chom hep embann an elfennoù da heul war da bajennoù personel. N'eo ket difennet hen ober, met gwelloc'h eo chom hep hen ober evit diwall rak kudennoù a c'hellfe sevel war-lerc'h abalamour dezhe. Mar sav kudennoù diwar an traoù embannet war da bajenn bersonel bet erbedet chom hep o embann warni e c'hello unan eus ar verourion goulenn ouzhit e c'hemmañ. Bez' e c'hell ivez an holl implijerion/ezed goulenn ouzh ar verourion lakaat ur sell war pajenn bersonel hen-mañ'n-hen mar kav dezhe eo tabutus. N'eo ket peogwir e vez gouzañvt un dra bennak ma teu da vezañ ur gwir.
Bez soñj: ma'c'h eo difennet un dra bennak e lec'h all war ar Wikipedia, eo difennet ivez war ar pajennoù personel.
Talvezout a ra da bajenn gaozeal personel evit kaozeal gant ar wikipediourion/ezed all diwar-benn temoù o sellout ouzh ar Wiki Brezhoneg. Ma teu da vezañ re hir (en tu all da 32 Ko) e c'hello implijerion/ezed all kavout diaezet he c'hargañ hag he lenn en he fezh. Un dra vat eo nezue diverrañ, diellaouiñ ha/pe diverkañ danvezioù ar bajenn gaozeal pe a-dammoù pe en o fezh.
Pa vez diverket ar bajenn gaozeal a-bezh pe tammoù anezhi e vez erbedet avat he diellaouiñ rak aon e vezfe treuzkomprenet gant implijerion/ezed all out o klask kuzhat traoù bet skrivet ganit pe ez keñver.
Tud 'zo na blij ket re dezhe ma vefe embannet kritikoù diwar-benn o labour a-wel d'an holl war o fajenn bersonel-i. Daoust ma ma c'haller kuzhat ar pezh bet embannet war ur bajennoù personel dre e diverkañ, hag ar gwir he/en deus pep implijer/ez d'hen ober, e c'hello neoazh an implijerion/ezed all mont da adembann o c'hritikoù en ul lec'h foranoc'h c'hoazh, evel da skouer en davarn.
Pa respontez d'un implijer/ez all war da bajenn gaozeal personel-te eo posubl-tre ne vo ket merzet da respont gantañ/i. Pa respontez war pajenn gazoeal egile/eben avat, hep ma vije eilet bewexh an evezhiadenn gant bet skrivet gantañ/i evel-just, e vo distag ar respont diouzh ar goulenn ma respont outañ. Setu un nebeud diskoulmoù evit gallout kenstrollañ ar goulennoù/ecezhiadennoù hag ar respontoù en ur vezañ sur e vo lennet ar respontoù:
Talvezout a ra an ispajennoù diellaouiñ evit naetaat ar bajenn gaozeal pennañ en ur diellaouiñ ar pezh a vez skarzhet diouti dre diverkañ.
Talvezout a ra an ispajenn "brouilhed" evit kenderc'hel da labourat e peoc'h war ur raktres pe ur pennad bennak a-raok mont d'o enrollañ da vat war ar Wiki Brezhoneg. Bez' e c'hello an implijerion all dont da lakaat o soñj ivez war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar bajenn vroilhed-se met peurliesañ e vez doujet ouzh ar bajenn bennañ gante.
Gwelloc'h eo diverkañ traoù embannet war da bajenn bersonel hag a c'hell sevel tabutoù diwar o fenn ma vez goulennet ouzhit gant ar gumuniezh ha/pe gant ur merour. Bez' e c'heller skarzhañ seurt danvezioù diwar da bajenn bersonel hag o adembann war ul lec'hienn bersonel all er-maez eus ar Wikipedia war ar genrouedad en ur embann ul liamm diavazez daveti war da bajenn bersonel. Ret eo seurt liammoù diavaez embannet war ar Wikipedia avat doujañ da reolennoù boutin ar raktres ivez.
Gallout a rez displegañ da abegoù evit embann tra pe dra war da bajenn bersonel seul wezh ma vezont treuzkomprenet ha goulennet ouzhiñ o c'hemmañ. Arabat bezañ re bennek avat - seul digoroc'h e vezer ha seul brestoc'h da selaou alioù ar re all, seul aezetoc'hj e vo dont a-benn d'en em glevet en un doare sioul. A-hendall, m'en en nac'h kemmañ traoù war da bajenn bersonel hag a ya a-enep da reolennoù ar Wikipedia e c'hellfont bezañ diverket dre ret gant unan eus ar verourion ha bez' e c'hello bezañ stanket da gont implijer/ez zoken e-pad ur prantad hir pe hiroc'h hervez grevusted an afer.
An doare aezetoc'h eo sevel un adkas davet da bajenn bersonel pennañ (#REDIRECT[[Implijer:Machin]]). Diwar-se e c'hellor mont da wiriekaat istor ar bajenn atav evit hec'h adsevel ma vo ezhomm.
A-hendall, mar fell dit diverkañ da vat ha da viken unan eus da ispajennoù personel e ranki skrivañ ur reked war ar bajenn-mañ o reiñ an abegoù ha neuze e vo diverket ar bajenn gant unan eus ar verourion. Adalek ma vo diverket ur bajenn n'eus nemet ar verourion a c'hello mont da sellet ouzh istor ar bajenn-se.
Re eo diwall neuze gant ar pezh a vez embannet war ar Wikipedia peogwir ne vez morse diverket da vat e gwirionez.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Wiki:Pajenn bersonel, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.