merourien

Pal ar pennad-mañ eo deskrivañ statud merourien (administrator pe sysop, diwar system operator e saozneg) Wikipedia e brezhoneg.

5 merour zo e wikipedia brezhoneg.



Da betra kaout merourien ?

Ar skridaozerien, enrollet pe get, o deus galloudoù ledan war ar Wikipedia memestra. Gallout a reont kemmañ lodennoù pajennoù, adenvel anezho, nullañ ar freuzañ, kas ur galv evit un diviz reolata, etc…

Evit ober war-dro ul lec'hienn evel Wikipedia ma c'hall pep gweladenner mont da cheñch diouzh e c'hoant kement pajenn zo koulz lavaret e ranker kaout ostilhoù kreñv evit, da skouer, ingalañ fazioù, diverkañ pajennoù didalvez pe er-maez ar jeu, prennañ pajennoù (evit o gwareziñ) pe mirout ouzh ar freuzerien ar gwir da cheñch pajennoù e-pad ur frapad amzer bennak.

Evit abegoù surentez anat n'hall ket seurt binvioù bezañ lakaet etre daouarn an holl. Setu perak eo bet krouet ar statud merour. Deroet e vez da dud a gemer perzh e Wikipedia, a c'houlenn kaout ar statud-se, hag a zo bet lakaet he fiziañs enno gant ar gumuniezh. Sellet ouzh Wiki: Roll ar verourien.

Gwirioù ha dleadoù ar verourien

Dlead ur merour eo lakaat e pleustr an divizoù bet kemeret gant ar gumuniezh (m'emañ ezel anezhi) .

Ur merour a rank kemer perzh

Evel skridaozer emañ gant ar merour an hevelep gwirioù ha dleadoù hag an holl wikipedourien all :

  • kemer perzh er pennadoù m'eo dedennet ganto ;
  • respont d'ar goulennoù e kement ha ma c'hall ;
  • reiñ un degemer c'hwek d'ar wikipedourien nevez ; sellet ouzh Wiki: Kemennadenn_degemer ;
  • ober un tamm kempenn (evel, da skouer en davarn) ;
  • gwiriañ n'eus ket gwirioù eilañ (copyright) gant ar pennadoù hag ar skeudennoù war ziskouez ;
  • diverkañ an danvez a seller outañ evel vandalerezh (en ur skarzhañ tenor ar bajenn).

Daoust d'ar pezh a c'hall tud zo soñjal, n'eo ket d'ar verourien hepken eo d'ober al labour naetaat ha gwiriañ ar gwirioù eilañ pe plediñ gant ar vandalerezh. Gallout a ra bezañ graet gant an holl hag an holl o deus gwir d'en ober.

Ar pezh a c'hall ar verourien ober

Gwir zo gant ar verourien da implijout arc'hwelioù dibar war Wiki n'hallont ket bezañ implijet gant ar wikipedourien all : gallout a reont

  • prennañ ha dibrennañ pajennoù, embann pajennoù prennet evit cheñch tra pe dra enno (gwelet Wikipedia:Pajennoù prennet) ;
  • diverkañ pajennoù hag an istor stag outo (gwelet Wiki: Pajennoù da nullañ) ;
  • sellet ouzh pajennoù bet diverket gant ur merour all ha divizout adlakaat anezho en ur sellet ouzh dielloù ar verourien (gwelet Wiki: Pajennoù da ziziverkañ) ;
  • stankañ ar moned ouzh chomlec'hioù IP hag ouzh implijerien enrollet (gwelet Wikipedia:Stankañ) ;
  • aozañ pajennoù an etrefas a-drugarez da gorn MediaWiki ;
  • sellet ouzh Dibar:Unwatchedpages ma roller ar pajennoù n'emaint ket heuliet gant implijer ebet, ha sellet ouzh Dibar:Undelete ma roller an holl stummoù bet diverket ur bajenn ;
  • kendivizout war ur roll-skignañ dibar.

Ar pezh n'hall ket ar verourien ober

E nep doare n'eus gant ar verourien muioc'h a c'halloud eget gant ar wikipedourien all e-keñver krouiñ, kemm, adstummañ, pe sturiañ danvez ar pennadoù. Rankout a ra ar verourien klask ober a seurt ma vo aesaet an eskemm etre ar pajennoù (liammoù, rummadoù, adkasoù, pajennoù digejañ....). C'hoari a reont ivez ur roll evit gwareziñ danvez ar pennadoù diouzh ar vandalerezh.

N'eus ket gant an implijerien titouroù ouzhpenn evel chomlec'h IP pe chomlec'h postel ar wikipedourien.

N'hall ket ar verourien cheñch statud un implijer bennak. Kement-se n'hall bezañ graet nemet gant ur vurevidi. Ha n'eus nemet ur steward a c'hall tennañ e wirioù merañ digant unan bennak.

Ar pezh a rank ar verourien ober

A-raok implijout an arc'hwelioù ouzhpenn zo en o c'herz e rank ar verourien goulenn aotre ar gumuniezh atav.

Ne zleont ket, e mod ebet :

  • prennañ ur bajenn ma'z eus gantañ un tabut skridaozañ gant implijerien all war ar bajenn-se ;
  • stankañ ouzh un implijer all ar gwir da vont war ar pajennoù hep tremen dre an argerzh boas evit se war Wikipedia:Vandalerezh war ober ;
  • diverkañ ur bajenn hep bezañ enskrivet anezhi en a-raok war ar bajenn Wiki: Pajennoù da nullañ.

Nemet evel-just evit an taolioù vandalerezh bihan (lakaomp unan bennak a grou ur bajenn evir lavaret koukou d'e vignoned) a c'hall bezañ goullonderet gant an implijerien all ivez ha diverket gant ar verourien hep tremen dre ar bajenn Wiki: Pajennoù da nullañ. Se ne dalvez nemet evit ar pajennoù warno tamm titour talvoudus ebet evit an holloueziadur.

N'haller ket morse diverkañ danvez pajennoù boulc'het gant danvez enno hep kas keloù a-raok.

Ar pezh eo arabat d'ar verourien ober

Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.

Heuliadoù kammimplijoù beli

Graet e vez kammimplij beli eus un implij dizonest a-berzh ur merour bennak eus an ostilhoù trezalc'h zo bet lakaet en e gerzh (gwelet #gwirioù ha dleadoù ar verourien).

Ma kav deoc'h bezañ merzet kammimplijoù a seurt-se ez oc'h pedet d'ober anv anezho war ar bajenn " Wiki: Merourien/Klemmoù" en ur reiñ skouerioù resis (un diforc'h kemm en ur pennad, da skouer), ha da ginnig ur c'hastiz a zlefe, hervezoc'h, bezañ kemeret. Ma vez reizhabeget an evezhiadenn e vo kaset ur goulenn kemer divizoù war ur c'hastiz da gemer pe get a-enep d'ar merour e kaoz.

Chom a ra da zivizout dre ar munud petra a lakaer dindan ar c'hammimplijoù beli ha petra eo ar c'hastizoù azasañ evit se. Lakait hoc'h ali war ar bajenn : Wikipedia:Kemer divizoù/Merourien/Kammimplij ha kastizoù.

Skoazell d'ar merañ

Pajennoù zo war Wikipedia zo o fal skoazellañ en ur c'heñver teknikel pe evit ar pezh a sell ouzh an aozañ pe merañ ar rakrtes.

Skoazell deknikel

Penaos ez a en-dro dreistgalloudoù ar verourien ?

  • Taolenn stur ar verourien

Penaos en em gemer a verourien evit...

  • Prennañ ur bajenn
  • Diverkañ pajennoù
  • Diziverkañ ur bajenn
  • Herzel un implijer

Skoazell aozañ

  • War Kannadig ar verourien emañ roud o labour, o c'hoantoù, o c'hudennoù, o displegadurioù...
  • Dre Kenurzhiañ ar verourien e c'haller eskemm kemennadennoù evit ma yafe ar verourien gant an hevelep hent. Evit ar c'hinnigoù teknikel e vint lakaet war ar bajenn gaozeal pe, gwelloc'h, war Kannadig ar verourien.

Heuliañ labour ar verourien

    Istor an oberoù melestradurel
    Istor an oberoù burokratel

Liammoù all

Tags:

merourien Da betra kaout  ?merourien Gwirioù ha dleadoù ar verourienmerourien Heuliadoù kammimplijoù belimerourien Skoazell dar merañmerourien Heuliañ labour ar verourienmerourien Liammoù allmerourien

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

IzelvroioùKreizenn ar GeriaouiñWales InteractiveKanadaMetrAziaBarbara WeldensEil Brezel-bedKorf hag Ene (stirad skinwel)SvedenCollinsArc'hantBrezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-UnanetWiki19 MaeAvankManav15951616BuhezskridMy Hero AcademiaLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegKartadaPleg-mor GwaskognFuzeennHolloueziadurBreizh-VeurKrugNigeriaTro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2007Lizherenneg arabekLenn ComoDaoubikBrezel yenRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùDarempred revPenélope CruzLoarennoù Sadorn (planedenn)Anv divoutin13 EostMoudennJulieMansour al-HallajSkol-veur Oxford29 GwengoloSkibidennBlogNineteen Eighty-FourMank (evn)Binioù1986Sitting BullWiki FoundationCommerzbank TowerAleksandra KostenyoukElligErotegezhTourako FischerHouad (evn)KempervenSquillaceBack to the Future7 KerzuHispaniaSasanided16 a viz KerzuLemojezFilipinezAr Gozh-KorleAtenHollveliouriezh🡆 More