Treiñ Ha Troidigezh

Treiñ diwar ur yezh d’ur yezh all, pe en ur yezh all, zo lakaat komzoù pe skridoù a zo en ur yezh orin en ur yezh estreget ar yezh orin.

"Treuzyezhañ" a reer ivez eus an ober-se.

Treiñ Ha Troidigezh
Maen Rosetta, skrivet e div yezh hag e tri doare-skrivañ

Bez' ez eus ivez troidigezhioù diwar stumm kozh ur yezh e stumm a-vremañ an hevelep yezh, pa ne c'hall mui an dud nann-arbennik lenn ar skrid orin. Setu amañ ur skouer : eus an hensaozneg d'ar saozneg a-vremañ.

Cædmon's Hymn (VIIvet kantved)

Nū scylun hergan hefaenrīcaes Uard,
Metudæs maecti end his mōdgidanc,
uerc Uuldurfadur, suē hē uundra gihuaes,
ēci Dryctin ōr āstelidæ
hē ǣrist scōp aelda barnum
heben til hrōfe, hāleg scepen;
Þā middungeard moncynnæs Uard,
ēci Dryctin, æfter tīadæ
fīrum foldu, Frēa allmectig

Now we must praise heaven-kingdom's Guardian
the Creator's might and his mind-plans,
the work of the Glory-Father, when he of wonders of everyone,
eternal Lord, the beginning established.
He first created for men's sons
heaven as a roof, holy Creator;
then middle-earth, mankind's Guardian,
eternal Lord, afterwards made
for men earth, Master almighty.

En un doare strizh-kenañ ne vez troet nemet skridoù ; jubenniñ a reer eus an ober dre gomz ha gant ur jubennour(ez) e vez graet.

Al labour treiñ komzoù pe skridoù, pe an treiñ hepmui, an treuzyezhañ, a vez graet gant un troer pe un droerez. Un troour, un droourez a vez lavaret ivez eus neb a ra al labour en un doare ampart pe vicherel, goude ma n’eo ket ar memes tra na tost.

Kemm a lakaer etre treiñ lennegezh (an treiñ lennegel) ha treiñ kalvezouriezh (an treiñ kalvezel). Da neuze e verker peseurt danvez a zo da dreiñ, penaos e ranker e dreiñ, ha gant piv e vo troet, rak disheñvel eo al labour hag ar barregezh a zo rekis en daou rumm troidigezhioù-se.

Un tamm istor

Un ober hollvedel eo an treiñ, a zo bet ezhomm a-viskoazh etre pobloù disheñvel o yezh.

Skridoù skiantel zo bet troet a-gozh, evel labourioù an Arabed war ar gimiezh hag ar vezhegiezh (eus an arabeg e teu ar gerioù "algoritm" hag "alkool") ; skridoù relijiel zo bet treuzyezhet ivez, evel an Testamant Kozh e henc'hresianeg, ar Bibl e latin (ar Vulgat), ar Bibl c'hoazh en alamaneg gant Martin Luther pe e kembraeg gant William Morgan, hag e brezhoneg gant meur a zen.

E brezhoneg ez eus un hengoun diazezet war treiñ ar skridoù relijiel, a-raok kregiñ gant ar skridoù politikel gant an Dispac'h gall.

Treiñ lennegezh an Henamzer diwar an henc'hresianeg hag al latin zo bet a-bouez ivez en istor al lennegezh, e hini Bro-C'hall peurgetket. Da-heul treiñ ar skrivagnerien gozh e teuas c'hoant da sevel oberennoù pimpatrom-heñvel, evel re Jean de La Fontaine pa gemere skouer diwar Aisopos ha Phaedrus. E Breizh e voe diouzh ar c'hiz sevel fablennoù e doare Jean de La Fontaine, ken e skrivas Roparz Hemon komzoù garv ouzh ar marmouzerezh-se.

Labour an treiñ

Evit treuzyezhañ ez eo ret gouzout an div yezh, hag evit treiñ mat ez eo gwelloc'h o gouzout mat. Evit o gouzout mat ez eo ret o deskiñ mat, ober gante alies, ha gouzout ne vo biken echuet deskiñ. N'eus doare ebet da zeskiñ mat nemet dre ober, rak dre ober e tesker ha dre zeskiñ e ouzer ober.

Troourien vat ha troourezed mat n'eus ket anezho dre natur : treiñ a reont skridoù, faziañ a reont a-wechoù, ha gwellaat a c'hallont evel ar gwin kozh. Un troer mat zo un den hag en deus desket treiñ dre ober, a zo kustum da dreiñ, hag a zo barrek da ziwall a ober fazioù a vije graet gant unan diampartoc'h. Evit ober labour vat ez eo ret kaout binvioù mat, da lavarout eo ar gwellañ geriadurioù ha yezhadurioù — en div yezh, pa n'eus geriadur Yezh A – Yezh B klok ebet.

Ar skrivagner skosat Alexander Fraser Tytler, Lord Woodhouselee (1747-1813) a embannas e 1791 un arnodskrid a-zivout pennaennoù an treiñ (Essay on the Principles of Translation) ma roas teir reolenn-diazez

  • First General Rule: A Translation should give a complete transcript of the ideas of the original work.
    Kentañ reolenn-diazez : un droidigezh a rankfe reiñ un dreuzskrivadenn glok eus mennozhioù an oberenn orin.
  • Second general Rule: The style and manner of writing in a Translation should be of the same character with that of the Original.
    Eil reolenn-diazez : stil ha doare un droidigezh a rankfe bezañ heñvel ouzh re an oberenn orin.
  • Third general Rule: A Translation should have all the ease of original composition.
    Trede reolenn-diazez : un droidigezh a rankfe bezañ ken helenn hag an oberenn orin.

Skoilhoù

Goude pourchaset ar binvioù rekis (deskiñ an div yezh, kaout yezhadurioù ha geriadurioù en div yezh) e c'hall an den boulc'hañ an droidigezh. Meur a skoilh a gavo war an hent, ar re vrasañ o vezañ ar c'heriaoueg, live ar yezh, stumm ar skrid, hag ar bommoù didroüs.

    Ar c'heriaoueg
    Lod yezhoù o deus gerioù dibar na c'heller ket treiñ ger-evit-ger en ur yezh all : (de) Schadenfreude zo ur skouer brudet ; en degouezh-se ranker treiñ dre veur a c'her pe dre ur frazenn-dro : kement ha "levenez fall" e talvez Schadenfreude, da lavaret eo al levenez a santer pa vez enket ur mignon ha pa ne vezer ket en hevelep plegenn fall. Meur a skouer all a gavor er pennad Meizadoù estren.
    Live ar yezh
    Dav eo chom an tostañ ma c'heller da live ar yezh orin : ne droer ket ur pezh-c'hoari gant Shakespeare (1564-1616) e yezh ar pemdez a glever hiziv, nag ur romant skrivet e luc'haj evel Trainspotting Irvine Welsh en ur yezh akademikel.
    E lod skridoù e kaver meur a live yezh : klasel hini an daveller(ez), poblek hini an tudennoù pa gomzont ; ur skouer eo The Grapes of Wrath John Steinbeck, ma komz an tudennoù gant troiennoù Oklahoma, hep luc'haj ebet.
    Stumm ar skrid
    Dav eo ivez chom feal d'ar stumm a zo bet roet d'ar skrid : komz-plaen (an darn vrasañ eus ar skridoù), barzhoniezh gant klotennoù (ar c'hanaouennoù en o zouez), lizhiri (Dracula Bram Stoker).
    • Ar pep diaesañ dre vras eo treiñ barzhonegoù, e komz-plaen pe dre werzennoù : ret eo deouzañ ar pezh a zo barzhonius er skrid (ar skeudennoù divoutin a zeu da spered al lennerien dre ar gerioù), mirout lusk ar skrid, ha kavout klotennoù er Yezh B pa vez er Yezh A. Ken diaes e vez ar gefridi ziwezhañ-mañ ma ne vez sevenet nemet gant an droerien hag an droerezed ampartañ.
    Bommoù didroüs.
    Bez' ez eus : c'hoarioù gerioù ha bommoù daou ster dezho. Gwech e c'heller o zreiñ digudenn, gwech e ranker tremen dre ur frazenn-dro, alies e ranker lakaat un notenn evit displegañ ar bomm orin.
    Ha c'hoarvezout a ra ne c'heller ket treiñ feal e mod ebet, kaer zo klask. Setu amañ ur skouer ma'z eus ur c'hoari gerioù, luc'haj ha daou ster en ur bomm : (fr) C'est la débandade chez les hommes et les femmes sont paniquées.

Stummadur an droourien e Breizh

Goude ma vez lakaet ar studierien d'ober troidigezhioù er skol-veur n'eus ket a wir stummadur evit danvez troourien ha troourezed. Setu perak n'eus ket kalz a droidigezhioù embannet e brezhoneg, e-skoaz ar pezh a weler e Kembre pe e Katalonia en ur bloavezh.

Levrlennadur

  • (br) Mouradova, Anna. Kudennoù an treiñ diwar ar rusianeg e brezhoneg. Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, 1999 (ISBN 978-2-86863-103-9)
  • (fr) Zauberman, Yolande & Spiechowicz, Paulina. Les mots qui nous manquent - Encyclopédie. Paris : Calmann-Lévy, 2016 (ISBN 978-2-7021-5746-6)

En-dro d'an treiñ

  • (en) (fr) Chants of Senaar (2023), savet gant Rundischag embanet gant Focus Entertainment – En un hollved kar da vojenn tour Babel e ranker adsevel an darempredoù yezhel etre pobloù dre dreiñ yezhoù ha diskoulmañ luziadelloù.
  • (en) Kuang, Rebecca F. : Babel, or The Necessity of Violence – An Arcane History of the Oxford Translator's Revolution. London : Harper Voyager, 2022 (ISBN 978-0-00-850185-3)
  • (fr) Les traducteurs (2019), film sevenet gant Régis Roinsard – Nav den zo bac'het evit treiñ, dre guzh ur best-seller ; reuz a sav etrezo p'en em gav an dek pajenn gentañ war an Internet.
  • (en) (fr) Arrival / Premier contact (2016), film sevenet gant Denis Villeneuve – Daouzek lestr-egor arallvedat a brad e daouzek lec'h war an Douar ; ur yezhoniourez zo karget da vont e darempred gant an nevezdeuidi dre gompren en o yezh.

Pennadoù kar

Notennoù

Tags:

Treiñ Ha Troidigezh Un tamm istorTreiñ Ha Troidigezh Labour an treiñTreiñ Ha Troidigezh Stummadur an droourien e BreizhTreiñ Ha Troidigezh LevrlennadurTreiñ Ha Troidigezh En-dro dan treiñTreiñ Ha Troidigezh Pennadoù karTreiñ Ha Troidigezh NotennoùTreiñ Ha TroidigezhSkridYezh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Paul AvrilCarne (film, 1968)MediaWikiWikimediaPortugalegMilizag-GwiproñvelTroadKemper-GwezhennegOSIBro-C'hallKaorelC'hoarioù OlimpekSaoznegKroatiaAnatol ar BrazXXvet kantvedBrevAzia ar MerventPornografiezhGroeIntel3 C'hwevrerKyivZombie StrippersBeg ar vronn2000Semyon AlapinJohn Collier2005Lesley-Ann Brandt1936Rr (lizherenn)AmzerBotez-koadKensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhiet1999ArkeologiezhFernão de MagalhãesFrancisco FrancoISO 860128AstatMahomedKirgizstanBengaluruMe zo ganet e-kreiz ar morCarles PuigdemontPhilippe PascalPistolennXVIvet kantvedArouez kimiekChileNeonBrezhonegKronikennoù Plac'h nevez BreizhMerdeerBloazUsenetCothiMell-droadZinzag-LokristCascading Style SheetsISO 4217Jakez Riou7 EostJakez II (Bro-Saoz)KaonToyota🡆 More