Timbroù Egipt

Savet e voe ar servijoù-post kentañ en Egipt gant un italian anvet Carlo Meratti e 1821.

1821 : Ar servijoù post kentañ

Timbroù Egipt 
Siell Posta Europea
Timbroù Egipt 
Timbr 1867

Krouet en doa un embregerezh prevez a vo anvet POSTA EUROPEA e 1842. Aotreet eo gant ar Gouarnamant Egiptat (e 1857) da gorvoiñ servijoù ar post e-barzh ar vro, betek ar 1añ a viz Genver 1865. An deiz-se e teu ar servij dindan dalc’h ar Stad dindan anv POSTE VICE-REALI EGIZIAN.

Timbroù Egipt 
Timbr 1872

D’ar 1añ a viz Genver 1866 e voe embannet an timbroù kentañ. Skeudennaouet e voe re 1867 gant ur biramidenn hag ar sfiñs mil anavezet.

Moullet e voe timbroù 1872 gant ur meneg en italianeg : Poste Khedive Egiziane. Degemeret eo an Egipt en Unvaniezh Postoù ar Bed e 1875, hag adal 1879 e vo istitlet an timbroù egiptat e galleg rak yezh ofisiel an aozadur etrebroadel eo.

Tennañ a reas splet Breizh-Veur e oa bet diwanet un emsavadeg a-enep ar C’hedive - an titl bet roet da c’houarnour an Egipt gant ar pennoù-bras otoman – evit diskleriañ ar brezel ha kas soudarded e 1882. Ha pa chom Egipt un tiriad emren en Impalaeriezh otoman e rank an Egiptianed sentiñ ouzh divizoù ar Saozon. Pa grog ar Brezel-bed kentañ e teu Egipt da vout ur vro « gwarezet » gant Bro-Saoz ez-ofisiel.

Timbroù Egipt 
Timbr 1914

10 timbr boutin bennak a voe embannet e 1914, o kinnig lec’hioù ha savadurioù heverk ar vro. Adembannet e vint e 1915 gant ur rouedigell nevez.

Rouantelezh Egipt

Timbroù Egipt 
Timbr 1929
Timbroù Egipt 
Timbr 1950

Dizalc’h eo Egipt da vat e 1922 (war-bouez Kanol Suez), ha Fouad 1añ zo anvet da Roue Egipt. Un darn vat eus an timbroù embannet betek fin ar rouantelezh e 1953 zo warno poltred an den-meur, pe diwezhatoc’h hini e vab Farouk.

1953 : ar Republik

Diskaret eo ar Roue Farouk e 1952, gant ofisourien an arme egiptat, en o fenn Gamal Abdel Naser. Embannet eo ar Republik e 1953.

Splann eo cheñchamant temoù an timbroù : kuit arouezioù ar rouantelezh, met skeudenn micherioù, labourerien-douar, soudarded a weler wan an timbroù boutin nevez. Fier eo Ejipt da vezañ mestr war Ganol Suez en-dro, un timbr embannet e 1954 a lid tec’hadenn ar Saozon goude ur brezel.

1958 : Republik Arab Unvan

Timbroù Egipt 
Timbr 1958
Timbroù Egipt 
Timbr 1965

Divizet e voe e 1958 kendeuziñ Stadoù Siria hag Egipt dre sevel ar Republik Arab Unvan (e saozneg United Arab Republic pe UAR). Hiviziken ne oa mui anv eus Ejipt war an timbroù met al lizherennoù UAR a lenner hepken. Pep melestradurezh a chome e karg eus an dibab timbroù, ha war-bouez an timbr a embann krouidigezh ar R.A.U., n’eus ket timbroù kumun en div vro.

Spered stourm pennoù-bras Ejipt a c’heller divinout pa weler temoù ar skeudennoù : “Devezh Palestina” (1961), deiz-ha-bloaz an Dispac’h, dizalc’hidigezh Aljeria, an Trede-bed… Met brudet e veze ivez ar savadurioù, ar sevenadur hengounel, tudennoù (skrivagnerien, barzhed…), an Henegipt…

Ne badas ket avat an unvaniezh rak e 1961 e tivizas Siria he c’huitaat. Hogen, moullet e voe timbroù gant ar meneg UAR betek 1971 avat. Ar bloaz-se e voe badezet ar vro “Republik Arab Egipt”. Pa oa tost a-walc’h ouzh an Unvaniezh Soviedel an Egipt da vare Naser (marvet e 1970) e fell d’ar penn-bras nevez, Anwar el-Sadat kas war-raok ur politikerezh frankizour, ha tostaat e vro ouzh ar Stadoù-Unanet.

An anv EGYPT e saozneg hag en arabeg a weler war an timbroù hiviziken.

Timbroù Palestina

Timbroù Egipt 
Timbr Egipt dreistmoullet

Pourvezet o deus Egipt ha Jordania timbroù da Gaza ha da Sisjordania etre 1948 ha 1967.

  • Gwelet Timbroù Palestina

Timbroù Kanol Suez

Timbroù Egipt 
Kanol Suez - Timbr 1868

Ur rummad 4 zimbr a voe embannet gant ur gompagnunezh prevez e miz Gouere 1868 evit paeañ taos al lizhiri kaset eus Port Said da Ganol Suez. Paouezet en deus ar servij-se e miz Eost 1868. Rouez ha kêr-spontus int bremañ, ha falstimbroù zo bet lakaet e gwerzh.

Burevioù-post estren

Lu Saoz en Egipt

Etre 1932 ha 1941 e veze graet gant timbroù ispisial dreistmoullet warno BRITISH FORCES IN EGYPT pe ARMY POST EGYPT gant lu ar Rouantelezh-Unanet.

Pennad kar

Tags:

Timbroù Egipt 1821 : Ar servijoù post kentañTimbroù Egipt Pennad karTimbroù Egipt

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

SkoutelezhKouronkerezedKlotenn1891Añjela DuvalJezuz NazaretBBCPedro Iañ BrazilLuciano PavarottiTierniezh ar BtolemeedTokarev TT 33Roue ArzhurBrazilKama SoutraISO 4217Proviñs BritanniaEil Brezel-bedTirant lo BlancUrz Goanag BreizUrzhiataerezh2024Bro-C'hallNarbonaBukkakeWinchester Repeating Arms CompanyYemenKankavenAlamagnWordPress.comNovorossiya (kevredad)KazhAtomTaj MahalHaousaegSodomiezhWaffen-SSXXvet kantvedISO 639-1Charlez III (Rouantelezh-Unanet)El NiñoBandenn GazaKurdegAdsav MeijiStêr an AlreHafniomSvedenCreative CommonsSevelouriezhRigaCarne (film, 1968)Republik KoreaSkouarnLouis Hector BerliozAmzer-dremenet (yezhoniezh)Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022Sam WorthingtonYann ar BadezourMiddlesexRitennIwerzhonGer leunKirgizstanKornôgMicrosoftISBNMengleuzLuger P08🡆 More