Kanol Suez

Emañ Kanol Suez (arabeg: قناة السويس, Qanā al-Suways) en Egipt, e kornôg Ledenez Sinai.

Kleuziet eo bet evit digeriñ un hent d'al listri etre Porzh Said (Būr Sa'īd) war vord ar Mor Kreizdouar ha Suez (al-Suways) war ar Mor Ruz. 163 km hed a zo gantañ gant div lodenn, unan e Hanternoz al Lenn C'hwerv Veur hag an eil er Su betek pleg-mor Suez.

Kanol Suez
Kanol Suez, he lec'hiadur ha gwelet diouzh an oabl (skeudenn NASA)

Ledan a-walc'h eo evit daou lestr-samm da vont a bep tu ha kleuziet eo bet e diwezh an XIXvet kantved evit ma chomfe al listri hep merdeiñ tro-dro da Afrika a-bezh ha kinnig d'an dezougerezh war vor un hent berroc'h etre Europa hag Azia. A-raok e veze dezouget ar varc'hadourezh war douar eus an eil mor d'egile.

Pouezus-bras eo ar ganol evit ekonomiezh ar vro, hag an trede andon teulenn (arc'hant estren) eo evit Egipt.

Igoret eo bet d'ar 6 a viz Eost gant prezidant bro Ejipt (Al-Sissi) ar "ganol nevez" a aotre d'un niver brasoc'h (war dro div wech miuoc'h) a bigi tremen. Padet en deus al labourioù ur bloavez leun. Ar chenchamentoù kaset a zo donedigezh ha ledanedigezh 35 km kanol met ivez touladenn 37 km kanol war al lodenn reter.

Istor

Henamzer

Ur ganol kornôg-reter a zo bet kleuziet gant ar Faraon Senousret III (XIIvet tierniezh - war-dro 1850 kent Jezuz-Krist) eus ar stêr Nil betek Suez.

Liammoù diavaez


Kanol Suez 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

ArabegEgiptHanternozKornôgLedenez SinaiLestrMor KreizdouarMor RuzPleg-morSu

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

SevenadurArvorigJohannes Vermeer1989BiblAnimeYuzev-portugalegSav-bronnoùGalizegRannvro BreizhGres (bro)Dron846SivetKevezadeg bed ar Formulenn 1 2020KomunouriezhSandra BullockC'hoari ar misionerKervoroc'hAtarrabiaKelornWapitiC'hwevreruslimestraWikeriadurNikotinVeneziaEnez VreizhHolloueziadurČeská zbrojovka a.s.Proviñs PordenoneMao Zedong1653Rouantelezh-Unanet16 a viz KerzuPabKemperGwern-valouinYouTubeColuche1671KazanThe Parting GlassKevin CostnerA PortuguesaEuropa (kevandir)MalaysiaMoskva (stêr)KesoueBM-30 SmerchBro-SkosMediaWikiLezverc'h1952Bro-SaozKravatenn noterDihunEkologiezh politikeldevezh etrebroadel gwirioù ar merc'hedWessexMoskovJakez II (Bro-Saoz)Keith HaringTverAostria1635KroategTeknologiezh🡆 More