An Noise rock (rock trouzus) a zo ur seurt sonerezh a zo diorroet er bloavezhioù 1980.
Ledan eo an doare ma vez termenet, gwelet e vez evel skourr sonerezh-arnodiñ ar sonerezh punk. Sonerezh rakward eo, ennañ levezon ar sonerezh punk, ar sonerezh amdonek hag ar sonerezh industriezh.
A-wechoù e lavarer ivez noisecore, daoust ma vez implijet an termen-se da envel ar sonerezh grindcore hag ur seurt sonerezh tekno hardcore.
E-touez levezonioù al luskad emañ Velvet Underground (dreist-holl ar bladenn White Light/White Heat), The Stooges, Fifty Foot Hose, ar sonerezh krautrock, ar sonerezh free jazz ha free-rock hag ar bladenn Metal Machine Music gant Lou Reed.
Diorren a reas an noise rock d avat er bloavezhioù 1980 er Stadoù Unanet, da-heul al luskad no wave. E-touez ar strolladoù a rae noise rock e voe The Jesus Lizard, Big Black (Chicago), Butthole Surfers, Scratch Acid (Texas), Sonic Youth, Swans, The Cows (Minneapolis), Flipper (San Francisco) ha Dinosaur Jr (Massachusetts).
Hiziv an deiz ec'h implijer ivez an termen noise rock da envel sonerezh graet e Japan gant strolladoù evel Boredoms ha Melt-Banana.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Noise rock, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.