Menezioù Atlas

An Atlas (berbereg: idurar n Watlas, arabeg: جبال الأطلس‎) a zo un aradennad venezioù Afrika an Norzh, er Maghreb, war 2 500 km a-dreuz Maroko, Aljeria ha Tunizia.

    Menezioù AtlasUr pennad disheñvelout Atlas zo ivez.

Toukbal, gant e 4 167 m eo ar beg uhelañ, e mervent Maroko. Ar menezioù Atlas a zisparti an aodoù kreizdouarel hag atlantel diouzh ar Sahara. An dud a zo chom er menezioù Atlas a zo Berbered anezho evit an darn vrasañ. Er menezioù-mañ ez eus plant ha loened na vezont kavet nemet amañ, reoù all eus Europa ; ha reoù zo a zo en arvar pe aet da get. Da skouer ar marmouz berber, arzh an Atlas (aet da get), al loupard berber, ar c'harv berber, al leon berber (aet da get), hag all.

Menezioù Atlas
Gwel eus an Atlas e Maroko.

Lakaat a ra an anv da soñjal er vojenn c'hresian eus ar ramz Atlas bet kondaonet gant Zeus da zougen bolz an oabl war he zivskoaz.

Rannoù

Meur a venezieg zo anezho. Teir rann zo d'an Atlas, a gornôg da reter:

  • Atlas Maroko e Maroko, teir rann enne ivez:
    • an Atlas Krenn a sav betek 3 356 metr e Maroko;
    • an Atlas Uhel a sav betek 4 167 metr e Maroko;
    • an Enep-Atlas a sav betek 3 305 metr e Maroko;
  • Atlas ar Sahara (Aljeria ha Tunizia) anezho
    • ar menezioù Aorez a sav betek 2 328 metr er Djebel Chelia en Aljeria;
    • Menezioù Tunizia a sav betek 1 544 metr er Djebel Chambi e Tunizia;
  • an Atlas tellian (Aljeria ha Tunizia):
    • Djurdjura, a sav betek 2 308 metr en Aljeria;
    • Ouarsenis a sav betek 1985 metr en Aljeria.


Geografiezh

Menezioù Atlas 
Kartenn a ziskouel pelec'h emañ ar menezioù Atlas.

Savet int bet da mare ar Rakkambrian, ha savet goude e-pad tri marevezh eus istor an douar.


Harzoù tektonik

Ar menezioù Anti-Atlas a zo bet krouet pa voe stokadenn etre Afrika hag Amerika. Hiziv an deiz e c'haller gwelout restajoù eus ar menezioù se er Menezioù Appalachoù en Amerika.

Tektonik kentañ

Mare distummadur a empleg an Anti-Atlas, a zo bet krouet er Paleozoeg gant stokadenn ar c'hevandiroù. Norzhamerika, Europa hag Afrika a zo bet stok-ha-stok milionoù a vloavezhioù zo.

An eil tektonik

E-pad mare ar Mezozoeg e lakae un astennadenn eus ar gwiskad douarel ar c'hevandiroù da bellaat an eil diouzh ar reoù all. An astennadenn-mañ a groue diazoù goueledennet bras ha intrakevandirel. Ul lodenn vras eus lodenn roc'hellek ar menezioù a oa dindan ar morioù pell 'zo.

An trede tektonik

A-benn ar fin, etre 65 ha 1,8 milion a vloavezhioù zo ez eus bet ur stokadenn all etre Europa hag Afrika evit sevel ar menezioù Atlas a-vremañ.

Regennadoù ar menezioù Atlas

Atlas Uhel

Ar regennadoù a c'hell bezañ rannet e peder rannvro vras, eus ar c'hornôg d'ar gevred:

An Atlas Uhel a zo lec'hiet a-us an Atlas Krenn, mont a ra war-zu bro Aljeria, poblet gant Berbered dreist-holl. El lodenn-mañ emañ Ouarzazate, traoñien an Draa, ha traoñienn an Ourika.

Regennad Atlas krenn

Al lodenn gren eus ar menezioù Atlas a zo lec'hiet nemet e bro maroko. Goude al lodenn man a zo ul loden garvegier a za betek bro aljeria. An Atlas uhel a en em ledannat a ra war 700 kilometric gant tro dro 10 beg menez a za uheloc'h eget 4.000 metrad. An norzh a zo dispartiet eus al lodenn gren gant ar stêr Sebou.

Liammoù diabarzh


Menezioù Atlas 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Notennoù

Tags:

Menezioù Atlas RannoùMenezioù Atlas GeografiezhMenezioù Atlas Liammoù diabarzhMenezioù Atlas NotennoùMenezioù AtlasAfrika an NorzhAljeriaArabegBerberegMaghrebMarokoSaharaTunizia

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Roll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùVoorpostdevezh etrebroadel gwirioù ar merc'hedFouzhlec'hLimbourg (Belgia)One Man Went To MowBeretta M1951Stadoù-Unanet AmerikaTalbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)Friedrich EngelsHohenzollern (1901-1914)Elzas-LorenRoumaniaBilhed-bank16651833Morlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaGewehr 981676MadeiraBro-Saoz1897MarcosSomalilandAchille DevériaSant-MaloùGoogleKomunouriezh18 GwengoloPellgehenterezhioùNaonedYa d'ar brezhonegFernande1952Reter SussexWikiGres (bro)StringCynwidionBianca de' MediciChesten MarchantVeneziaSpongeBob SquarePantsKesoueMeurzh (deiz)GallegSkramm strinkennoù liñvelBrazilDamh the BardKontelezh EssexYokegTi ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)Roz-kiDaouzek labour AsteriksCharlez II (Bro-Saoz)PantaleoneTalierouriezhAmalie Sophie von Wallmoden9 a viz EbrelEvnBM-30 SmerchKervoroc'hČeská zbrojovka a.s.XVIIvet kantvedTyne (Bro-Saoz)Bro Gwiniegi NaonedBengaluruJohannes Vermeer🡆 More