Maligorned, melc'hwed-klorek, melc'hwed-kornek, melc'hwed-krogennek, melc'hwed-krogilhennet, melc'hwed-moger, melc'hwed-podek a reer eus blotviled krogennek hag a vev en dour dous, en dour mor pe war an douar (40% anezho).
Gasteropoded int, a vev diwar plant hepken, pe diwar plant ha loened, pe diwar loened hepken, pe diwar lastez. Ur grogenn rodellet o deus, bras a-walc'h evit ma c'hellfe al loen en em zidennañ penn-da-benn enni.
Tremen 50 000 spesad maligorned zo ; pouezus int e sevenadur mab-den, pa vezont maget ha debret ha pa vez stourmet outo.
E pep lec'h ez eus maligorned-douar, zoken en dezerzhioù ; maligorned-dour a gaver en holl stêrioù (war-dro 4 000 spesad) hag er morioù betek an abisoù, da lavarout eo izeloc'h eget 3 000 m dindan live keitat ar mor.
|
Ledan-kenañ eo skalfad mentoù kregin ar maligorned en o oad, pa'z eo ar spesad brasañ 900 gwech brasoc'h eget an hini bihanañ : Syrinx aruanus, 91 cm ha 18 kg — maligorned-mor all, < 1 mm.
En Afrika ar C'hornaoueg e kaver ar brasañ maligorned-douar, ar spesad Achatina achatina, betek 30 cm o c'hrogenn hag 1 kg a bouez enno.
Lod maligorned a anal dre skevent evel an darn vuiañ eus al loened a vev war an douar, lod all a ra dre vrenkoù evel an darn vuiañ eus ar re a vev en dour.
Koulskoude, kement a spesadoù maligorned zo emdroet war an Douar a-hed istor ar blanedenn ma kaver maligorned o deus brenkoù war an douar ha re o deus skevent er stêrioù hag er morioù.
E genoù an darn vuiañ eus ar maligorned ez eus un doare teod warnañ miliadoù a vegennoùigoù hag a labour evel ul livn a-benn drailhañ ar boued.
Geotdebrerien eo an darn vrasañ eus ar maligorned (re ar morioù a zebr bezhin), hogen lod zo hollezat ha lod all zo preizherien kigezat.
Maget e vez maligorned, Helix pomatia ha Cornu aspersum dreist-holl, evit sevel meuzioù cheuc'h e keginerezh Europa. Maligorned all a vez debret en Afrika hag en Azia da dapout protein.
War aodoù ar bed a-bezh e vez debret maligorned mor.
Mouk Tir | |
---|---|
Mouk Tir | |
CMYK | (45, 100, 47, 42) |
HSV | (235°, 98%, 40%) |
HTML | #66023c |
sRGB | (102, 2, 60) |
Fall eo ar maligorned evit ar gounezerezh dre vras, abalamour ma tebront ar plant yaouank. Klask a reer o lazhañ dre zisastuzerioù kimiek, dre kenderc'hadoù huelenn pe gignen enno. Lod labourerien-douar a glask mirout outo a bignat er gwez dre lakaat ur gwiskad kouevr tro-dro d'ar c'hef anezho, pe dre skuilhañ tammoù klor vioù war al leur a-benn mirout ouzh ar maligorned a ruzañ.
Un doare all zo bet klasket, dre zegas maligorned preizher Rumina decollata eus diazad ar mor Kreizdouar ; ar re-se a zebr maligorned al liorzhoù ha gasteropoded all evel ar melc'hwed.
Gwezeladoù evit yec'hed ar c'hroc'hen a vez fardet diwar Helix aspersa rak sikour a reont da gleizhennañ ar goulioùigoù, da vouestaat ar c'hroc'hen, da beuzdiverkañ ar roufennoùigoù ha da bareañ an akne.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Melc'hwed-krogennek, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.