Bourgogn

Bourgogn (galleg: Bourgogne) a zo ur vro istorel, bet stad emren ha goude proviñs c'hall, bremañ er Frañs.

Hiziv eo ur rannvro (gwelet: Rannvro Bourgogn).

Kemmoù a-hed an istor

Bourgogn 
Bourgogn e Bro-C'hall hiziv
Bourgogn 
Ardamezioù Bourgogn

Istor

Dont a ra an anv Bourgogn eus pobl ar Vurgonded a grouas Burgondia. En amzer Karl Veur hag e ziskennidi e voe ur rouantelezh a Vourgogn, hag ur rouantelezh an Div Vourgogn.

Er Grennamzer eo ret disheñvelout kontelezh Bourgogn diouzh dugelezh Bourgogn.

Neuze enta e oa duged Bourgogn dindan ar roue gall abalamour da zugelezh Bourgogn, da Artez ha da Flandrez, ha dindan an Impalaer abalamour da gontelezh Bourgogn, Gueldre, kontelezh Hainaut, Brabant hag un toullad douaroù all.

Ragistor

Eskern zo bet kavet e Solutré a ziskouez e oa poblet ar vro etre -18 000 ha -15 000.

War-dro ar VIvet kantved a-raok ar C'hrist gant Kelted o deus lezet o roudoù (teñzor Vix).

Eno e oa kreiz ar vro o stourm ouzh Romaned Kaezar, betek seziz Alesia. Romanekaet don e voe ar vro. Savet e voe Augustodunum (Autun hiziv), a zeuas da vout ur greizenn a sevenadur galian-roman. Adalek an Eil kantved e voe kristenaet ar vro. Er Vvet kantved e voe rivinet gant ar Varbared. War-dro 450 e voe gwelet ar Vurgonded o tiazezañ hag o sevel o rouantelezh, Burgondia.

Aloubet e voe ar vro gant ar Franked e 534, ur rouantelezh nevez-savet enni (561-687), ha staget goude ouzh Aostrazia ha Neustria gant Pippin Herstal.

Gant feur-emglev Verdun, e 843, e voe rannet Impalaeriezh ar C'hornôg entre tri mab Loeiz an Deol, ha merket an harzoù etre Dugelezh Bourgogn, roet da Karl Voal, ha Kontelezh Bourgogn, pe Franche-Comté, e dalc'h Lotar, a chomo en Impalaeriezh Santel betek ar XVIIvet kantved.

En 879 e teuas lodenn reter ar vro da vezañ kreiz Rouantelezh Bourgogn a en em lede e Provañs ha war lez dehou ar stêr Ron. Adalek an Xvet kantved e veze graet Rouantelezh Arle anezhi, hag en 1032 e tegouezhas etre daouarn an impaler german Konrad II.

Politikerezh

  • Gwelout Politikerezh Bourgogn

Douaroniezh

  • Gwelout Douaroniezh Bourgogn

Kehentiñ

  • Gwelout Trañsportoù e Bourgogn

Armerzh

Emdroadur ar boblañs

  • Gwelout Demografiezh Bourgogn
Bourgogn 
Kloc'hdi abati Cluny

Sevenadur

  • Gwelout Sevenadur Bourgogn
  • Cadole

Skiantoù

  • Gwelout Listenn familhoù plantoù Bourgogn

Liammoù diabarzh

  • Bourgogne zo ivez ur gumun c'hall e departamant ar Marne.
  • Gwin Bourgogn a vez graet eus gwin ar vro.

Liammoù diavaez

Tags:

Bourgogn Kemmoù a-hed an istorBourgogn IstorBourgogn PolitikerezhBourgogn DouaroniezhBourgogn KehentiñBourgogn ArmerzhBourgogn Emdroadur ar boblañsBourgogn SevenadurBourgogn SkiantoùBourgogn Liammoù diabarzhBourgogn Liammoù diavaezBourgognBourgogn (rannvro)FrañsGallegProviñs c'hallRannvroioù Bro-C'hall

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Dugelezh BreizhDaouzek labour Asteriks1635BeateTaoiseachNaonedHong KongLec'hiennRobert SchumanTalierouriezh2001Touche pas à mon poste !SivetJorjiaPaul NewmanPieter de HoochMorlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaUkrainaApex LegendsSevenadurJohann Nepomuk GeigerRoumaniaDronKravatenn noter1654Breizh-UhelBruderezhMarcos1999VoorpostStad emveliekISO 8601YouTubeTi ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)Anne Breizh-VeurOfiserien-Veur Dugelezh BreizhSanta Maria del FioreSkritur taiekMeurvor HabaskL'Entraide française (1945)Skol-veur AberystwythKergrist-MoeloùOuzbekistanReizhAfrika an Norzh2020MediaGewehr 98Hans BaurRannvro Breizh2012C'hoari ar misioner1794Strollad politikelMelhom42Gwareg (arm)AtarrabiaJapanFernandeKerborzhMalaysiaMelusine von der SchulenburgKenrouedadGenadN🡆 More