An islam chiit pe chiitiezh (arabeg: شيعة; perseg: شیعه) a zo un doare berr evit Shī'at 'Ali (kostezenn 'Ali).
Ar vuzulmaned chiit a gred e kelennadurezh familh ar profet Mohammed, a reont Ahl al-Bayt anezhi. Diskibien int eta da diegezh Muhammad hag Ali ibn Abi Talib (an Imam Ali). Soñjal a ra d'ar chiited n’o deus bet an tri c'halif sunnit kentañ pouez ebet evit bezañ kaset war-raok ar feiz vuzulman.
Tamm eus un heuliad pennadoù a-zivout Islam |
Kredennoù ha kustumoù |
Unded Doue |
Pennoù Bras |
Mohammed |
Testennoù ha lezennoù |
Koran • Sunnah • Hadith |
Skourrioù Islam |
Sunnit • Chiit • C'harijit • Soufiegezh |
Kevredigezh |
Studioù islamek • Istor |
Evel an islam sunnit eo bet rannet an islam chiit e meur a duad, met tri skourr kalz dreist d'ar reoù all a zo bremañ. Ar re anavezetañ hag ar re niverusañ eo an daouzekveded (Ithnāˤashariyya) (war-dro 80%), ar reoù all eo an ismaelianed hag ar zaiddiyahed. Diouzh o zu, an alawited hag an druzed a lavar ez int chiited, met n'emañ ket a-du an darn vras eus ar chiited gant an dra-mañ.
War-dro 15% eus ar vuzulmaned a zo chiited.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Islam chiit, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.