Hafren

Ar stêr Hafren (hervez an anv kembraek) pe Havren (hervez an doare-skrivañ brezhonek), pe Severn (e saozneg), eo stêr hirañ Breizh-Veur, 354 km dezhi.

E Kembre emañ hec'h eienenn. Redek a ra da gentañ war-du Bro-Saoz, er reter, a-raok diskenn war-du ar c'hreisteiz ha degouezhout er Mor Hafren etre Casnewydd (Newport), e Kembre, ha Bristol, e Bro-Saoz.

Hafren
Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.
Hafren
Eienenn ar stêr Hafren e Pumlumon, e Kembre. Ur skritell divyezhek zo eno.
Hafren
Ar stêr Havren e Shrewsbury, pa deu e-maez Kembre, gwelet eus kastell Shrewsbury.
Hafren
An eil pont savet dreist an Havren. Kembre a weler eus Bro-Saoz.
Hafren
Ar stêr Havren.

Hec'h anv

Hafren eo anv kembraek ar Severn e saozneg. Tostaat a c'haller an daou anv-se ouzh an anvioù-stêrioù a orin keltiek Sèvre e Bro-C'hall, ha marteze ivez an anvioù Sambre, ha Saverne. Brezhonekaet eo bet an anv Hafren en Havren. Sabrina e oa an anv e latin, diwar an anv brezhonek moarvat, a zo bet adkemeret e dibenn an XXvet kantved d'ober un anv-badez.

He red

An eienenn

E Pumlumon, e-kichen Llanidloes emañ an eienenn, war ur menez 610 metrad uhelder. Nepell alese emañ eienenn ar stêr Gwy.

Adstêrioù Kembre

  • Adstêrioù d'an Hafren eo ar stêrioù Dulas, un tamm a-raok Llanidloes, ha Clywedog e kêr.
  • Un adstêr all, a-raok Caersws, eo ar stêr Cerist, kresket gant an Trannon. Adstêr ivez eo ar stêr Carno, war al lez kleiz.
  • Gwazh Mochdre e kornôg Y Drenewydd, hag ar Bechan er biz dezhi.
  • Ar Miwl en Abermule hag ar stêr River Rhiw er reter da Berriew, hag ar stêr Camlad goude e-kichen Churchstoke, hag al Luggy Brook.
  • War al lez kleiz, ar Sylfaen Brook e Croesoswallt hag ar Bele Brook er reter da Arddlin.
  • An Efyrnwy, deuet eus Lenn Efyrnwy, a red dre Powys, kresket gant doureier ar stêrioù Banwy, Cain ha Tanat, a-raok ober an harz etre Saoz ha Kembre, ha kemberiñ en Hafren tost da Melverley, e Shropshire.

Adstêrioù e Bro-Saoz

  • Ar River Perry a-raok Shrewsbury
  • Ar Rad Brook hag ar Rea Brook, deuet eus ar Stiperstones, a zegouezh en Hafren e kêr.
  • War al lez kleiz, an Tern, deuet eus Market Drayton ha kresket gant ar River Meese hag ar River Roden, a dap an Hafren en Attingham Park.
  • Ar River Worfe a zegouezh war al lez kleiz a-raok Bridgnorth, ha goude ar gwazhioù Mor, Borle ha Dowles war al lez all.
  • Ar Stour, deuet eus hanternoz Worcestershire er c'h-Clent Hills, a gej ganti e St Kenelm's Church e Romsley.
  • War-du an hanternoz ez a hag e-barzh ar West Midlands e Halesowen. Goude ez a war-du ar c'hornôg dre Cradley Heath ha Stourbridge ma kuita ar Black Country.
  • Neuze e tegouezh gant ar Smestow Brook e Prestwood, hag e tro trema'r c'hreisteiz war-du Kinver, ha distreiñ da Worcestershire.
  • Tremen a ra dre Wolverley, Kidderminster ha Wilden da gemberiñ gant an Hafren e Stourport-on-Severn.
  • An Dick Brook, Shrawley Brook ha Grimley Brook a zegouezh war lez dehoù a-raok d'ar River Salwarpe, a red dre Droitwich, degouezhout war al lez all.
  • An Teme, deuet eus Kembre, a red war-du ar reter, a dreuz an harz etre Shropshire ha Herefordshire, a zastum doureier ar stêrioù River Onny, River Corve ha River Rea a-raok kemberiñ en Hafren er c'hreisteiz da Worcester.
  • Bushley Brook a zegouezh a-raok ar c'hember gant Avon Warwickshire e [[Tewkesbury]: meur a Avon all zo, honnezh a ya war-du ar c'hornôg dre gêrioù Rugby, Warwick ha Stratford-upon-Avon.
  • Neuze e tegouezh dezhi hec'h adstêr Arrow, a-raok before joining the Severn.
  • Ar stêrioù Swilgate ha Chelt a dizh lez kleiz an Havren, evel gwazh Hatherley ha hini Horsbere, a-raok kêr Gloucester.
  • Ar River Leadon enters the tidal West Channel of the Severn at Over, er c'hornôg da gêr Gloucester.
  • Ar Stêr Frome eo an eil adstêr a vent vat en aber ar Severn e Framilode.
  • Bideford Brook, goude tremen dre reter ar Forest of Dean, a zi gouezh en aber er reter da Blakeney. On the opposite (southeast) bank the flow of the River Cam is usurped by the Gloucester and Sharpness Canal before reaching the estuary. The Lyd enters the west bank of the estuary at Lydney Harbour opposite the place where Berkeley Pill carries the waters of the Little Avon River into it.

An adstêr diwezhaén a-raok Severn Bridge eo is the collection of streams which enter via Oldbury Pill.

  • Ar Gwy, deuet ivez eus Plunlumon e Kembre, tremenet dre Rhayader ha Builth Wells, a zegouezh e Bro-Saoz, en Herefordshire, ma treuz kêr Hereford. Goude e tegouezh enni ar River Lugg.
  • Neuze e treuz Ross-on-Wye ha Monmouth, ha neuze, en he red trema'r c'hreisteiz, e ra an disparti etre Saoz (Forest of Dean) ha Kembre.
  • Er c'hreisteiz da Chepstow e tegouezh en hec'h aber.

The Mounton and Nedern brooks enter on the Monmouthshire side between the two motorway crossings. The Port of Bristol is on the Severn Estuary, where another River Avon flows into it through the Avon Gorge. The River Usk and the Ebbw River flow into the Severn Estuary at Uskmouth just south of Newport.


Pontoù

Pontoù brudet zo dreisti, darn en houarn, evel re Llandinam hag Ironbridge. Daou bont zo dreist an aber, e kembraeg e vez graet Pont Hafren eus an eil hag Ail Groesfan Hafren eus egile. Ouzhpenn-se emañ an twnnel Hafren evit an hent-houarn dindani.

Skeudennoù

Notennoù

Liammoù diavaez


Hafren 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Breizh-VeurBrezhonekBristolBro-SaozCasnewyddKembraekKembreMor HafrenSaozneg

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

LevrISO 8601Gopr hollvedelColt PythonTchekia25 MezhevenBella HadidLa mia nonna è vecchierellaX-SAMPAKourzhRepublik DominikanNaonedWikimediaRouanImpalaeriezh Rusia17 EbrelDeiziadur hebraekGwallerezhTaj MahalBeretta 92Nikonov AN-94Adsav MeijiLiberté, Égalité, Fraternité2013Eil Brezel-bed1891BahreinSukarnoLuger P08Australia DayLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegMediaWikiNoazhded en arz.222 RemingtonShelby ChesnesWarcraft (film)Achille DevériaAtleterezhGallegos del RíoNaziegezhBolchevikOadvezh HeiseiIndonezegLes Sables-d'Olonne163RifegPelleilerMoudennElsa DorlinKentañ KroaziadegGoGilgamechBuenos AiresLiger-AtlantelIslam sunnitSalaun (roue Breizh)Sellier & BellotTxoria txoriKouronkerezedIranGoogleEuropaRevrfouzherezhL'Hospitalet de Llobregat1771La Bruyère (Belgia)🡆 More