Gilgamech

Gilgamech (/ɡilˈɡa:mɛʃ/, e skritur gennheñvel Akkadek: , Gilgameš, anvet ivez Bilgames en testennoù sumerian kentañ) a oa pempved roue Uruk, er vro zo Irak ha Koweit hiziv (tierniezh abred II, kentañ tierniezh Uruk), hag en dije renet war-dro 2500 vloaz kent J.K.

Hervez ar rolloù rouanez sumerian en dije renet e-pad 126 vloaz.

Gilgamech
Haroz, trec'het gantañ ul leon, eus palez Sargon II e Dur Sharrukin (Khorsabad hiziv, e-tal Mossoul), 713-706 kent J.K.

Hervez enskrivadur Tummal, Gilgamech hag e vab Urlugal, a adsavas santual an doueez Ninlil, e Tummal, ur c'harter sakr en he c'heoded Nippur. Gilgamech eo haroz pennañ Meurgan Gilgamech, an oberenn vrasañ eus lennegezh kozh Mezopotamia zo chomet betek ennomp.

Er meurgan, e dad a oa Lugalbanda hag e vamm Ninsun (anvet Rimat Ninsun gant lod), un doueez. E mitologiezh Mezopotamia, Gilgamech a oa un hanterzoue, dezhañ un nerzh dreistdenel, a savas murioù keoded Uruk da zifenn e bobl diouzh gourdrouzoù an diavaez, hag a reas ur veaj hir hag arvarus da gejañ gant ar fur Utnapishtim, a oa chomet bev war-lerc'h al Liñvadenn Veur. Deskrivet e vez peurliesañ evel doue evit div drederenn ha den evit un drederenn.


Liammoù diavaez


Gilgamech 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Notennoù

En e raok 
Aga Kich
Roue Sumer
war-dro 2600 kent J.K.
War e lerc'h
Ur-Nungal
En e raok 
Dumuzid, ar pesketaer
Ensi Uruk
war-dro 2600 kent J.K.

Tags:

AkkadegIrakKoweitSkritur gennheñvelSumerwiktionary:𒄑wiktionary:𒈦

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Beretta M1951NaonedGeorge IIIBruderezhSimon HarrisLatin9 a viz Ebrel2012Lennegezh vrezhonek kolletFouzhlec'hAescwine EssexBrazil2001Francisco Franco1794Limbourg (Belgia)Adolf HitlerKenrouedadLienenn-gourzhDronMontanaAostriaBrennidennDouar ha FrankizSaoznegVeneziaColt M1911Nikki FritzColucheISO 8601Google ChromeKarabiner 98k2006Amalie Sophie von WallmodenVoorpostTurkiaMouk1añ MezhevenWorld Wide Web ConsortiumBiblMeurzh (deiz)Goodnight, IreneDegemerKomunouriezhWilliam IIIYezekael, roue DomnoneaChatGPTXVIIvet kantvedTeknologiezhLadinoegEostMalaysiaEkologiezh politikelAvranchesUkrainaSanta Maria del FioreBeorhtric WessexKrampouezhKergrist-Moeloù1661Andhun SussexKerveskontFellasionGwareg (arm)NikotinProviñs Pordenone1952Johnny Depp🡆 More