Dilastezer eo an anv hollek roet d’an holl danvezioù naturel pe kevanaozel gouest da gontrolañ, da zedennañ, da argas, da zistrujañ pa da enebiñ ouzh diorroadur ar boudoù bev (mikroboù, loened ha plant) a vez sellet oute evel noazus evit al labour-douar, an naetadurezh publik (da skouer ar c’hwiled-du en tier), ar yec’hed publik (an amprevaned arvevat (laou, c’hwen) pe a zegas kleñvedoù evel terzhienn-ar-paludoù hag ar bakteri kontammus eus an dour distrujet gant klor), yec’hed al loened, pe an tachennoù n’int ket gounezet (hentoù, aerborzhioù, hentoù-houarn, rouedadoù tredan...).
Ledanoc’h hag hollekoc’h eo ar ger « dilastezer » evit an anv « produioù fitoyec’hedel » rak talvezout a ra ivez evit an holl broduioù implijet evit stourm ouzh holl an organegoù anvet noazus, pe mall o c’has (da skouer ar c’habelloù-touseg a c’hallfe labezañ koadaj un ti) hag al louzeier evit al loened a dalvez da wareziñ ar chatal, ar jiber pe al loened doñv (da skouer, an troioù-c’hoûg enep ar c’hwen evit ar chas).
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Dilastezer, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.