Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika: Brezel diabarzh e Stadoù-Unanet Amerika etre 1861 hag 1865

Brezel digevrediñ pe Brezel diabarzh amerikan, anvet the Civil War er Stadoù-Unanet hag a wechoù the War of Northern Aggression pe second war of independence gant an dud a-du gant stadoù ar su, a zo ur brezel diabarzh c'hoarvezet etre 1861 hag 1865, hag a empleg Stadoù-Unanet an Unaniezh, renet gant Abraham Lincoln, hag ar Stadoù Kengevreet Amerika, renet gant Jefferson Davis hag a gevrede unnek Stad eus ar su (Su ar Stadoù-Unanet) hag o doa digevredet diouzh ar Stadoù-Unanet.

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika: Istor, Red an darvoudoù, Tud dibar an Unvaniezh
brezel diabarzh, brezel
MoranvWar Between the States, War of Northern Aggression Kemmañ
Anv berrCivil War Kemmañ
Lec'hSouthern United States, Northern United States Kemmañ
Heuliet gantSecond American Civil War Kemmañ
Deiziad kregiñ12 Ebr 1861 Kemmañ
Deiziad echuiñ9 Ebr 1865 Kemmañ
PerzhiadUnion, Stadoù Kengevreet Amerika Kemmañ
Abeg pennañslavery in the United States Kemmañ
Abeg kentizh1860 United States presidential election, secession of the Southern United States, emgann Fort Sumter, President Lincoln's 75,000 Volunteers Kemmañ
EfedEmancipation Proclamation, Ten percent plan, Thirteenth Amendment to the United States Constitution, Reconstruction Era Kemmañ
Studiet gantIstor milourel Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Has contributing factorFugitive Slave Act of 1850, Kansas–Nebraska Act, Dred Scott v. Sandford, John Brown's raid on Harpers Ferry, 1860 Democratic National Convention Kemmañ
Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika: Istor, Red an darvoudoù, Tud dibar an Unvaniezh

An unaniezh a oa enni an holl stadoù a-enep ar sklaverezh ha pemp stad sklaver, renet gant Abraham Lincoln hag ar strollad republikan. Hemañ a oa a-enep emled ar sklaverezh (hep bezañ a-enep ar sklaverezh end-eeun) war douaroù ar Stadoù-Unanet, ha trec'h ar republikaned e dilennadegoù prezidantel ar Stadoù-Unanet e 1860 a zegas ur digevrediñ a-berzh seizh Stad eus ar su, a-raok na vije kemeret ar sez gant Lincoln.

Pevar bloaz brezel drastus a voe gant 620 000 betek 750 000 soudard lazhet, an niver uhelañ uheloc'h evit sammad kolloù soudarded Stadoù-Unanet Amerika e-pad ar C'hentañ Brezel-bed hag an Eil Brezel-bed. Distrujet e voe darn frammadurioù Su SUA. E-fin ar brezel e voe roet lamm d'ar C'hengevread ha difennet ar sklavelezh er vro a-bezh. Mare an adsavidigezh (The Reconstruction Era) (1863–1877) goude ar brezel, gant ar pal pennañ da adunaniñ ar vro, a roas un nerzh kreñvoc'h d'ar gouarnamant war an holl Stadoù kevredet en unaniezh.

Istor

Bloavezh 1860 mare dilennadegoù prezidant Stadoù-Unanet Amerika, ar Republikaned, gant e-penn Abraham Lincoln, o devoa lakaet anat war-raok e oa ret lammañ ar sklavelezh en holl tiriadoù eus ar vro. E su Stadoù Unanet Amerika e oa gwelet kement-mañ evel un doare da dagañ gwirioù bonreizhel o stadoù. Ar strollad republikan kreñvoc'h e norzh ar vro, a zeuas a-benn da dapout muioc'h a vouezhioù hag a gannaded pezh a lakaas Lincoln da vezañ dilennet evel ar c'hentañ prezidant Republikan d'ar vro. Siwazh a-raok ma vefe bet-tu dezhañ da vezañ degemeret evel prezidant, 7 stad eus ar Su gant ekonomiezhoù diazezet war kenwerzh ar c'hotoñs a savas ar C'hengevread.

Kroget e oa ar stourm d'an 12 a viz Ebrel 1861, pa oa bet kanoliet Fort Sumter gant an nerzhioù lu kengevreet. War tachenn kornôg ar brezel an Unaniezh a yae war-raok dizehan. War tachenn reter ar brezel, an emgannoù a oa hep trec'h anat a-bep tu e 1861–1862. E miz Gwengolo 1862, Lincoln a embanne an Emancipation Proclamation, a lakae fin ar sklavelezh evel unan eus pennaennoù ar brezel. Er c'hornôg, e-pad hañv 1862 an Unaniezh a zistruje ar Morlu Kengevreet stêr, ouzhpenn darn an nerzhioù lu douar, ha lakaet seziz war New Orleans. An trec'h gant an Unaniezh e-pad Seziz Vicksburg e 1863 en devoa rannet e div lodenn ar C'hengevread er stêr Mississippi. E 1863, tagadenn an Norzh gant Robert E. Lee a oa bet trec'het e-pad Emgann Gettysburg. An trec'hioù er C'hornôg gant Ulysses S. Grant a lakaas anezhañ evel penn an holl luioù eus an Unaniezh e 1864. Ur seziz strizh a voe lakaet da dalvezout war ar C'hengevread, strategiezh an douar devet a voe lakaet da dalvezout ivez. An tagadennoù a-bep tu gant an Unaniezh a lakaas Atlanta da gouezhañ e-tal William T. Sherman e-pad ar March to the sea.

An emgannoù bras ziwezhañ a voe e-pad Seziz Petersburg. Lee a glaskas tec'hout met rediet e voe da godianañ en Appomattox Court House, d'an 9 a viz Ebrel 1865. Echuet e oa lodenn vilourel ar brezel, rediet e voe adsevel un unaniezh eus ar vroad ar pezh a gemero 12 vloaz c'hoazh. Ar mare-se a vez graet Reconstruction Era anezhi.

Red an darvoudoù

Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika: Istor, Red an darvoudoù, Tud dibar an Unvaniezh 
Lincoln ha jeneraled an Norzh, goude emgann Antietam, e 1862
Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika: Istor, Red an darvoudoù, Tud dibar an Unvaniezh 
Emgann Spotsylvania, 1864
Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika: Istor, Red an darvoudoù, Tud dibar an Unvaniezh 
Stad an traoù e 1864. E glas: Stadoù an Unvaniezh. E glas sklaer: Stadoù an Unvaniezh ma veze aotreet ar sklavelezh. E roz, ar Stadoù kengevredet. E gwenn an tiriadoù ne oant ket Stadoù c'hoazh. Al lod brasañ anezho a oa dindan dalc'h an Unvaniezh
Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika: Istor, Red an darvoudoù, Tud dibar an Unvaniezh 
To the End (Brezhoneg: Betek penn) ur sell gant Gilbert William Gaul war brezel diabarzh Amerika
Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika: Istor, Red an darvoudoù, Tud dibar an Unvaniezh 
Abraham Lincoln

Tud dibar an Unvaniezh

Tud dibar ar C'hengevread

Nerzhioù lu

Union Army

Ar re c'hlas, dre liv o unwisk soudard. Union Army a oa anv hollek nerzhioù lu an Norzh war zouar. Skourr ar morlu a oa an Union Navy.

Lu Stadoù Kengevreet Amerika

Ar re griz, dre liv o unwisk soudard. Lu Stadoù Kengevreet Amerika (Confederate States Army) a oa hollad nerzhioù lu ar Stadoù Kengevreet. Ar morlu a oa graet Confederate States Navy anezhi.

Armoù Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a voe ur brezel o welet an armoù neveshaet ha reoù nevez o tont etrezek an tachennoù emgann.

Adsevel istorel

E-leizh a adsevel istorel a vez er Stadoù-Unanet gant tem brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Adsavet e vez emgannoù pennañ ar brezel. E su ar Stadoù-Unanet ez eo kreñv-tre an adsevel istorel dre al liamm karantezus a vez bev birvidik c'hoazh hiziv-an-deiz evit an ez- Stadoù Kengevreet Amerika.

Adkemer er sevenadur

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a zo ur vammenn difin er sevenadur, er Stadoù-Unanet pe dre ar bed.

Filmoù

Bandennoù-treset

  • Les Tuniques bleues : Bull Run (albom 27), gant Lambil ha Cauvin, embannadurioù Dupuis, 1987

Sonerezh

  • Dixie (anvet ivez Dixie's Land), a zo ur ganaouenn pobl a orin amerikan.
  • When Johnny Come Marching Home kanaouenn pobl amerikan savet e-pad ar brezel.
  • The Night They Drove Old Dixie Down kanaouenn gant ar strollad The Band

Aozadurioù digorvo

Livadurioù

Lod arzourien a zo arbenikaet war ar brezel-se:

Liammoù diavaez

Gwelet ivez


Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika: Istor, Red an darvoudoù, Tud dibar an Unvaniezh 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika IstorBrezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Red an darvoudoùBrezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Tud dibar an UnvaniezhBrezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Tud dibar ar ChengevreadBrezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Nerzhioù luBrezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Armoù Brezel diabarzh Stadoù-Unanet AmerikaBrezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Adsevel istorelBrezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Adkemer er sevenadurBrezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Aozadurioù digorvoBrezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika LivadurioùBrezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Gwelet ivezBrezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika18611865Abraham LincolnJefferson DavisStadoù Kengevreet AmerikaStadoù-Unanet

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Roger FedererDante AlighieriGwezenn-gerentiezhFangornDilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 2020AlaskaRostrenennKensonenn kevig dre fic'hal divouezhJosephine BakerPi IañSilabennJe suis CharlieYahoo!Napoleon IañDilestradeg DieppeNew JerseyAbu Dhabi (emirelezh)14 DuImpalaeriezh trevadennel PortugalEnez Terc'h (Plougerne)Dragon Ball ZTexasKimiezhWikeriadurWordPress.comSatyajit RayGineaLionel MessiKatoligiezhEnez Sant-NikolazKrennamzerFellasionAozadur ar Broioù a Ezporzh PetrolSanta Cruz de TenerifeDen (Douar-ar-C'hreiz)George WashingtonGouennelouriezhGoogle ChromeVladimir PoutinMor Oc'hotskArzoù an arvestMain PageEmgann AusterlitzApollonEnez FedrunGiovanni PascoliBrest (disheñvelout)Magdalena zur LippeKotoñs29 GenverDevanāgarīLuigi BuonaparteGwened Olimpek KlubKourzhKonon (Aten)Fontecchio9 HereMermin MawrLeifr EiríkssonRaoul SalanRimascoPordenoneHenriette Bro-Saoz🡆 More