Emgann Gettysburg

Emgann Gettysburg (saozneg: The Battle of Gettysburg) a oa bet un emgann stourmet etre ar 1añ hag an 3 a viz Gouhere 1863, tro-dro hag e kêr Gettysburg, Pennsylvania, etre nerzhioù lu an Unaniezh hag ar re Kengevreet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

An emgann gwadushañ e voe da geñver an niver a c'holloù eus ar brezel a-bezh. Alies e vez lakaet war-raok evel an hini pouezusañ er brezel a roas an trec'h d'an Norzh. Lu ar Potomac, hini ar major jeneral George G. Meade a drec'has hini ar jeneral kengevreet Robert E. Lee, anvet Army of Northern Virginia. Roet e oa bet lamm da c'hoantoù Lee da aloubiñ tiriadoù an Norzh.

emgann Gettysburg
Emgann Gettysburg
emgann
Rann euseastern theater of the American Civil War Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hAdams County Kemmañ
Daveennoù douaroniel Kemmañ
DeiziadGouere 1863 Kemmañ
Deiziad kregiñ1 Gou 1863 Kemmañ
Deiziad echuiñ3 Gou 1863 Kemmañ
PerzhiadStadoù-Unanet, Stadoù Kengevreet Amerika, George G. Meade, Robert Lee Kemmañ
Order of battleQ3355588, Gettysburg Confederate order of battle, Gettysburg Union order of battle Kemmañ
Emgann Gettysburg
Plan an dachenn emgann.
Emgann Gettysburg
Kampagn Gettysburg (3 a viz Gouhere); fiñvoù ar varc'hegiezh gant linennoù-tiredoù.
  • ██ Kengevreet
  • ██ Unaniezh
  • Nerzhioù engouestlet

    Unaniezh/ Norzh

    Pennoù uhelañ lu an (Army of the Potomac)

    An Army of the Potomac, da gentañ dindan urzhioù ar Major Jeneral Joseph Hooker (Major Jeneral George G. Meade a gemeras plas Hooker e-penn al lu d'an 28 a viz even), uheloc'h evit 100,000 soudard renket hervez ar rannoù-se:

    • I Corps, Penn ar Maj. Jen. John F. Reynolds, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn James S. Wadsworth, John C. Robinson, hag ar Maj. Jen. Abner Doubleday.
    • II Corps, e-penn ar Maj. Jen. Winfield Scott Hancock, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn John C. Caldwell, John Gibbon, hag Alexander Hays.
    • III Corps, Penn ar Maj. Jen. Daniel Sickles, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn David B. Birney hag ar Maj. Jen. Andrew A. Humphreys.
    • V Corps, Penn ar Maj. Jen. George Sykes (George G. Meade betek an 28 a viz Even), gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn James Barnes, Romeyn B. Ayres, ha Samuel W. Crawford.
    • VI Corps, Penn ar Maj. Jen. John Sedgwick, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn Horatio G. Wright, Brig. Jen. Albion P. Howe, ha Maj. Jen. John Newton.
    • XI Corps, Penn ar Maj. Jen. Oliver Otis Howard, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn Francis C. Barlow, Jeneral Brigadenn Adolph von Steinwehr, hag ar Major Jeneral Carl Schurz.
    • XII Corps, Penn ar Maj. Jen. Henry W. Slocum, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn Alpheus S. Williams ha John W. Geary.
    • Cavalry Corps, Penn ar Maj. Jen. Alfred Pleasonton, gant divizionoù dindan urzhioù ar Jeneraled Brigadenn John Buford, David McM. Gregg, ha H. Judson Kilpatrick.
    • Adarmead kanolierezh, e-penn ar Jeneral Brigadenn Robert O. Tyler. (an ofiser penn evit ar c'hanolierezh e Gettysburg a oa ar Jeneral Brigadenn Brig. Jen. Henry J. Hunt, penn kanolierezh Meade.)

    E-pad an hent war-zu Gettysburg, ar Major Jeneral Reynolds a oa penn tu kleiz al lu, ar penn pellañ war-raok gant ar Irst, IIIrd, ha XIth Corps. Unvezhioù all an Unaniezh (ha ne oant ket en Army of the Potomac) a gemere perzh e Kampagn Gettysburg, met ne gemerjont ket perzh en Emgann Gettysburg. E-touezh ar re-se e oa adkavet lodennoù eus ar IV Corps, ar bezennoù ha soudarded stad eus an Department of the Susquehanna, gwarnizonoù lies, gant ul lod anezho en Harpers Ferry.

    Kengevreet/Su

    Pennoù uhelañ lu an (Army of Northern Virginia)

    Goude marv trumm al Letanant Jeneral Thomas J. "Stonewall" Jackson goude Chancellorsville, Lee a adurzhias e Army of Northern Virginia (75 000 soudard) eus daou korfad troadegiezh da dri.

    • First Corps, penn al Letanant Jeneral James Longstreet, gant divizionoù dindan urzhioù ar Major Jeneraled Lafayette McLaws, George Pickett, ha John Bell Hood.
    • Second Corps, Penn al Lt. Jen. Richard S. Ewell, gant divizionoù dindan urzhioù ar Major Jeneraled Jubal A. Early, Edward "Allegheny" Johnson, ha Robert E. Rodes.
    • Third Corps, Penn al Lt. Jen. A.P. Hill, gant divizionoù dindan urzhioù ar Major Jeneraled Richard H. Anderson, Henry Heth, ha W. Dorsey Pender.
    • Divizionoù marc'hegiezh, Penn Maj. Jen. J.E.B. Stuart, gant birgadennoù dindan urzhioù ar Jeneraled bridadennoù Wade Hampton, Fitzhugh Lee, Beverly H. Robertson, Albert G. Jenkins, William E. "Grumble" Jones, John D. Imboden, hag ar c'horonal John R. Chambliss.

    Kolloù

    Emgann Gettysburg 
    "The Harvest of Death": Soudarded marvet an Unaniezh war tachenn emgann Gettysburg, Pennsylvania, poltredet d'ar 5 a viz Gouhere 1863, gant Timothy H. O'Sullivan

    An div lu o devoa kollet etre 46 000 hag 51 000 soudard, tostik-tost d'un drederenn eus an nerhzioù engouestlet: 28% eus an Army of the Potomac ha 37% eus an Army of Northern Virginia. Kolloù an Unaniezh a oa bet 23 055 (3155 lazhet, 14 531 gloazet, 5369 prizoniet pe steuziet). Evit ar re Gengevreet eo diasoc'h gouzout ar sifroù. Meur a skiantourien o deus istimet e oa bet kollet 28 000 soudard. Hervez labour nevesoc'h Busey ha Martin (2005), Regimental Strengths and Losses at Gettysburg, e vez embannet 23 231 (4708 lazhet, 12693 gloazet, 5830 prizoniet pe steuziet). A-vras un drederenn eus ofiserien uheld Lee a oa bet lazhet, gloazet, pe prizoniet. En holl kolloù ar c'hampagn brezel evit an daou du a oa 57 225.

    Ouzhpenn bezañ an emgann marvusañ eus ar brezel diabarzh, Emgann Gettysburg a welas ivez an niver uhelañ a jeneraled lazhet ouzh ar stourm. Ar re Gengevreet o devoa kollet ar jeneraled Paul Jones Semmes, William Barksdale, William Dorsey Pender, Richard Garnett, ha Lewis Armistead, gant J. Johnston Pettigrew e-pad ar giladenn goude an emganne. E kostez an Unaniezh e oa bet kollet ar jeneraled John Reynolds, Samuel K. Zook, Stephen H. Weed, ha Elon J. Farnsworth, gant Strong Vincent ivez, a oa bet gloazet marvus hag enoret goude e varv evel jeneral brigadenn.

    Notennoù ha daveennoù

    Tags:

    Emgann Gettysburg Nerzhioù engouestletEmgann Gettysburg KolloùEmgann Gettysburg Notennoù ha daveennoùEmgann Gettysburg18633 a viz GouhereBrezel diabarzh Stadoù-Unanet AmerikaGeorge G. MeadePennsylvaniaRobert E. Lee

    🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

    Aostria-HungariaKarantezIdi Amin DadaAostralia (kevandir)Kravatenn noterPartido Socialista Obrero EspañolWessexNerzhioù armet ar Stadoù-UnanetCharles MansonKronosSnake (c'hoari video)Ti GwennPersiaWiki CommonsPanda brasKurdegBannielSuafrikaFangornPen-y-bont ar OgwrGiovanni Pascoli20 GwengoloGwallerezh reizhañGineaRaoul SalanEil brezel punekFaraonDivi KervellaBournemouthHirder kensonennelLevr ar SalmoùAtom1200Gouel DwynwenLoskaberzhRakoun debrer-krankedAC/DCRimascoAostraliaIstor Bro-SkosKib vell-droad ar bed 1982Football Klub NaonedFrancesco V ModenaMozilla FirefoxGouennlazh an AsirianedBarad-dûrDimezioù etre paotred pe etre maouezedListenn livourien Ofisoù FirenzeGwezenn-gerentiezhLeifr EiríkssonRadio Free Europe22 MezhevenPalestinaMcLaren RacingLogodenn (stlenneg)BrezhonegMandragonSkiantoniezhBloazBloavezh bizeost🡆 More