Ar Sindrom Immuno Digresk Akuizitet (SIDA), pe azoniad an hangaezivig arzeuat (HAZA),,, zo anv un hollad arouezioù a c'hoarvez goude distruj kalz kelligoù eus ar reizhiad immunizel gant ur retroviruz anvet VID, pe VIHAD (viruz an hangaezivig arzeuat denel).
Ur bandemiezh a zo er bed abaoe fin ar bloavezhioù 1970.
E brezhoneg e reer gant ar berradur HAZA (brezhoneg azoniad an HAngaeZivig Arzeuat), gant SIDA (galleg Syndrome d'Immuno-Déficience Acquise), ral a wech gant ar berradur e saozneg AIDS (Acquired Immune Deficiency Syndrome).
Distrujet eo kalz kelligoù eus ar reizhiad immunizel gant ur retroviruz. Ar SIDA eo pazenn ziwezhañ ar c'hontammadur gant ar viruz-mañ. Digreskiñ a ra efedusted ar reizhiad immunizel. Echuiñ a ra gant marv an organeg tizhet, war-lerc'h barradoù kleñvedoù koulzelour. Meur a retroviruz a ro ar sida. Pep hini a gontamm ur spesad resis. Viruz immuno digresk an den (VID pe VIHAD e brezhoneg, VIH e galleg hag HIV e saozneg) eo ar brudetañ. Kavout a reer ivez, da skouer, Viruz immuno digresk ar marmouzien ha Viruz immuno digresk ar c'hizhier. Kaoz a zo amañ eus SIDA an dud.
Tri doare zo da bakañ ar c'hleñved-se :
Ur bandemiezh zo en em ledet adalek diwezh ar bloavezhioù 1970. Graet en deus eus ar c'hleñved-se ur gudenn yec'hed er bed a-bezh. E 2009, an AVERT a istime e oa 33,3 milion a dud er bed a veve gant ar SIDA, gant 2,6 milion a dud nevez kontammet ouzhpenn bep bloaz hag 1,8 milion a varvioù bep bloaz E 2007, UNAIDS a istime e oa 33,2 milion a du klañv gant ar sida ar bloaz-se. Disklêriañ a rae e oa bet lazhet 2,1 milion a dud e-pad ar bloaz, en o zouez 330 000 bugel, ha 76% eus an dud a oa marvet e broioù Afrika du. Hervez danevell UNAIDS 2009 e vefe bet kontammet 60 milion a dud er bed, gant war-dro 25 milion a dud varv, ha 14 milion a emzivaded e broioù su Afrika hepken abaoe deroù ar bandemiezh..
Kemer diarbennoù, evel implij stevelloù, ar reizh sur, pe implij strinkelloù naet, eo an doare wellañ da stourm ouzh ar c'hleñved rak n'eus vaksin ebet hiziv an deiz da wareziñ an dud diouzh ar viruz-se, hag al louzaouerezh a-enep d'ar viruz ne ro ket an tu da bareañ. Daoust ma'z eo efedus a-walc'h, ne ra ken pellaat donedigezh ar bazenn « sida », dre c'houstadikaat paotadur viruz ar SIDA e diabarzh an organeg. Ouzhpenn ez eo ker-kenañ al louzaouerezh, hag abalamour da se ez eo diaes da implijout e diavaez ar broioù diorroet a c'hell paeañ anezhe. Er broioù o tiorren, ouzhpenn 95 % eus an dud klañv n'o deus tamm louzaouerezh efedus ebet hiziv an deiz. Abalamour da se eo en deus graet an ONU eus ar stourm a-enep SIDA, dre e brogramm ONUSIDA, unan eus e balioù pennañ.
Jo, un vandenn-dreset gant Derib embannet gant Keit Vimp Bev.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article SIDA, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.