Anne Boleyn (1501 pe 1507 - 19 a viz Mae 1536), merc'h da Sir Thomas Boleyn ha Lady Elizabeth Howard, a voe eil pried ar roue Herri VIII ha rouanez kenseurt Bro-Saoz neuze ; mamm Elesbed Iañ e voe.
Kaset e voe d'an Izelvroioù da vezañ skoliataet, ha da Vro-C'hall diwezhatoc'h, ma voe dimezell a enor gant Mari Bro-Saoz (1496-1533), a oa pried Loeiz XII Bro-C'hall. E 1521 e tistroas d'ar gêr.
Plac'h a gompagnunezh ar rouanez Catalina de Aragón e voe, hag e 1526 e krogas ar roue da redek war he lerc'h. Nac'h a reas Anne reiñ e c'hoant d'ar roue keit ha ma ne vije ket nullet e eured. O vezañ ma ne seblante ket ar pab Klemez VII bout troet da reiñ e asant e savas bec'h etre an Iliz katolik hag ar roue.
E 1532 e voe lardet Anne gant ar roue. E kuzh e voent dimezet e miz Genver 1533. Evit divastardiñ ar bugel darev da vezañ ganet e voe disklêriet gant Thomas Cranmer e oa o dimeziñ hervez al lezenn. E miz Gwengolo 1533 e c'hanas Anne ur verc'h, a voe ar rouanez Elesbed Iañ. Met mab ebet n'he doe. Fuloret e oa ar roue. Tamall a reas dezhi bout avoultr ha treitourez, daoust ma oa diwirheñvel.
Dibennet e voe ar rouanez Anne war c'hourc'hemenn ar roue.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Anne Boleyn, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.