Andaouelezh

An andaouelezh(Daveoù a vank), pe nann-daouelezh a zo un termen evit deskriv an identelezhioù a jener n'int ket daouel, da lâret eo ar re a zo er-maez eus ar reoladoù paotr/plac'h a vez kavet e kevredigezhioù ar C'hornôg.

An dud andaouel n'int na paotr na plac'h, o jener a c'hell bezañ pe etre an daou, pe ur meskaj eus an daou, pe hini ebet eus an daou.

Dre ma ne glot ket jener an dud andaouel gant an hini a zo bet asinet dezho pa oant ganet, an andaouelezh a c'hell bezañ liammet ouzh an treuzjenerezh. Tud andaouel zo a c'hell divizout ober gant raganvioù dijener, cheñch o anv bihan, pe kaout un doare jener disheñvel diouzh ar jener a zo bet asinet dezho da vare o ganedigezh. Ouzhpenn an treuzkemm sokial hag a vez graet gant lod anezho, reoù zo a ra un treuzkemm mezegel ivez.

Termenadurioù ha termenoù

An andaouelezh a zo un termen hollek a stroll meur a identelezh a jener ha n'int ket daouel. An dud andaouel a c'hell en em anavezout pe ouzh ul lodenn eus ar jener gourel, pe ouzh ul lodenn eus ar jener benel. Reoù all a c'hell en em anavezout ouzh an daou jener gourel ha benel, pe etre an daou. Ha reoù all c'hoazh n'en em anavezont nag ouzh an daou jener-se, na etre an daou.

Identelezhioù a jener

Meur a dermen a zo evit ober dave eus an identelezhioù-se hag an dud a en em anavezont outo. Lod brasañ anezho a zo gerioù nevez krouet, ha muioc'h c'hoazh e brezhoneg.

  • un den treuzbenel a zo un den en em anavez mioc'h ouzh ar jener benel, hag a zo bet asinet dezhañ ar jener gourel da vare e ganedigezh ;
  • un den treuzgourel a zo un den en em anavez muioc'h ouzh ar jener gourel, hag a zo bet asinet dezhañ ar jener benel da vare e ganedigezh ;
  • un den anjener a zo un den n'en em anavez ouzh jener ebet.

Notennoù ha daveoù

Daveoù

Tags:

Andaouelezh Termenadurioù ha termenoùAndaouelezh Notennoù ha daveoùAndaouelezhWikipedia:Menegit ho taveoù

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Caradoc FreichfrasLyonesseThimister-ClermontTreiñ ha troidigezhSant-VranTchekiaShaoul (roue Israel)1173Commission internationale permanente pour l'épreuve des armes à feu portatives2012Foz MarianaKlemañs VIIIVenus KallipygosArthur of the BritonsJaned Iañ NavarraPhoenixPleg-mor CaliforniaJavascriptC'hoarioù arc'hantJekoC++ISO 4217Karl V an Impalaeriezh SantelÉvelyne Brisou-PellenWikipediaKubaGouereKazetennerezhGeraint1974Emyr LlydawGeorge IIVillanova MarchesanaFrancis DrakeEil Brezel-bedZoologischer Garten BerlinHindouegezhManagementOrinokoSiberiaPornografiezhBronn8 KerzuKren-douarCantalupo in SabinaPin-upIsabel SarliKelc'h An DaelSanRoazhonMontroulezDirUnaniezh EuropaSlovakiaWikimediaSaoznegRosário do SulTro Breizh war varc'h-houarnBella HadidLatinVortigern2023LunedEugenio MontaleEnezennDegemer🡆 More