Aleksandr Soljenitsyn

Aleksandr Isayevitch Soljenitsyn (e rusianeg Алекса́ндр Иса́евич Солжени́цын, distagadur IPA: ɐlʲɪˈksandr ɪˈsaɪvʲɪtɕ səlʐɨˈnʲitsɨn) a oa ganet d'an 11 a viz Kerzu 1918, ha marvet d'an 3 a viz Eost 2008, a oa ur skrivagner rusian, skrivet gantañ danevelloù, dramaoù ha danvez diwar-benn an Istor.

Priz Nobel al lennegezh zo bet roet dezhañ e 1974 hag harluet e voe eus an Unaniezh Soviedel e 1974. Distroet e oa d'e vro e 1994.

Aleksandr Soljenitsyn
Aleksandr Isayevitch Soljenitsyn (1994)

Brud

Anavezet eo dreist-holl abalamour m'en deus roet da c'houzout d'ar bed-holl e oa eus ar Goulag, ar c'hampoù-bac'h labour lakaet war-sav gant ar renad soviedel. Sevel a reas a-du gant ar Jeneral Vlasov(Daveoù a vank), ag al Lu Ruz, troet kein d'e chupenn evit stourm a-gevret gant an nazied.

Oberennoù

E-touez e oberennoù brudetañ e c'haller mennegiñ :

  • Un devezh eus Ivan Denisovitch (romant, 1962)
  • Ti ar gankreien (romant, 1968)
  • Enezeg ar Goulag (skridarnod, teir levrenn, 1974 ha 1976)

Soljenitsyn e brezhoneg

E brezhoneg eo bet embannet e romant Ti Vatriona (1962) gant embannadurioù Al Liamm e 1976. Gant Ernest ar Barzhig eo bet graet an droidigezh, diwar ar galleg.

Notennoù ha daveennoù

Tags:

Aleksandr Soljenitsyn BrudAleksandr Soljenitsyn OberennoùAleksandr Soljenitsyn Notennoù ha daveennoùAleksandr Soljenitsyn11 a viz Kerzu19181974199420083 a viz EostIPAPriz Nobel al lennegezhRusiaRusianegUnaniezh Soviedel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Roazhonは (lizherenn)OrinokoAvankFoz MarianaRoll ar filmoù diazezet war mojenn ar Roue ArzhurYougoslaviaISO 4217Rosário do Sul1331Franz von StuckRoll an oberennoù a denn d'ar roue ArzhurKiBengaluruAozadur ar Feur-emglev Norzh-AtlantelJorjiaGreanterezhIstorKronosBiñsYar (evn)Neil ArmstrongFegeriegProgramm ArtemisJavier MileiLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegSuafrikaBreizh-IzelKod etrebroadel ar sinalioùCommission internationale permanente pour l'épreuve des armes à feu portativesLucy AardenHolloueziadurTchekiaGregor MendelPerseüsKlemañs VIIIKoatrevenKarl VeurUTCNolwenn LeroyPleg-mor CaliforniaSan AntonioBragezennWikimediaTwrch Trwyth1173Thimister-Clermont303EnezennNamibiaStrollad Komunour BreizhLenn GardaEncyclopædia BritannicaPalestina (disheñvelout)C'hoari ar misionerPas-de-CalaisEmilio PradosBrezhonegDidier DrogbaMorlu ar Stadoù-UnanetIwan NikolazigCotentinWiki🡆 More