Youtube

YouTube, LLC zo ur savenn stadunanat da eskemm videoioù war an Internet, diazezet e San Bruno e Kalifornia.

Google en deus prenet al lec'hienn e miz Du 2006 evit ur sammad a 1,65 milmilion US$ ; unan eus skourroù Google ez eo YouTube hiziv-an-deiz.
Implijerien YouTube a c'hall lakaat videoioù en-linenn, sellet ouzh videoioù all, o notenniñ ha burutellañ, o eskemm, o gwellaat, o diskuliañ, ha heuliañ implijerien all. Dre YouTube e c'heller gwelet a bep seurt doareoù filmoùigoù, pe e vefent bet savet gant tud a-vicher, embregerezhioù pe gant tud nann arbennikaet.

Logo YouTube e 2017
Youtube
Krouerien YouTube : Chad Hurley, Steve Chen ha Jawed Karim

E-touez an danvez a c'heller kavout war ar savenn ez eus klipoù, klipoù skinwel, filmoùigoù, filmoùigoù bruderezh, teulfilmoù, enroladennoù son, filmoùigoù tañva, filmoùigoù live, ha videoioù blogañ, filmoùigoù kelenn ha filmoùigoù doare DOY. Darn eus an danvez a gaver war YouTube zo lakaet en-linenn gant hiniennoù ; lod anezho a-teu a-benn da vezañ brudet ha da c'hounit arc'hant e-giz-se (Inoxtag, Squeezie…). Bez' ez eus ivez danvez degaset gant embregerezhioù bras evel CBS, BBC, Vevo, hag Hulu a ro digoust danvez da welet dre hanterouriezh YouTube dre un c'henemglev gant ar savenn.

An arvesterien n'int ket enrollet ne c'hellont nemet gwelet videoioù al lec'hienn. Ar re a zo izili a c'hell ouzhpenn arvestiñ, lakaat en-linenn danvez diniver, notenniñ hag eskemm. Ar videoioù hag a c'hellfe bezañ arvarus (feulster, reizh....) na c'hellont bezañ gwelet nemet gant an implijerien enrollet a zo 18 vloaz pe ouzhpenn.

Tags:

20052006FilmGoogleInternetKaliforniaPayPalStadunanat

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Ofiserien-Veur Dugelezh BreizhMuhammad ibn Mūsā al-KhwārizmīWikipediaEil Brezel BedIowaAescwine EssexRouedad stlennegelTangaKanton LumbresBoudikaMorerer lost gwennDeiziadur gregorianMaville.comLenn GardaHannah ArendtEnergiezhKelc'h An DaelKornôgUnaniezh EuropaPellgehenterezhioùFront de libération de la BretagneKronikennoù Plac'h nevez BreizhBelarusegEnezennReizhiad korvoiñSan AntonioTimbr-lidañFinlandFegeriegFetichegezh ar brennidSwahilegTro Breizh war varc'h-houarnMarie-Antoinette AostriaVenus KallipygosMoskovWouegSaozIwan NikolazigLinuxDolly PartonFilipinez1943KanariezKornegennBanniel KanadaBevoniezhKatigernC++Tan-gwallBuhezColt M1911WikiLizherenneg etrebroadel AFNAEmflourañLyonesseWiki CommonsFranz von Stuck868Stad IslamekBidasoaÉvelyne Brisou-PellenMaouez9 MaeSoiano del Lago🡆 More