Skinwel

Ar skinwel a zo un teknik dezhañ e bal treuzkas, dre orjal pe dre wagennoù skindredanel, skeudennoù fiñv pe arvestoù bev, a-gevret gant ur son peurvuiañ, da vezañ gwelet war ar prim war ur skramm, keñver un ardivink resever a reer skinweler anezhañ.

Skinwel
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Skinwel
Ur skinweler kozh (1958)

Orin ar ger

skin + gwel evit treuzskrivañ ar galleg radio(télé)vision. Kavet e vez ivez an televizion hag ar bellwelerez. Gerioù nes : skignerezh, skingaser, skingasadenn, skingomz, skinpeul.

Istor ar gavadenn

Ret e voe kavout un tu da dreuskas, dre ur red-tredan pe dre ur skin, elfennoù ur skeudenn lerc'h ouzh lerc'h goude bezañ o dezrannet poent ha poent, linenn ha linenn.
En deroù e voe embreget ur wikefre a-benn ergerzhet un teskad marellek a gelloù fototredanek, met kavet e voe un doare efedusoc'h en ur skannañ anezho gant ur feskennig elektronioù.

Ar marelladur a zo bet deskrivet gant George R. Carey (Amerikan) e 1877.
Ar skannañ a zo bet deskrivet gant Constantin Senlecq (Gall) e 1879 en ur "télectroscope" gant ur holldreser (pantograf) a-dreñv d' ur skramm treuzwelus. .

  • 1884, un ijinour alaman a zisklaer un breou e lec'h m'eo deskrivet un teleskop-tredan (elektrische Teleskop) ennañ ur pladenn toullet hervez tres un droellenn o treiñ evit elfennañ pep a linenn war ur skeudenn deuet eus un werenn-pal.
  • 1905 Lee de Forest, ur stadunanat, a grou ar gorzenn elektronek
  • 1907 Boris Rosing, ur Rusian, a ziskouez eo posupl implijout un gorzenn gatodik (krouet araozañ) evit elfennañ ar skeudennoù dre ar gwagennoù elektromagnetek
  • 1908 Ar Saoz Campbell a ginnig ma vo implijet ur gorzenn gatodik aozet evel ur skramm evit an elfennañ koulz hag an eilañ
  • 1923 Ar Rusian Wladimir Kosma Zworykin a zeskriv ur skinweler hollelektronek a c'hellfe produiñ skeudennoù fiñvus, met ne vo ket krouet a-raok ur pemzek bloavezh bennak
  • 1928 John Logie Baird, ur Saoz, a labour war ur skinwel e liv
  • 1929 Skingasadennoù kentañ ha skignet ingal e Bro-Saoz
  • 1930 Skingasadennoù kentañ e Bro-Alamagn (skramm 30 linenn)
  • 1934 E Bro-C'hall ez eus etre 400 ha 500 skinweler evit an arnodoù. Anvet eo an doare-ober-se ar radiovision
  • 1935 Skingasadenn gentañ diwar skingaser an Tour Eiffel e Pariz
  • 1938 Skeudennoù e 445 linenn kaset diwar an Tour Eiffel e Pariz
  • 1944 Kentañ skingasadennoù e liv e Bro-C'hall
  • 1948 Skeudennoù e 819 linenn e Pariz evit kantadoù a skinwelerioù-arnod
  • 1951 E New York ez eus bet diskouezet ur skinwel e liv
  • 1954 An embregerezh RCA a grog gant produiñ ur skinweler e liv (skramm : 30 cm)
  • 1956 Kentañ ardivinkoù-enrollañ ar video
  • 1962 Kaset eo bet d'an neñv al loarell Telstar evit ar skingasadennoù treuzatlantel
  • 1967 Skingasadennoù kentañ e liv e Bro-C'hall hervez an doare-ober SECAM
  • 1976 Skeudenrollerioù kentañ a zo bet fardet (enrollañ war gasedoù)
  • 1977 Arnodoù kentañ an doare-ober Antiope evit ar teletext
  • 1978 Skeudenrollerien gwerzhet e Bro-C'hall
  • 1980 Ar reolad MAC (reolad) ijinet ganr ar Saozon evit ar skinwel niverel dre loarelloù
  • 1989 Degemeret eo ar ment 16/9 evit ar skrammoù
  • 1993 Kentañ boked skinwel er Stadoù-Unanet
  • 1996 Kentañ boked skinwel e Bro-C'hall
  • 2005 Skinwel niverel douarel e Bro-C'hall

Gwelet ivez

Tags:

ArdivinkArvestOrjalSkrammSonTeknik

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Reddite ergo quæ Cæsaris sunt Cæsari et quæ Dei sunt DeoLenn BalatonRhinogyddTan-gwallHuai'anLevenezDelta (lizherenn)LanselodHeinrich SeuseTadjikistan22 C'hwevrerDenez PrigentAhavLanniskadTorzhellegezhLaser (bag)Villanueva del AriscalAarne-ThompsonNeolitik23 EbrelBasketballCaravaggioSkritur oriyekMetanBrad PittImpalaeriezh otomanDoare-skrivañ7 a viz MeurzhUsenetKorriganProviñsoù ha tiriadoù KanadaItaliaPoul AndersonAleksei NavalnyPeter Fendi2001Enezenn ar mirdioù25 Meurzh1949PrederouriezhYezhoù semitekGalaksiennDispac'h GallUnited States Marine CorpsHumza YousafTalbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)Skramm strinkennoù liñvelLur sterlingAzia89415 MeurzhAozadur ar Feur-emglev Norzh-AtlantelKarv SikaDonald Tusk2 ToneJohn DenverNikki FritzBloavezhioù 1530MeuriadOdishaMaraton (sport)SikiliaKakapo🡆 More