Tregastell: Kumun Aodoù-an-Arvor

Tregastell zo ur gumun e norzh Breizh e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.


Tregastell
Ar Maen Krouget.
Ar Maen Krouget.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Trégastel
Bro istorel Banniel Treger Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Perroz-Gireg
Kod kumun 22353
Kod post 22730
Maer
Amzer gefridi
Xavier Martin
2020-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 549 ann. (2020)
Stankter 364 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 48′ 41″ Norzh
3° 29′ 56″ Kornôg
/ 48.811388889, -3.498888889
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 71 m
Gorread 7,00 km²
Tregastell: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor
Lec'hiañ ar gêr
Tregastell

Douaroniezh

Tregastell: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Tregastell, ar mor, ar reier hag un draezhenn.

War aod Mor Breizh, etre Pleuveur-Bodoù ha Perroz-Gireg emañ Tregastell, war vord Aod ar Vein Ruz emañ ivez.

Kumunioù amezek

Anv

B. Tanguy : Tregastel, 1225 ; eccl. de Trecastell, dibenn an XIVvet kantved ; Tregastell, 1426 ; Tregastel, 1461.

  • Ar c'hastell (eus al latin castellum) a vefe ken kozh hag ar mare galian-ha-roman, pe savet er Grennamzer.

Ardamezioù

En glazur e deir zreustell gommek en aour ; e grennbalefarzh en gul karget gant un tour en argant mogeriet en sabel.

  • Ger-ardamez : Krog e-barzh.
  • Bet degemeret gant Kuzul ar Gumun : 6 C'hwevrer 1987.

Istor

Lodenn disrannet diouzh Pleuveur-Bodoù, kent 1225. Kumun adalek ar 24 a viz C'hwevrer 1790.

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 45 gwaz a gollas d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,50 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911; unan anezhe a yeas diwar wel e Bozinge e Flandrez Belgia d'an 22 a viz Ebrel 1915, soudard e oa er 73vet Rujumant Troadegiezh Tiriadel.

Eil Brezel-bed

  • Mervel a reas 31 den abalamour d'ar brezel, unan anezhe e miz Here 1945 p'edo al lu gall o terc'hel Alamagn.

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Indez-Sina

Maroko

Brezel Aljeria
  • Mervel a reas daou vilour.

Monumantoù ha traoù heverk

Mein veur

  • alez-toet Kerguntuilh.
  • alez-toet Enez-Rennod ("Ti al Lia").
  • Taol-vaen Kerguntuilh.
  • Peulvan Tremarc'h.
  • Peulvan Keredol.
  • Peulvan Krec'h Ijen.
  • Maen-sav eus Oadvezh an houarn (bremañ e Ti an Douristed).
  • Karreg dre natur Ar Roue Grallon.

Savadurioù relijiel

  • Iliz katolik Santez Anna, gant e garnel.
  • Chapel Santez Anna ar Roc'hoù.
  • Chapel Sant Golgon,

Savadurioù all

  • Ar C'hastell (galian ha roman)
  • Kastell Kostaerez.
  • Maner Kerlavoz
  • ar vilin-vor.
  • Ti-feurm Krec'h-Leo (XVII-XVIIIvet)
  • Ti-feurm Ker-Feunteun, gwechall Koumanant Ti-Meur (XVvet)
  • Monumant ar re varv dirak ar vered, bet savet e 1947, luc’hskeudennoù,.
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn.

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol.

Ya d'ar brezhoneg

Deskadurezh

  • Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1989.
  • E distro-skol 2022 e oa 50 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (32,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).

Poblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Tregastell: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor

Gevelliñ

Keveleriñ

Levrlennadur

  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008

Liammoù diavaez


Tregastell: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Dave ha notennoù

Pennadoù kar

Tags:

Tregastell DouaroniezhTregastell ArdamezioùTregastell IstorTregastell Monumantoù ha traoù heverkTregastell BrezhonegTregastell PoblañsTregastell GevelliñTregastell LevrlennadurTregastell Liammoù diavaezTregastell Dave ha notennoùTregastell Pennadoù karTregastellAodoù-an-ArvorBreizhBro-Dreger

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Trede ReichSasanidedNitrogenHéctor ScaroneGiovanni PascoliIstor Bro-SkosJakartaEnez ErranSant-YuniegAragornViruzNorvegiaCharles MansonRuzennBryan FerryGeorge WashingtonDervNiveradur arabekLeonor FoixBedreuziad COVID-19UTCAzenVaduzLuganHerri III (Bro-C'hall)KleizPreder1391Aostria-HungariaMeurvor AtlantelVerb rannus5 Genver22 a viz MeurzhPatologiezhLjubljanaHigh Heel HomicideAngers Sporting Club de l'OuestC++IsraelVladimir PoutinYona1965GwadChapel Santez Anna ar PaludHenriette Bro-SaozBresciaNanoteknologiezhKumuniezh ValènciaHarry Nelson PillsburyBlogLuftwaffeFontecchioSemoulReizhTurkiaLevr ar SalmoùUjan IVWikimediaBrezhonegDen (Douar-ar-C'hreiz)AlbuquerqueSerj IVDimezioù etre paotred pe etre maouezedBloavezhioù 1590Dasorc'hidigezhNapoleon Iañ🡆 More