Ar sranan tongo (eus ar saozneg surinamean tongue), pe sranang tongo, zo ur yezh kreolek komzet evel yezh-vamm gant 130 000 a dud eus Surinam.
(anvet e vez ivez takki takki, met ar ger-se, ouzhpenn bezañ dismegañsus, zo implijet c'hoazh evit kreolegoù all, disheñval, komzet e Gwiana c'hall).
Sranan Tongo (Sranan Tongo) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Surinam |
Komzet gant : | 300 000 en holl 130 000 mammyezher |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù kreolek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | |
ISO 639-2 | cpe |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | SRN |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar gerioù sranang tongo evit gouzout ha krouadur zo sabi ha pikin. Se a laka tud zo da soñjal, goude teorienn ungenetek ganedigezh ar yezhoù pidgin, e teufe ar sranang eus al lingua franca. An deorienn-se a vez kavet abeg enni gant an darn vrasañ eus ar yezhoniourien a labour war an dachenn-se).
Implijet eo gant tud hag a gomz a-hend-all Saozneg, nederlandeg, javaneg hag hindustani, setu e c'hoari da eil yezh evit an darn vras eus an dud e Surinam.
Ar sranang tongo zo ur meskaj etre an nederlandeg, ar saozneg, ar portugaleg, hag a bep seurt yezhoù all eus Kreiz ha Kornôg Afrika. Stummet eo e-giz ur yezh kreolek : n'eus ket nag infleksion na deklinasion, ha dister eo he geriaoueg (un nebeud miliadoù a c'herioù); aes a-walc'h eo da zeskiñ. Bez' ez eus kalz a dud ivez hag a laka ar sranang tongo da vezañ ur c'hreoleg diwar ar saozneg hepken (nemet ar Wikipedia Alamanek a wel anezhi evel ur c'hreoleg savet diwar ar portugaleg kentoc'h).
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Sranan Tongo, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.