Graet e vez sandhi (diwar ar sañskriteg संधि 'saṃdhi'; liamm) gant ar yezhadurourien (da heul re India) eus kemmadurioù fonetikel a c'hoarvez gant ar soniadoù e degouezhioù 'zo.
Arabat kemmeskañ ar c'hemmadurioù a c'hoarvez e brezhoneg hag e yezhoù all diwar abegoù yezhadurel hag ar sandhioù a c'hoarvez diwar abegoù fonetikel.
Pa c'hoarvez ar sandhioù e penn kentañ pe e dibenn ar gerioù e vez graet diavaez anezho ha pa c'hoarvezont e diabarzh ar gerioù e vez graet diabarzh anezho.
Renablet ha studiet pizh e oa bet ar sandhioù sañskritek hag ar reolennoù a ren anezho abaoe ouzhpenn 2500 vloaz zo en oberenn ar yezhadurour sanskritek Pānini (560-480 kent JK), an astādhyāyī. Lod anezho a zo heñvel e brezhoneg hag e sañskriteg.
Pa vez heuliet kensonenn dibenn ur ger gant ur vogalenn e teu, dre vras, ar gensonenn-se da vezañ mouezhiet:
Ar gerioù a echu gant "s" + kensonenn a chom divouezh:
A-wechoù, war-lerc'h ur gensonenn-dibenn, e c'hell ur gensonenn deroù-ger kaletaat ha dont da vezañ divouezh:
Gallout a reer kavout sandhioù diabarzh e brezhoneg pa vez savet gerioù diwar meur a elfenn, ur rakger hag ur wrizienn da skouer.
Skouerioù:
Sandhioù a c'hell c'hoarvezout gant tonennoù daou c'her kichen-ha-kichen. Graet e vez sandhioù tonennel anezho (Daveoù a vank).
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Sandhi, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.