Bahia Salvador

Kêr Salvador, a-wechoù Salvador da Bahia (diofisiel), pe São Salvador da Bahia de Todos os Santos (anv istorel kentañ) zo ur porzh e Brazil, hag ivez kêr-benn stad Bahia, er rannvro Nordeste.

Bahia Salvador Ur pennad Salvador zo ivez.

Kentañ kêr-benn Brazil eo bet ivez, etre 1534 ha 1763, er marevezh trevadennel. Trede kêr Brazil eo evit a sell ar boblañs (2 676 606 a dud e 2010), hag ar seizhvet tolpad-kêr (3 574 804 a dud). Enskrivet eo kreiz-kêr war roll Glad bedel an Unesco e 1985.

Bahia Salvador
Gant ar saverez Lacerda, e Salvador, e tiskenner eus ar gêr gozh, war an uhel, d'ar porzh ha d'ar c'hoc'hu, ar Mercato Modelo.
Bahia Salvador
Setu pelec'h emañ kêr Salvador, kêr-benn gozh Brazil

Brudet eo tier, sonerezh ha boued an tolead, gwrizioù don dezho e sevenadur Afrika. Kreiz-kêr istorel zo anavezet evel ar Pelourinho ma vleunias tisavouriezh trevadennel Portugal adalek ar XVIIvet kantved.

Bahia Salvador
Largo do Pelourinho, al leurgêr ma oa pelourinho (post ar vezh) Salvador, a zo ivez anv ar c'harter kozh.
Bahia Salvador
Kreiz-kêr istorel.
Bahia Salvador
Terreiro de Jesus, hag iliz Sant Frañsez.

An anv

São Salvador da Bahia de Todos os Santos (Sant Salver Bae an Holl Sent) eo anv istorel kêr. E-pad pell ne veze graet nemet "Bahia" anezhi, ha betek kreiz an XXvet kantved e veze kavet alies an anvadur "Salvador da Bahia" war ar c'hartennoù, evit he disheñvelout diouzh ar c'hêrioù all anvet "Salvador" er vro, met bremañ ne reer ken nemet gant "Salvador" er vro, distaget [sawvaˈdoʁ] e portugaleg.

El lennegezh

Un toullad romantoù gant Jorge Amado, bet troet e galleg, a gan meuleudi da Salvador. Daou film zo bet graet gant ar re-mañ:

  • Os pastores da Noite
  • Dona Flor e seus dois maridos.

Boued

E kêr Salvador e vez aozet meuzioù blazus, gant boued-mor ha temzoù doare Afrika, ul lip-e-bav.

Tud

Liammoù


Bahia Salvador 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Bahia Salvador An anvBahia Salvador El lennegezhBahia Salvador BouedBahia Salvador LiammoùBahia SalvadorBahiaBrazilGlad bedelNordeste (Brazil)Rannvroioù BrazilStadoù BrazilUnesco

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

LoenLuciano PavarottiLennegezh vrezhonek kolletKastiz ar marvA (lizherenn)Daniil KvyatGwallerezhKerdiz5,56 × 45 mm NATO1903UkrainaRouantelezh SussexLandeloMell-droadAfrodite CapuaEvnUnaniezh EuropaSalaun (roue Breizh)SkouarnGemanegKazhLuger P08KleizSinn FéinLos Angeles (Kalifornia)Keginerezh ItaliaTxoria txoriWikipedia e brezhonegRummad gerioù digorNew HorizonsLiberté, Égalité, FraternitéEmirelezhioù Arab UnanetIndoneziaGallegos del RíoĻImpalaeriezh romanSportIslam sunnitKlotennAñjela Duval1107Kama SoutraShelby ChesnesRepublik DominikanKaliforniaJeko BibronMicrosoftRouantelezh-UnanetRuger StandardJohn Maynard KeynesAdsav MeijiOSINew YorkNikonov AN-94Revolver d'ordonnance modèle 1892Douar (planedenn)IranPieter Pauwel RubensIsabel SarliSkoutelezh9 x 19 mm ParabellumSaving Private RyanBro warezet Arabia ar SuArmeniaLitiomDerek WalcottKatoligiezhTyrannus🡆 More