Wiki E Brezhoneg

Wiki e brezhoneg, pe ar wikipedia brezhonek, zo bet krouet e miz Mezheven 2004 ha savet eo e peurunvan.

D'ar 24 a viz Eost 2023 e oa 83 188 pennad boulc'het ennañ. 74 578 implijer a zo enrollet.

Wikipedia E Brezhoneg
Logo an holloueziadur Wikipedia e brezhoneg.

Istor

Stumm brezhoneg ar Wikipedia a zo bet krouet e miz Even 2004, gant ar Saoz Robert Neal Baxter, kelenner Skol-veur Vigo e Bro-Spagn. Sioul e oa kroget an traoù gant un dek pennad. Er bloaz 2005 e krogas an traoù da vat. Lod eus skrivagnerien ar wikipedia brezhoneg, evel Fulup Jakez, a laboure en Ofis ar brezhoneg.

Tabut a zo bet, met choazet eo bet ar skritur peurunvan erfin, evit aesaat al lenn hag ar skrivañ d'an nevezvrezhonegerien desket ganto ar yezh er skol.

En 2005, al lec'hienn a voe bouetaet gant 4 pe 5 den reoliek nemetken. Bet ez eus bet eskemmoù war ar penaos treiñ ger-mañ-ger. Goude tabut ha vot eo bet choazet ar ger holloueziadur e Meurzh 2006, o erlec'hiañ ar ger kelc’hgeriadur, diwar an abeg e vez hemañ diwezhañ re ziaes da zistagañ ha re dost diouzh ar ger geriadur. An droienn añsiklopedi a zo nac'het, rak re dost diouzh ar galleg.

An eskemmoù etre izili a vez graet war ar bajenn Ti-chopin, bet adanvet An Davarn abaoe.

Korpuz brasañ an testennoù e brezhoneg

Hervez an enklaskerez war yezhoniezh,Mélanie Jouitteau, ez eus un diouer bras a destennoù brezhonek a c'heller implij evit an enklask skolveuriek a ren-hi e Skol-veur Pariz-Nanterre ken eo ar wikipedia brezhonek unan (hag ar brasañ) eus ar mammennoù brezhoneg frank a wirioù, hag e vezont rouez a-walc'h, evit bouetañ reizhiadoù an naouegezh alvezel. Asamblez gant ar c'horpuzoù all, e n'eus forzh peseurt brezhoneg e ve, e servijint da virout un dazont evit ar yezh.

Er mediaoù

Meneget e vez ar wikipedia brezhonek e mediaoù zo ingal.

  • 2016

E-barzh ur pennad embannet gant Ouest-France d'an 29 a viz Eost 2016 dindan an titl : Ils écrivent pour le site du Wikipedia en Bretagne e vez lakaet ar c'haoz diwar-benn ur strollad Wikipedourien a voe boas en em vodañ labourat e ostaliri Les Mille Potes e Roazhon. Pa voe nav den war al luc'hskeudenn e voe dispaket anvioù Nicolas ha Pierre-Yves o skrivañ er Wikepedia brezhonek, 60 000 daveenn ennañ er mare-se. Pierre-Yves a gemeras skouer pennadoù diwar-benn ar c'hoarierien echedoù a zo bras o astenn. Resisaat a reas ivez : « E kêrioù zo, n'eus ket kalz a emgavioù etre ar Wikipedourien. Un afer a bersonelezhioù pe stagidigezh ouzh ar rannvro moarvat ». Digavailh ar C'hornôg e oa anv ar strollad, sañset.

Pennad kar

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

Tags:

Wikipedia E Brezhoneg IstorWikipedia E Brezhoneg Korpuz brasañ an testennoù e brezhoneg[1]Wikipedia E Brezhoneg Er mediaoùWikipedia E Brezhoneg Pennad karWikipedia E Brezhoneg Liammoù diavaezWikipedia E Brezhoneg Notennoù ha daveennoùWikipedia E BrezhonegPeurunvan

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Río San Pedro (Chihuahua)KevelouriMorzerUpsilonTuba SkinnyOfiserien-Veur Dugelezh BreizhMenenEgiptNoazhdedWiki FoundationKernev-VeurEcuadorLucy AardenKenvasturberezhBiz (roud-avel)Cerezo rosaIsabel Sofía PicónGeorge OrwellEst (Burkina Faso)HTMLAc'hilleüs1200TunizVladivostokKanariezBuhez BreizToullañ pod ar vezennKensonenn dre serriñOsetia ar SuWorld Wide WebAchille DevériaMediaWikiC++Emlakadur revelRio Grande do NorteFanny HillUnaniezh EuropaAleksei NavalnyVillareggiaPlernegTiegezhCalgaryStevie NicksEosten HippoArabegMaryland (Liberia)Ivanka TrumpBezWikipediaKravatenn noterTaol-stad an 18 a viz ar VrumennRusiaIndoneziaRepublik Sina (1912-1949)TroazhañUruguayLitrBrown BessMelen (liv)WikiAerlestrSilvia Ruffini🡆 More