Ur rouedad eo ar reizhiad nervel.
Organ ar skiantoù, an nervennoù, ar melpenn, mel al livenn-gein a ya d'he sevel. Kenurzhiañ a ra ar c'hurzhiadurioù kigenn, mont-en-dro an organoù, kas ar c'helaouadennoù santout hag oberer betek ar fraouvaoù skiantennel, urzhiañ ar santadurioù hag aotren ar preder.
Er mellkeineged e vez diforc'hiet ar reizhiad nervel greiz (RNK) : ar melpenn ha mel al livenn-gein) diouzh ar reizhiad nervel ziavaez (RND) : an nervennoù.
Diwar neuron eo savet ar reizhiad nervel greiz ha tachennoù kenstok anvet sinapsoù a savont kenetrezo. Miliadoù a sinapsoù a genlabour a-benn ober war-dro pep kentrigenn nemetken.
Perzh ar reizhiad nervel eo lakaat ar c'horf da glotaat prim gant an endro e pep koulz. Div reizhiad zo termenet enni ; un dispartiñ kalvezadel eo, ne laka ket war-wel ar c'henlabour etrezo met aesaat a ra ar preder.
Ar reizhiad nervel darempredel a implijer pa vezer emskiant hag oberer eus e vont-en-dro. Hollad an ersavioù a reomp e-keñver kemmoù en endro evezhiet ganeomp dre ar pemp skiant eo : kurzhañ (stegnañ) kigennoù ar fiñvoù da skouer.
Ar reizhiad nervstruzhel, pe reizhiad nervel emren, a genurzh kefridioù emren hag emgefreek ar bevedeg.
Div isreizhiad zo enni : an isreizhiad parasimpatek hag an hini simpatek, a gas d'ur respont kontrol an eil d'eben peurvuiañ.
Ne vezer ket emskiant eus o labour, nag eus o atizadur. Degemer santadurioù diabarzh a reont dre nervennoù-santout ha kas urzhioù a reont dre nervennoù-oberer.
Lakaat ar bevedeg da glotañ gant an ezhommoù en ur c'houlz eo o c'hefridi e-keñver ar gwenterezh, gwask ar gwad, gwrez ar c'horf, koazhadur ar boued hag all. Ur perzh reoliata o deus ivez ouzh ar galon dre fonnusaat pe c'horrekaat he zalm.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Sistem nervennel, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.