Ar Referendom war dizalc'hiezh Katalonia, anavezet dindan an anv 1-O e Katalonia, a zo ur referendom emdermeniñ bet aozet d'ar 1añ a viz Here 2017 gant Generalitat ha Parlamant Katalonia met berzet gant gouarnamant ha Lez-varn Bonreizh Spagn.
Referendom war dizalc'hidigezh Katalonia 2017 | |
---|---|
Paper votiñ bet implijet | |
Aozet gant | Generalitat de Catalunya |
Goulenn | Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur Republik ? |
Deiziad | 1añ a viz Here 2017 |
Lec'h | Katalonia |
Disoc'hoù | |
Poblañs | 7 522 596 |
Dilennerien | 5 340 000 |
Voterien | 2 305 936 |
Dregantad a voterien | 42,38 % |
Votoù eztaolet | 2 286 217 |
Ya | 90,18 % |
Nann | 7,83 % |
Gwenn | 1,98 % |
Lec'hienn internet | ref1oct.eu (URL inaccessible) |
Goulennet e oa bet gant dilennerien Katalonia : Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur Republik ? e teir yezh : katalaneg, kastilhaneg hag okitaneg.
Abalamour m'eo bet berzet gant Lez-Varn Bonreizh Spagn en doa klasket gouarnamant Spagn miret ouzh ar Gatalaniz da votiñ, gant feulster a-enep ar voterien zoken. Daoust d'o enebiezh ez eus 42,4% eus an dilennerien o deus gallet votiñ ha dibabet o deus an dizalc'hidigezh a 90,18% eus ar mouezhioù.
Diwar an disoc'hoù-se en doa diskleriet Carles Puigdemont an dizalc'hidigezh d'an 10 a viz Here, kadarnaet gant ar Parlamant d'an 27 a viz Here. Gouarnamant ha justis Spagn o deus tapet abaoe kontrol ar vro dre mellad 155 Bonreizh Spagn hag enklaskoù evit sevel ur prosez en deus lakaet 11 politikour katalan en toull-bac'h padal ez ae un nebeud re, en o zouez Prezidant ar Generalitat Carles Puigdemont d'an harlu e Belgia.
E-kerzh prantad-kabaliñ dilennadegoù ar Parlamant e 2015 e oa bet prometet gant al listenn a-du gant an dizalc'hidigezh aozañ ur referendom a-benn miz Gwengolo 2017. E-pad ar prantad-lezenniñ kent e oa bet aozet ur votadeg diwar-benn an hevelep sujed. Disoc'h an dilennadegoù a roas an trec'h d'an dizalc'herien, re al listenn Junts pel Sí (PdCat hag ERC - 62 gannad) a c'hellas ober ur gouarnamant minorel gant sikour 10 kannad CUP.
Sinet e voe an dekred evit aozañ ar referendom d'ar 6 a viz Gwengolo 2017.
Afer ar boestoù-votiñ a zo bet pouezus a-walc'h e-keñver aozadur ar referendom. Sañset eo da Stad Spagn reiñ boestoù-votiñ evit kement votadeg pe dilennadeg aozet gantañ pe gant ur gumuniezh emren. Peogwir ne oa ket aotreet ar referendom gantañ ne oa ket sur peseurt re a vije implijet, ha penaos e vije paeet. Ma vije bet paeet boestoù-votiñ gant ar Generalitat e vije bet gouest gouarnamant Spagn d'ober prosez dezhañ evit drougimplij a arc'hant publik. N'eur ket sur eus piv en deus paeet anezho met Sekretour Teñzor Spagn Cristóbal Montoro en doa disklêriet meur a wezh etre miz Gwengolo 2017 ha miz Meurzh 2018 ne voent ket paeet gant arc'hant publik.
Roll an dilennerien a oa ur gudenn all c'hoazh. Meret e vez gant Ensavadur Broadel ar Stadegoù, dindan beli gouarnamant Spagn. Evit kaout titouroù al listennoù-se e rank ar votadeg bezañ aotreet gant Kongrez Spagn hag hep al listennad-mañ n'haller bezañ sur eus an disoc'hoù sañset. Diaesterioù heñvel a oa raktreset evit aozañ komite an dilennadegoù a oa sañset eveshaat ar referendom.
Freuzet e oa bet al lezenn votet gant Parlamant Katalonia evit aozañ ar referendom gant Lez-varn Bonreizh Spagn d'ar 7 a viz Gwengolo 2017. Berzet e voe da gouarnamant Katalonia, d'ar mediaoù katalan, d'an 948 kêr katalan da gemer perzh en aozadur ar referendom Savet e voe ur goulenn d'ar c'hêrioù evit gouzout hag-eñ e oant gant ar soñj sentiñ ouzh diviz al Lez-varn, ha roet 48 eur dezho da respont. 726 kêr a respontas, 682 o lavaret e oant a-du gant derc'hel ar referendom, 41 o lavaret e nac'hent aozañ ar referendom, 3 o respont en un doare amsklaer, Barcelona en o zouez..
E-touez ar c'hêrioù o doa nac'het aozañ ar referendom ez eus kêrioù bras a-walc'h evel Lleida (140 000 annezad), Tarragona (130 000 annezad), Terrassa (215 000 annezad), Hospitalet de Llobregat (250 000 annezad), renet gant maered PSC. Maerez Barcelona, Ada Colau, a nac'has disklêriañ hag-eñ e roje sikour da aozerien ar referendom pe ket, met tamall a reas groñs "yezh an testosteron" hag ar gwask lakaet war ar c'hêrioù. Disklêriañ a reas war-lerc'h a raje e seizh gwellañ evit lezel an dud da votiñ ma felle dezho.
Loc'het e voe d'an 20 a viz Gwengolo 2017 Taol Anubis gant ar Guardia Civil dindan urzhioù al Lez-varn. Taget e voe savadurioù gouarnamant Katalonia evit herzel 14 den karget da aozañ ar referendom. D'ar memes mare e voe furchet meur a embregerezh paper evit klask bilhidi mouezhiañ ha boestoù-votiñ.
Ur mor a dud en em vodas tro-dro da savadurioù gouarnamant Katalonia evit difenn an dud harzet diwar galv an ANC hag Òmnium Cultural. 40 000 den a voe bodet dirak departamant an Ekonomiezh, o stankañ an hent dirak izili ar Guardia Civil a chomas e-barzh. Tri c'harr eus ar polis a voe distrujet d'an noz-mañ ha 6 galv a voe graet eus perzh ar Civil Guard evit goulenn sikour digant ar Mossos d'Esquadra a zo fiziet gant ar polis e Katalonia, hep disoc'h ebet.
Darvoudoù an noz-se o doa broudet justis Spagn da dagañ penn ar Mossos, Josep Lluís Trapero Álvarez, ha penn polis Barcelona, Teresa Laplana Cocera, gant dispac'had, daoust m'o doa disklêriet ne oant ket bet kelaouet abred a-walc'h hag e oa peoc'hus ar vanifestourien. Kaset e voe pennoù an ANC hag Òmnium Cultural, Jordi Sànchez ha Jordi Cuixart d'an toull-bac'h hep prosez hag hep kaout ar gwir da vezañ dieubet dindan gretadenn. Tamallet int ivez a zispac'had abalamour d'o ferzh e aozadur ar manifestadegoù bras-se evit diaesaat labour ar Guardia Civil. D'an 20 a viz Gwengolo en doa galvet Jordi Sànchez an dud da vanifestiñ en un doare peoc'hus a-enep labour ar polis dre ar rouedadoù sokial. Ar varnerien e penn an enklask o deus disklêriet evit dougen o zamall n'en doa ket galvet Sànchez "ur vanifestadeg peoc'hus met da wareziñ ensavadurioù katalan gant bodadeg ur mor a dud", o kemer skouer war un nebeud komzoù bet distaget gantañ d'an noz-mañ : "den na'z aio d'ar gêz, fenoz e vo un nozvezh hir ha taer". Ur video uskarget war twitter a ziskouez avat Cuixtart ha Sànchez war unan eus ar c'hirri bet distrujet o c'houlenn gant ar vanifestourien mont kuit en un doare sioul. C'hoarvezet e vije da 11e noz ar pezh az aje a-enep preder ar varnerien e-keñver red darvoudoù an noz Amnesty International en deus disklêriet abaoe e soñj dezhañ e oa mont re bell lakaat Sànchez ha Cuixtart en toull-bac'h a-raok o frosez ha goulennet en deus evit ma vijent dieubet hep dale..
Degaset e voe degaset izili ar Guardia Civil hag ar Polis eus a bep tu da Spagn evit kas Taol Anubis war-raok ha difenn ouzh ar Gatalaniz votiñ. 16 000 poliser ha soudarded a oa er vro d'ar 1añ a viz Here e pep korn bro eus Katalonia ha kendalc'het e voe ar c'hlask war ar boestoù-mouezhiañ en devezhioù a-raok ar votadeg Manifestet e voe gant ar Gatalaniz a-enep bezañ ar boliserien tost bemdez a-raok ar referendom. E meur a gêrioù Spagn e voe aozet manifestadegoù evit difenn "gwir ar Gatalaniz da zivizout" ha manifestadegoù all a-enep ar referendom. Meuleudi a voe graet d'ar boliserien o vont kuit eus kêrioù Spagn da Gatalonia.,.
En devezhioù a-raok e voe serret gant ar Guardia Civil 140 lec'hien internet e liamm gant ar votadeg, en o zouez lec'hienn ofisiel Gouarnamant Katalonia hag hini an ANC, en ur gas izili ar polis da sez an embregerezhioù-internet pe kas goulennoù d'ar en diavaez eus ar vro evel Google evit serriñ an arload a roe titouroù diwar-benn an tiez-votiñ Tamallet e oa bet Spagn d'ober an dra-se gant aozadurioù e liamm gant internet..
Kinniget e oa bet goulenn ar referendom (Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur Republik ?) kerkent ha ma voe embannet e miz Even 2017 gant ar sonterien.
Kreizenn ar Studiadennoù Meno (Centre d'Estudis d'Opinió) a c'houlennas gant an dud ar pezh e oant e soñj d'ober kentoc'h eget goulenn ar referendom.
Sonter/Gourc'hemenner | Deiziadoù | Ment an dachenn skouer | Ya | Ket | All/ Abst. | Ne oar ket | Avañs |
---|---|---|---|---|---|---|---|
Opinòmetre/Ara | 16 Gwen 2017 | 1,000 | 44.1 | 38.1 | 3.9 | 13.9 | 6.0 |
NC Report/La Razón, | 1–8 Eos 2017 | 800 | 41.5 | 48.6 | – | 9.9 | 7.1 |
Opinòmetre/Ara | 17–20 Gou 2017 | 1,000 | 41.9 | 37.8 | 4.2 | 16.1 | 4.1 |
GESOP/CEO, | 26 Eve–11 Gou 2017 | 1,500 | 39.0 | 23.5 | 23.0 | 14.5 | 15.5 |
NC Report/La Razón, | 29 Eve–1 Gou 2017 | 800 | 44.0 | 48.6 | – | 7.4 | 4.6 |
GAD3/La Vanguardia | 23–29 Eve 2017 | ? | 42.5 | 37.6 | 10.2 | 9.7 | 4.9 |
DYM/El Confidencial | 22–28 Eve 2017 | 531 | 47.0 | 44.4 | – | 8.6 | 2.6 |
Opinòmetre/Ara | 12–15 Eve 2017 | 1,000 | 42.3 | 38.9 | 6.0 | 12.8 | 3.4 |
GESOP/CEO | 6–21 Meu 2017 | 1,500 | 43.3 | 22.2 | 28.6 | 5.9 | 21.1 |
Ar voterien ne felle ket dezho mont da votiñ a oa dre vras ar re a-enep an dizalc'higigezh, neuze n'eo ket souezhus ma vije ken uhel harp war an dizalc'hidigezh e-touez ar re az aje da votiñ.
Sonter/Gourc'hemenner | Deiziadoù | Ment an dachenn skouer | Kemer perzh | Ya | Ket | ? | Avañs |
---|---|---|---|---|---|---|---|
The National | 30 Gwe 2017 | 3,300 | 62 | 83.0 | 16.0 | 2.0 | 67.0 |
Opinòmetre/Ara | 16 Gwe 2017 | 1,000 | 51.0 | 69.9 | 14.3 | 15.8 | 55.6 |
Celeste-Tel/eldiario.es | 12–15 Gwe 2017 | 800 | 59.9 | 59.5 | 30.7 | 9.8 | 28.8 |
Sociométrica/El Español | 28 Eos–1 Gwe 2017 | 700 | 50 | 72.0 | 28.0 | – | 44.0 |
Opinòmetre/Ara | 17–20 Gou 2017 | 1,000 | 54.9 | 66.5 | 18.5 | 15.0 | 48.0 |
GESOP/CEO | 26 Eve–11 Gou 2017 | 1,500 | 67.5 | 57.8 | 34.8 | 7.4 | 23.0 |
DYM/El Confidencial | 22–28 Eve 2017 | 531 | 70.1 | 65.4 | 28.4 | 6.2 | 37.0 |
Opinòmetre/Ara | 12–15 Eve 2017 | 1,000 | 54.9 | 67.0 | 19.0 | 14.0 | 48.0 |
Disklêriet e voe e vije aozet ar referendom d'ar 1añ a viz Here 2017. Bodad votiñ Katalonia a oa karget da eveshaat ar votiñ bet freuzet e voe d'an 22 a viz Gwengolo 2017 goude ma oa bet lakaet kastizoù arc'hant warno bemdez ma vije oberiant ar bodad.
Raktreset e oa e padje ar prantad-kabaliñ 15 deiz, etre ar 15 a viz Gwengolo hag an 29 a viz Gwengolo.
Gouarnamant Katalonia a embannas e c'helle votiñ :
War ar bilhed-mouezhiañ e oa skrivet ar goulenn e katalaneg, kastilhaneg hag okitaneg, yezhoù ofisiel Katalonia.
Brezhoneg | Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur republik ? |
---|---|
Katalaneg | Voleu que Catalunya sigui un estat independent en forma de república? |
Kastilhaneg | ¿Quiere que Cataluña sea un estado independiente en forma de república? |
Okitaneg | Voletz que Catalonha vengue un estat independent en forma de republica? |
Un toullad eveshaerien eus an diavaez a oa deuet da eveshaat ar referendom, daoust ma oa berzet gant Spagn. Ar stropad kentañ a zo bet aotreet a oa renet gant The Hague Center for Strategic Studies (Kreizenn An Hague evit ar Studioù Strategiezh), en o zoues 20 eveshaer eus ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet, an Izelvroioù, Frañs, Polonia ha broioù all, renet gant Daan Evert. An eil stropad a oa anvet International Electoral Expert Research Team (Skipailh etrevroadel arbennigourien war an dilennadegoù), renet gant Helena Catt, en o zouez 17 den eus ar Rouantelezh-Unanet, Frañs, Iwerzhon, Zeland-Nevez ha broioù all. Ur stropad 33 c'hannad ha politikourien, anvet International Parliamentary Delegation on Catalonia's Referendum on Self-Determination 1 October 2017 (Strollad kannaded etrevroadel evit Referendom Katalonia war he emdermeniñ d'ar 1añ a viz Here 2017) eus strolladoù politikel eus Slovakia, Belgia, Danmark, Estonia, Bro-Finn, Frañs, Alamagn, Gres, Island, Iwerzhon, Israel, Latvia, Republik Makedonia, Monako, Spagn, Sveden hag ar Rouantelezh-Unanet.
E-touez ar eveshaerien-mañ, ar re pedet gant Diplocat n'int ket anavezet gant an ABU evel eveshaerien etrevroadel.
Abalamour da gudennoù zo, ha dreist-holl da berzh ar polis hag ar Guardia Civil o doa klasket herzel ouzh ar votadeg, o doa ranket an eveshaerien disklêriañ ne c'helle ket bezañ kadarnaet an disoc'hoù abalamour ne oa ket aozadur an devezh diouzh standardoù etrevroadel goulennet evit seurt votadegoù. Tamallet o doa perzh gouarnamant Spagn hag e bolis evit o ferzh en deiz-se.
Dibaboù | Votoù | % | |
---|---|---|---|
A-du | 2044038 | 90,18 | |
Gwenn | 44913 | 1,98 | |
A-enep | 177547 | 7,83 | |
Votoù mouezhiet | 2266498 | 99,14 | |
Votoù null | 19719 | 0,86 | |
En holl | 2286217 | 100 | |
Enskrivet/Kemer perzh | 5313564 | 43,02 |
Votoù A-du 90,18 % | Votoù A-enep 7,83 % | ||
▲ | |||
Majorelezh absolut |
Comarque | A-du | A-enep | Gwenn | |||
---|---|---|---|---|---|---|
Votoù | % | Votoù | % | Votoù | % | |
Alt Pirineu i Aran | 26 674 | 93,87 | 1 350 | 4,75 | 391 | 1,38 |
Rannvro-kêr Barcelona | 1 239 232 | 87,80 | 138 759 | 9.83 | 33 418 | 2.37 |
Camp de Tarragona | 142 386 | 92,61 | 8 897 | 5,79 | 2 464 | 1,60 |
Comarques kreiz | 205 285 | 94,70 | 8 638 | 3.98 | 2 840 | 1.31 |
Girona | 244 758 | 94,86 | 10 140 | 3,93 | 3 131 | 1,21 |
Ponent/Lleida | 118 799 | 93.69 | 6 274 | 4,95 | 1 730 | 1,36 |
Terres de l'Ebre | 62 652 | 93.51 | 3 434 | 5,13 | 916 | 1,37 |
Votoù an diavaez | 4 252 | 98,13 | 55 | 1,27 | 23 | 0.53 |
Total | 2 044 038 | 90,18 | 177 547 | 7,83 | 44 913 | 1,98 |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Referendom war dizalc'hiezh Katalonia (2017), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.