Parlamant Katalonia (e katalaneg : Parlament de Catalunya, en okitaneg ; Parlament de Catalonha, e kastilhaneg : Parlamento de Cataluña) a zo breujoù lezennel Katalonia.
Gant Prezidantelezh Katalonia ha Gouarnamant Katalonia e ra Generalitat Katalonia, da lavaret eo ensavadurioù emren ar vro.
Deiziad krouiñ | 1932 |
---|---|
Anv ofisiel | Parlament de Catalunya |
Anv er yezh a orin | Parlament de Catalunya, Parlamento de Cataluña, Parlament de Catalonha |
Diellaouet gant | Archives of the Parliament of Catalonia |
Office held by head of the organization | President of the Parliament of Catalonia |
Prezidant | Anna Erra i Solà |
House publication | Butlletí Oficial del Parlament de Catalunya |
Stad | Spagn |
Applies to jurisdiction | Katalonia |
Sez sokial | Palace of the Parliament of Catalonia |
Raklec'hiet gant | Catalan Courts |
Lec'hienn ofisiel | http://www.parlament.cat/ |
135 kannad a zo ennañ hag emañ e sez e Palez Parlamant Katalonia e Barcelona. E brezidant eo Roger Torrent abaoe miz genver 2018.
Termenet eo galloudoù ar Parlamant gant melladoù 55 da 66 eus statud emrenerezh Katalonia : reprezantiñ a ra pobl Katalonia, votiñ a ra ar budjed, kontrolliñ ha reiñ lañs a ra da bolitikerezh ar gouarnamant. Hervez statud emrenerezh ar vro n'haller ket tagañ ar Parlamant.
Orin ar Parlamant a zo en ensavadurioù katalan an XIvet kantved met savet eo bet an hini modern er bloavezhioù 1980 goude ma oa degouezhet an demokratelezh e Spagn en-dro da c'houde marv Francisco Franco.
E 2017 e oa bet votet gant ar Parlamant, ur vajorelezh dizalc'hour ennañ, ul lezenn evit aozañ ur referendom war ar goulenn-se da vezañ dalc'het d'ar 1añ a viz Here. D'ar 27 a viz Here e oa bet votet gantañ an dizalc'hidigezh diwar kinnig Prezidant ar Generalitat, Carles Puigdemont. Freuzet eo bet ar Parlamant diwar-neuze gant gouarnamant Spagn a-drugarez da vellad 155 Bonreizh Spagn evit ober un dilennadeg nevez e miz Kerzu 2017, he deus roet tamm pe damm ar memes majorelezh d'an dizalc'herien.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Parlamant Katalonia, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.