Poultr-Tarzh

Poultr-tarzh pe c'hoazh poultr du a reer eus un danvez-tarzh entanus a vez implijet evit luskañ bannadelloù dre armoù-tan ha da sevel ardivinkoù tezgalvezel evel an tanioù-arvest.

Poultr-Tarzh
Greun poultr-tarzh
Da bep ment hec'h implij resis.

Ur meskaj 75 % holen-moger (KNO3), 15 % karbon (C) ha 10 % soufr (S) eo ar poultr du a vez fardet an aliesañ.

Istor

Poultr-Tarzh 
Delun sinaat ar poultr-tarzh
War-dro 1044

Adal kreiz ar I kantved e voe mesket holen-moger (nitrat a botasiom) ha soufr a-benn fardañ louzeier evit ar yec'hed, alese anv sinaek ar poultr-tarzh : 火藥 (pinyin huǒ yào), "tan dramm".
War-dro ar bloavezh 808 e teskrivas an alkimiour Qing Xuzi ur meskaj a zo tost d'ar poultr-tarzh. E kreiz an IXvet kantved e kaver meneg eus perzhioù entanus ar meskaj-se en ur skrid daoat, ; ne voe ket pell Sinaiz o tennañ splet eus an dizoloadenn-se : kenderc'hiñ poultr-tarzh a rejont a-hed kantvedoù evit armoù evel bannerioù-flammennoù, bombezennoù, fuc'helloù ha minennoù kent fardañ ar fuzuilhoù kentañ a voe en Istor ar bed.

E-kerzh an XIIIvet kantved e veajas rekipe ar poultr-tarzh betek an Arabed, hep mar dre India, Syria hag Egipt

D'an hevelep mare ez erruas ar rekipe en Europa, dre alouberien o tont eus Mongolia war a hañval. Ar meneg kentañ eus poultr-tarzh a gaver dindan pluenn ar prederour saoz Roger Bacon (war-dro 12141294), en e skrid Opus Majus. Adal neuze e voe gwellaet ar rekipe tamm-ha-tamm, dizoloet e voe an tanioù-arvest (a oa anezho e Sina abaoe pell dija), hag e 1774 e stalias ar roue gall Loeiz XIV Melestradurezh Roueel ar Poultroù ma labouras ar skiantour Antoine Lavoisier (1743-1794).

Hiziv an deiz e vez fardet poultr-gwenn diwar nitrokeluloz pe nitrokeluloz ha nitroglikerin. Divoged eo ar poultr-tarzh nevez-se, nebeut a zilerc'hioùa chom goude an darzhadenn en armoù, ha dre ma 'z eo ungeneshoc'h eget ar poultr du e vez resisoc'h an tennoù.


Poultr-Tarzh 
An holloueziadur Wikipedia brezhonek eo embanner ar bajenn-mañ, hogen ne c'hall ket an ditouroù embannet amañ bezañ lakaet da stummadur pe aotre da geñver an embreger danvezioù-tarzh.


Notennoù yezh

Notennoù

Poultr-Tarzh   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan Poultr-Tarzh 

Tags:

Arm-tanDanvez-tarzh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Gressoney-Saint-JeanAnimePordenoneLionel MessiWikeriadurLithocarpusJoe BidenYar (evn)George SandKensonenn kevig dre fic'hal divouezhArme Dieubidigezh Pobl SinaIsabel Sofía PicónJean LannesNupediaCyrille BonneauOdo Iañ, roue ar FrankedBrezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-UnanetGineaUS Konk-KerneZanzibarDehoùDante AlighieriStad c'hallISO 8601Scarlett JohanssonEmgann LodiBanniel BreizhIndez Nederlandat ar ReterJakartaFeuriader demokratelezhAziaWordPress.comAbusejoGwaregataPerouOadvezh ar maenLândiaTCP/IPKendalc'h ViennaMorgothRoue Marc'hLedredAberzhidigezh Izaag (Caravaggio)Enez ChristmasSasanidedCharlez VII (Bro-C'hall)TurkiaOctave MirbeauRakoun debrer-krankedMorhoc'hPastezSivetJaned ArkAngkor WatDivi KervellaKunilingusDasorc'hidigezhHenriette Bro-SaozTomatezTi-plouzKevredidi an Eil Brezel-bedTudelaMuzelloù bihanJustin BieberHigh Heel HomicideEnez Sant-Nikolazujjtx🡆 More