Antoine Lavoisier

Antoine Lavoisier, pe Antoine-Laurent Lavoisier, a voe ganet d'ar 26 a viz Eost 1743 e Pariz, e Bro-C'hall, ha dic'houzouget d'an 8 a viz Mae 1794 e Pariz.

Bet eo bet kimiour, prederour, armerzhour. Gantañ eo bet graet ar c'hentañ danevell war mirerezh an danvez. Gantañ eo bet anvet an oksigen hag an hidrogen e 1778. Lavaret e vez eus Lavoisier eo tad ar gimiezh vodern.

Antoine Lavoisier
Antoine Lavoisier

Adalek 1768 eo bet ezel eus an Académie des Sciences. Unan eus e zizoloadennoù pouezusañ eo an hini diwar-benn al loskadur, ha lavaret en deus e oa liammet al leskiñ gant an oksigen, hag o doa ezhomm ar plant hag al loened ivez da alanañ, hag e oa liammet ar merglañ gant an oksigen. Anvet en deus hidrogen an “aer loskus” kavet gant Henry Cavendish, an hidrogen, ha kavet, da-heul Joseph Priestley e ra glizh an hidrogen gant an oksigen, hag ar glizh-se a zo dour.

Lakaet da dreitour gant an dispac'herien, ez eo dibennet d'an oad a 50 vloaz. Goulennet en doa ur goursez evit gallout echuiñ gant un enklask. Ar pezh a voe nac'het outañ. «Ar Republik n'he deus ket ezhomm eus gouizieien pe kimiourien» eme Prezidant an Tribunal.

Dispac'h gall (1789-1794)

Bez eo unan eus an tri komiser an arc'hant e-kerzh ar Goñvañsion, karget gant un neveziadur eus sistem an tailhoù pa darzh ar Spont bras. Evit l'Ami du peuple ez eo un trafikour daonet butun brein dre ma oa renket fall. Kondaonet eo d'ar marv, pemp miz goude e harzadenn, d'ar 5 a viz Mae 1794, en desped d'un difennerezh kalonek gant Jean Noël Hallé kenlabourer dezhañ.


Antoine Lavoisier 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

1743179426 Eost8 MaeArmerzhBro-C'hallHidrogenKimiourOksigenParizPrederour

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

EdwardTimbroù dre rummadSaskatchewanBrezel diabarzh SinaItaliaDiwanOne Man Went To MowGalizaPin-upKonk-LeonFellasionMor BreizhYezhoù romanekGoogle ChromeDaouzek labour AsteriksSanta Maria del FioreArabia SaoudatRouantelezhioù ar FrankedArvorigEuropaMor-Bihan16768 MezhevenAchille DevériaSant-MaloùAtarrabia1944Melusine von der SchulenburgWiki Commonsi2ta8WessexC'hwevrerBrezelJorj Iañ Breizh-VeurBlogMoskovDamh the BardAzia8461661Gwarezva Arabia ar SuBukkakeRené BarjavelGwern-valouin1999Dugelezh BreizhGwrezverkSimon HarrisWilliam IIIAmalie Sophie von WallmodenPlaza de soberaníaPaul AvrilColt AnacondaGoogleSvedenRoll livadurioù VermeerSkritur taiekVoorpostThe Jungle Book (film, 1967)Ofiserien-Veur Dugelezh BreizhPatrick Le BescoPieter de HoochSaint-Martin (Antilhez)Franklin Delano RooseveltRoazhonPiemontegRouantelezh Bro-SaozIndoneziaBro Gwiniegi Naoned🡆 More