Hoatzin

Kudenn ebet (LC)

Hoatzin
Hoatzin
Un hoatzin.

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Opisthocomiformes
Kerentiad : Opisthocomidae
Genad : Opisthocomus
Anv skiantel
Opisthocomus hoazin
(Statius Müller, 1776)
D'ar vevoniezh
HoatzinHoatzinHoatzin
e tenn ar pennad-mañ.

An hoatzin a zo un evn, Opisthocomus hoazin an anv skiantel anezhañ, hag a vev er geunioù pe tost ouzh ar stêrioù e Suamerika.

Doareoù pennañ

A-vent gant ur fazan eo, etre 60 ha 70 cm. Glas eo e zremm ha ruz e zaoulagad. E gorf zo gell-kistin hag e lost glas-gwer ha gwenn en e veg. Ur guchenn bluñv gell-ruz zo war e benn. Ar plog zo noazh pa vez ganet, gant daou skilf e penn e zivaskell hag a steuz pa erru an evn en e oad gour.

Hoatzin 
Un hoatzin yaouank.

Gouennañ hag emzalc'h

Hoatzin 
Hoatzin o tinijal.

Gouennañ a ra an hoatzin e koulz ar glaveier. Sevel a ra e neizh 2-4 metr a-us d'an dour ha dozviñ daou pe dri vi hag a vez goret ur mizvezh. Ar plog a chom en neizh 2-3 sizhun goude bezañ digloset. Maget e vez gant ar par koulz ha gant ar barez.

Par ha parez a zifenn o zachenn : reiñ a reont da c'houzout d'an hoatzined all eo o zachenn dre ober lidoù-parañ, trouzioù boud hag en em zerc'hel en ur mod tagus. Ar re vihan a chom gant o zud ur bloaz pe zaou. E-pad ar prantad-se e sikouront o zud dre ober war-dro ar ploged ha difenn an dachenn.

Un nijer dizampart eo an hoatzin. Evit tec'hel kuit rak ur preizhataer (marmouz, evn-preizh, naer...) e ra an hoatzin yaouank gant e skilfoù evit krapat ouzh ar gwez. Ma n'eo ket trawalc'h evit achap kuit e spluj en dour a-is d'an neizh ha neuial dindan-gorre.

Boued

En em vagañ a ra diwar zelioù, hag a-wechoù frouezh ha bleunioù. Estreget ar skilfoù e penn divaskell an hoatzin yaouank zo dibar d'an evn-mañ : e grubuilh ledan a ro bod da vakteri hag a servij da derriñ goloenn kelligoù an delioù hag aesaat o c'hoazhañ. An evn nemetañ eo gant ur sistem koazhañ evel-se.

Rummatadur

Ar spesad nemetañ eo er genad Opisthocomus hag er c'herentiad Opisthocomidae. Diouzh an evnoniourien e vez renket an hoatzin en urzhiad Cuculiformes pe Opisthocomiformes. N'eo ket sklaer c'hoazh peseurt evned eo ar re dostañ oute a-fet rummatadur : ar c'houkouged pe an tourakoed.

Annez

Hoatzin 
Tiriad an hoatzin e glas.

Kavet e vez al labous e koadeg an Amazon, ha pladenn Guyana ivez.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

Tags:

Hoatzin Doareoù pennañHoatzin Gouennañ hag emzalchHoatzin BouedHoatzin RummatadurHoatzin AnnezHoatzin Liammoù diavaezHoatzin Notennoù ha daveennoùHoatzinLoen n'emañ ket en arvar

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Sant-YuniegThe Lord of the RingsBredoniezhPeppa PigPik-estlammiñBerlinBoris JohnsonLuftwaffeSnake (c'hoari video)Google ChromeElrondHensaoznegDehoùLeedsUsher (kaner)Victor WembanyamaBedreuziad COVID-19MoudennGenoù (korf)Eil milvedPiramidenn CarstenszRoll livadurioù William Adolphe BouguereauLoskaberzhElesbed Bro-C'hall (1727-1759)Saarlouis14 GenverGuiomar NovaesWikipediaRepublik RomaStedelijk MuseumWilhelm HabsburgFesGwezenn-gerentiezhRoveretoLammoù-dour ar bedIstorDilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 2020Kib vell-droad ar bed 1982KarbalaMor Su Sina22 C'hwevrerWiki FoundationHeñvelrevelezhVichnouColchesterSumerKozakedEmil MassonKemper Kerfeunteun Football KlubGeorge WashingtonKimera4 MezhevenImpalaeriezh trevadennel PortugalEskobOfiserien-Veur Dugelezh BreizhNagoyaBukkakeLoarJohn Churchill, 1añ Dug MarlboroughEdouarzh Iañ (Bro-Saoz)Beg ar vronnEnez Terc'h (Plougouskant)Korr (Douar-ar-C'hreiz)Kornôg YorkshireAtom🡆 More