Manawyddan, Mab Llŷr

Manawyddan, mab Llŷr, pe Manawyddan fab Llŷr hervez an anv kembraek orin, eo anv an danevell a zo trede skourr ar Mabinogi.

A-wechoù e skriver Manawydan, hervez doare ar c'hrenngembraek. Mab eo d'ar roue Llŷr ha breur da Vendigeidfran ha Branwen. Klotañ a ra e anv gant hini Manannán mac Lir, unan eus doueed ar mor e mojennoù Iwerzhon, unan eus an Tuatha Dé Danann (Tud an Doueez Dana).

Manawyddan, Mab Llŷr
Manawydan, an eskob hag al logodenn - skeudenn eus an engravadur e "Mabinogion" Charlotte Guest (1877)

Kaoz zo anezhañ dreist-holl en Eil ha Trede Skourr ar Mabinogi, hag ivez en Triadoù Enez Vreizh.

Ar Mabinogi

Eil Skourr

Un den a bouez eo Manawydan en Eil Skourr ar Mabinogi, anvet Brânwen, merc'h Llŷr.

Kuzulier ar roue Bendigeidfran, e vreur, eo Manawyddan. Pa zimez o c'hoar Branwen da Vatholwch, roue Iwerzhon, emañ ouzh taol er banvez-eured e-kichen Bran. Pa ya o hantervreur Efnisien da vuturniañ kezeg Matholwch eo eñ a zo kaset gant Bran da ginnig un dazpren. Pa glever en Enez Vreizh e vez gwallgaset Branwen gant he gwaz Matholwch e ro e skoazell da Vran da gas an dial da Iwerzhon. Brezel zo, ha Manawyddan zo unan eus ar seizh den chomet bev. Bran zo gloazet d'ar marv hag a c'houlenn digant Manawyddan hag e c'hwec'h kamarad all troc'hañ e benn dioutañ hag e gas da Enez Vreizh; e-pad ar veaj e talc'ho da gomz gant ar gamaraded.

An istor

Manawyddan, mab ar roue Llŷr, a zo dimezet da Rhiannon, goude marv he fried kentañ, Pwyll. Un deiz e oant o pourmen gant Pryderi, mab Rhiannon, hag e wreg Kigva, pa voent tapet dindan an arnev. Goude an arnev e sav ul latarenn vurzhudus war ur vro distrujet ha didud.

E skridoù all

Anv Manawyddan zo meneget er varzhoneg Pa Gwr yw y Porthawr, ha lakaet eo da vezañ unan eus brezelourien ar Roue Arzhur. Meuleudi dezhañ zo er varzhoneg.

Levrlennadur

Daveoù

Tags:

Manawyddan, Mab Llŷr Ar MabinogiManawyddan, Mab Llŷr An istorManawyddan, Mab Llŷr E skridoù allManawyddan, Mab Llŷr LevrlennadurManawyddan, Mab Llŷr DaveoùManawyddan, Mab LlŷrBendigeidfranBranwenKembraekLlŷrMabinogiManannán mac LirTuatha Dé Danann

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

SaoznegFortunate Son (kanaouenn)TiTomWikimediaHuon VeurEur hañvGavr (Mor-Bihan)Roll bannieloù BreizhWaffen-SS.22 HornetTrue BeautyAerouantBizkaiaRigaKornôgGoBerlinPatroklesIRCAlamagnWiki Commons1776Republik Sina (1912-1949)KenrouedadBeyoncé KnowlesDegemerOuran (planedenn)CathartidaeAssesseNaouegezh artifisielYezhoù sinaekLuger P08Republik KoreaSistrLvivQuod erat demonstrandumButunGer leunLeon IIIPeter FondaRouanISO 639-1Yezh kalvezadelCarne (film, 1968)Beg ar vronnLennegezh vrezhonek kolletTwitterLizherenneg fonetek etrebroadel2024VIvet kantvedBretoned1944MedousaNovritschSaint-Laurent-sur-SèvreLeriPorzh-LoeizEyvind JohnsonSevelouriezhBukkakeSuafrikaAzerbaidjanĻLannebeurVladimir PoutinJavascriptLec'hiennFacebook🡆 More