Loeiz Roparz, ganet e Poullaouen (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed) e 1921 ha marvet e Kemper d'an 3 a viz Du 2007, a zo bet unan eus an dud o deus renevezet an dañs hag ar c'han hengounel pe kan-ha-diskan e Breizh adalek 1939.
Pa oa studier e Roazhon e komprenas pegen pinvidik eo sevenadur ar bobl brezhoneger a oa bet gouest da sevel kanaouennoù kemplezh o embregadurioù hag o jubennadurioù evit lakaat an dud da zañsal en e bastell-vro c'henidik e-kreiz ar Menez Du. Ur wech anvet da gelenner e Skol Normal Kemper e talc'has da zeskiñ ar c'hanaouennoù-se hag an dañsoù-tro (kavotennoù, pachpi) a ya ganto en ur c'horn-bro ha ne veze kalz a sonerien hengounel ennañ.
Dimeziñ a reas gant Marie-Thérèse Hénaff hag int o deus bet daou vab, Erwan ha Jeffig, o deus labouret gantañ evit lakaat sonerezh Breizh war-wel. Gant e vreur Marsel, a oa ur soner binioù bras anavezet mat, e sonas bombard ivez.
E-pad an Eil brezel-bed e veze diaesterioù bras gant tud ar Menez Du evit mont da gumunioù all da glask degouezhioù diduiñ, ha diouzh ar skoilh-se e teuas un adlañs d'ar festoù-noz er c'harterioù-maez (bez' e vez un nebeud kêriadennoù en ur c'harter-maez) hag er bourc'hioù.
Ur c'haner hag un dañser dispar e teuas da vezañ Loeiz Roparz er mare-se hag er bloavezhioù 1950 e teuas dezhañ ar mennozh da gas ar seurt festoù eus ar maez da vourc'h Poullaouenn e-lec'h ma'c'h aozas ar fest-noz modern kentañ d'ar 26 a viz Kerzu 1954.
Harpet gant diorren ar c'helc'hioù keltiek en em astennas ar c'hiz da zañsal dañsoù hengounel d'ar c'hêrioù bras, e Kemper e 1957 (e-lec'h ma roe Loeiz Roparz kentelioù dañsal ha kanañ) ha pelloc'h e Brest ha Roazhon, embreget gant ar studierien a oa o tont eus ar maezioù peurvuiañ. Hiziv eo embregadur dañs Breizh un obererezh sevenet e Breizh a-bezh hag e degouezhioù zo, er bed a-bezh.
E 1947 ez eas da brezidant ar gKevrenn Glazik (Kevrenn C'hlazig pelloc'h), deuet da vezañ Bagad Kemper, unan eus bagadoù brudetañ Breizh hag e vab Erwan zo bet pennsoner ha pennbiniaouer anezhañ. Tapet en deus ar bagad-se 16 titl kampion Breizh.
E 1950 e voe Loeiz Roparz unan eus diazezerien ar c'hevredad Kendalc'h ha gant Per-Jakez Helias ha Bernard de Parades a adroas ul lañs bras da Ouelioù-meur Kerne o vezañ prezidant an aozadur bloavezioù-pad.
Savet en deus ar gevredigezh Al Leur Nevez e 1964, kevredet gant Emgleo Breiz, evit embregañ dañsoù ar menezioù, reiñ brud dezho ha kendelc'her gant ar brezhoneg poblek. Stajoù brezhoneg ha dañsoù a zo bet aozet e-kreiz ar Poc'hêr dindan e renerezh.
E derou ar bloavezhioù 1970 e stourmas gant ar gevredigezh, Terroir breton, a embanne ez eus ul liamm kreñv etre ur sevenadur hag e endro naturel. Enebet en deus ouzh an adlodennañ ha savet kanaouennoù a-enep distruj ar c'hleuzioù. Gant teodoù flemmus (ha gallek) zo e tapas al lesanv "Loulou la gavotte". Kolier Urzh an Erminig zo bet roet dezhañ e 1995.
Embannet en deus dastumadoù kanaouennoù gant Emgleo Breiz ha meur a bladenn en deus enrollet gant Kelc'h keltiek Poullaouen dindan aozadur embannadurioù pladennoù Mouez Breiz.
Kemer a reas perzh, hag eñ ur c'homzer eus ar re flourañ, e prientadur an hentenn vrezhonek dre gomz kentañ, an hini savet e 1964 gant an Doktor Jean Tricoire.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Loeiz Roparz, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.