Unan eus levrioù eilkanonel ar Bibl eo Levr Furnez Sirac'h (Si).
Ne gaver anezhañ nemet er Bibl katolik hag e Bibl ar Seikont
Darn eus an dornskridoù gresianek eus testenn Furnez Sirac'ha ginnig un titl resisoc'h : "Furnez Yesous, mab Sirac'h". Anvet e vez ivez "Eklesiastikos" hag en embannadurioù a-vremañ e vez anvet "Sirasid". Lenn a reer er raklavar e vefe bet troet skrid Yesous gant e vab-bihan war-dro 140 KJK (e 132 moarvat) evit Yuzevien Bro-Egipt ha pergen ar re oa o chom en Aleksandria. 50 vloaz a-raok e oa bet tolpet gant. Yesous Ben Sirac'h, mestr a furnez e Jeruzalem, lodenn wellañ e gelennadurezh en ul levr en hebraeg.
War-dro div drederenn eus an destenn hebraek bet kollet abaoe kantvedoù a zo bet adkavet e 1896 e 6 dornskrid diglok eus ar Grennamzer eus ur sinagogenn eus kêr Kaero. Tammoù a zo bet adkavet e kevioù Qumrân. E 1964 e voe kavet e Masada un eilenn eus un darn (39, 27 – 44, 17) en un doare-skrivañ eus ar c'hentañ kantved KJK.
Abred e voe adskrivet lodennoù zo hag ouzhpennet traoù a gaver en un eil "embannadur". Degemeret e vez an daou stumm gant an iliz katolik.
Ganet e voe an aozer e kreiz an IIIe kantved kt JK. Anavezet en doa ar Beleg meur Shimon ar Reizh a varvas goude 200 KJK. Ur skrib oa. Doujañs en doa e-keñver al Lezenn hag an Templ kement hag e keñver ar furnez. Trubuilhet e oa gant kudenn an doare ma restaol Doue da bep hini hervez e oberoù. Un toullad traoù ouzhpennet evit degas sklêrijenn a seblant awenet gant teologiezh ar Farizianed hag an Esenianed.
N'eo ket frammet-kaer al levr : krennlavarioù pe heuliadoù krennlavarioù hep liamm anat etrezo met ivez displegadennoù hiroc'h amañ hag ahont.
Setu ar pezh a lenner e kinnig troidigezh An Tour-Tan : " Hag an oberenn ? Ul lezennaoueg a vuhezegezh vat a a c'heller ober anezhi, un dastumad kuzulioù, evezhiadennoù, sturiennoù, reolennoù diwar-benn pep tra, evit pep den hag e pep degouezh. Ne hañval ket danvez al levr bezañ bet urzhiet-tre gant an oberour ; der vras, goude pennadoù hir-pe-hiroc'h a gelennadurezh evit en em ren gant furnez, ent-personel hag er gevredigezh, e kaver gwech-hag-amzer, evel un diskan, ur veuleudi : meuleudi d'ar furnez, meuleudi d'al Lezenn, meuleudi d'an Doue krouer, ha war an diwezh, meuleudi d'an hendadoù o deus kendalc'het gant oberenn an Aotroù a-drugarez d'ar Furnez, aotrenet dezho gant E largentez. "
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Levr Furnez Sirac'h, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.