Ledenez Italia, pe Ledenez an Apennin, pe Douar-bras Italia pe Italia hepmui (en italianeg: Penisola italiana, Penisola appenninica, Terraferma pe Continente) a zo ul ledenez e-kreiz Kreisteizeuropa, ar vihanañ eus teir ledenez Kreisteizeuropa ( an div all eo Ledenez Iberia ha Ledenez ar Balkanoù).
Ul lesanv zo dezhi, deuet dezhi abalamour d'he stumm : Lo Stivale (An Heuz). Teir ledenez bihanoc'h zo outi hag a ro dezhi ar stumm-se : Calabria (ar biz-troad), Salento (ar seul) ha Gargano (ar c'hentr).
Stad | Italia, San Marino, Keoded ar Vatikan |
---|---|
War ribl | Mor Liguria, Mor Ionian, Mor Adria, Mor Tirrenia, Mor Kreizdouar |
Lec'hiadur | Europa |
Daveennoù douaroniel | |
Poent uhelañ | Corno Grande |
Ne glot ket gant Italia bolitikel a hiriv, da lavarout eo Republik Italia, pa n'emañ ket enni an inizi (Sikilia ha Sardigna dreist-holl) nag an Alpoù na plaenenn ar Po, met enni emañ ar stadoù dizalc'h San Marino hag ar Vatikan.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Ledenez Italia, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.