Lazhadeg Katyn (poloneg : zbrodnia katyńska, mord katyński; rusianeg : Катынский расстрел Katynskiy rasstrel) zo un heuliad lazhadegoù ramzel a voe sevenet e-kerzh an Eil Brezel-bed, e miz Ebrel ha miz Mae 1940.
E koadoù bras Katyn, tostik da gêriadenn Gnezdovo, 20 km eus kêr Smolensk (Rusia), e voe lazhadeget ofiserien eus arme Polonia gant soudarded Jozef Stalin. Kaoz zo eus 14 000 den lazhet, 8 000 anezhe prizonidi paket gant Soviediz e 1939, ar re all tud disoudard skrapet en trowardroioù.
Stadoù-Unanet Amerika a ouie dalc'hmat e oa bet eus al lazhadeg hag e oa oberenn ar Gomunourien. Kenderc'hel a rejont da livañ gevier pa damalljont d'an Alamaned bezañ chomet hep lakaat ar bec'h war Stalin, hag ivez evit lakaat an dud da vezañ spouronet gant an Alamaned.
E dielloù nevez bet lakaet en domani foran gant ar gouarnamant stadunanat er bloaz 2012 e weler sklaeroc'h an traoù. Er bloaz 1943, ar c'habiten Donald Stewart hag al letanant-koronal John Van Vliet, daou brizoniad-brezel stadunanat, a gasas ur c'heloù d'ar gouarnamant stadunanat ma disklerient anat ne oa ket lazhadeg Katyn oberenn an Alamaned. Gouarnamant Washington a zistrujas ar prouennoù bet degaset dezho.
Kostez Rusia e voe ret gortoz ar bloaz 1990 evit ma vefe anzavet ar fedoù ha graet digarezioù ofisiel da Boloniz gant Mikhaïl Gorbatchev. Er bloaz 2004 e voe roet dafar ha dielloù liammet gant lazhadeg Katyn gant ar gouarnamant rusian da hini Polonia.
Arvarus eo komz eus lazhadeg Katyn hiziv c'hoazh, zoken pa'z eo bet lakaet anat e oa al Lu Ruz dindan urzhioù Stalin a sevenas al lazhadeg ; lod tud a gendalc'h da vont gant hent an nac'hañ, evel ma lenner er gelaouenn Socialism and Democracy.
Abaoe ar bloaz 2008 e vez aozet e Warszawa baleadegoù-koun anvet Katyński Marsz evit derc'hel soñj eus al lazhadeg. Bale a ra Poloniz treuzwisket en ofiserien eus al lu polonat ha lod all e soudarded eus al Lu Ruz. Lennet e vez ivez lizheroù ha karnedoù an aberzhidi, ha diskouezhet e vez luc'hskeudenooù eus al lazhadeg hag eus ar c'houzañvidi.
D'an 13 a viz Ebrel e vez lidet al lazhadeg.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Lazhadeg Katyn, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.