Korfou zo un enezenn eus ar Mor Ionian, e Bro-Hellaz, e gwalarn ar vro, tost da Albania.
E gresianeg a hiziv eo Κέρκυρα, (Kérkyra, a-wechoù Kérkira). Gwechall e veze graet Corcyre anezhi.
Fichenn-deskrivañ | |
---|---|
Rannved : | Inizi Ionian |
Rannvro : | Inizi Ionian |
Pennlec'h : | Korfou (kêr) |
Gorread : | 641 km² |
Niver a dud : | 105 043 (1991) |
Feur-tudañ : | 163.87/km² |
Menez uhelañ : | Pantokrator (914 m) |
ISO 3166-2 : | GR-22 |
Karrvarilhañ : | KY, Kerkyra |
Niver a gumunioù : | 13 |
Kumunioù dizalc'h : | 3 |
Kod post | 49x xx |
Anv annezidi : | Korfioted |
Berradur HASC : | CF |
Kartenn | |
Skeudenn satellit | |
Dont a ra an anv Korfou eus anv Kérkira, un nimfenn. Poseidon a oa pitilh ganti hag en devoa he degaset d'an enez. Ur mab o devoe, Pheakas e anv.
E Korfou e oa bet chomadenn diwezhañ Ulises kent dezhañ distreiñ da Itaka. Aet e vije lestr Ulises a-gostez war ar roc'h e beg Kanoni, war enezennig Pondikonissi, er c'hreisteiz da gêr Korfou. Tud an enez a veze graet ar Pheakianed anezho (diwar anv Pheakas), a vije deuet d'e saveteiñ, ha degemeret e voe neuze gant Nausikaa, merc'h d'ar roue Alcinos.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Korfou, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.