Isfahan pe Esfahan (اصفهان e perseg) zo ur gêr vras e-kreiz Iran.
Hi eo an trede kêr vrasañ er vro, gant 2,52 milion a annezidi (2006). Pennlec’h proviñs Isfahan eo. Emañ war-hed 340 km er c’hreisteiz da gêr-benn ar vro, Tehran.
Gwechall e oa Isfahan ur gêr a bouez war Hent ar Seiz, hent ar varc’hadourien a rae kenwerzh etre Sina hag ar Mor Kreizdouar. Aloubet e voe gant an Arabed e 643. En XIvet kantved e oa ar mezeg ha prederour Avicenna o vevañ enni. Aloubet e voe Isfahan gant Timur Leng e 1387, ha lazhet e voe war-dro 70 000 eus an annezidi dre ma oan bet o sevel en e enep. E dibenn ar XVIvet kantved e teuas da vezañ kêr-benn Persia. Goude-se, dindan ren Abbas Iañ, e voe savet kalz eus ar savadurioù brudet a zo e kêr, evel Moskeenn an Imam. Aloubet e voe Isfahan gant Afghaned e 1722 ha kalz a zistruj a voe graet e kêr da neuze.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Isfahan, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.